Leo Varadkar
Leo Varadkar, ganet d'an 18 a viz Genver 1979, zo ur politiker iwerzhonat eus ar gostezenn Fine Gael.
Ganet e voe e Dulenn, mab da Ashok Varadkar, ur mezeg indian, ha d'un Iwerzhonadez, Miriam Howell. Studioù a reas e Skolaj an Drinded e Dulenn ha mont da vezeg. Dilennet e voe da gannad e Dáil Éireann e 2007. Pevar bloaz war-lerc'h e teuas da vezañ ministr er gouarnamant. Goude dilennadeg 2016 e voe anvet da vinistr adarre.
Dilennet e voe e penn ar strollad Fine Gael d'an 2 a viz Mezheven 2017, pa oa bet roet e zilez gant an Taoiseach (kentañ ministr) Enda Kenny hag aet e oa da d-Taoiseach en e lec'h, da 38 vloaz hepken. Taoiseach eo bet etre Mezheven 2017 ha Mezheven 2020. Abaoe Mezheven 2020 ez eo unan eus ministred gouarnamant Micheál Martin.