Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Reizhadennoù da ober

Eus Wikipedia


"N'eus disoc'h ebet o klotañ gant ho koulenn."

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h, tudoù,
Emaon o tihan gwelet ur frazenn savet fall, met war ur bajenn lec'h n'on ket evit chañch sort ebet (ar bajenn ma tegouezer pa ne vez ket kavet pennad ebet). Set' amañ ar frazenn :

  • "N'eus disoc'h ebet o klotañ gant ho koulenn."

ar pezh a zo "brezhoneg saout".

  • "N'eus disoc'h ebet hag a glot gant ho koulenn."

a vefe da skrivañ.
Hag unan bennaket a ve kat d'en ober ?
Ken ar c'hentañ

A-du ganit. Meur a dra zo evel-se da reizhañ. N'ouzon ket piv zo gouest d'ober. An hini en deus savet ar pajennoù moarvat. Me 'gred e vije ret digeriñ ur bajennad evit listennañ an holl draoù-se, evel ma'z eus ur bajenn da listennañ ar pennadoù da ziverkañ. Bianchi-Bihan 12 Eos 2009 da 13:48 (UTC)[respont]
  • Graet Troet em eus en ur mod all c'hoazh, kement ha eeunaat c'hoazh : An enklask-mañ ne zisoc'h war netra. Talvoudus eo ar bajenn-mañ. Ra gendalc'ho an dud da lakaat evezhiadennoù warni. Ur goulenn memes tra, perak ober brezhoneg saout eus ar patrom Ne + anv-kadarn + o + anv-verb ? Ha brezhoneg saout eo frazennoù evel n'eus den o vont di pe n'eus ket kalz tud o studiañ ar yezh ?--Fulup 27 Her 2009 da 16:21 (UTC)[respont]
Greomp kentrivadegoù da welout ha gwelloc'h zo c'hoazh. Kinnig a ran hiziv: Gant ar c'hlask-mañ ne zegouezhit neblec'h.
Fent a-walc'h peus pa garez, gouzout a ran a-walc'h, met mat eo din deskiñ atav ha ne respontez ket d'ar goulenn. Petra 'oa direizh er mod ma oa savet ar frazenn. Ar stil a zisplije dit hep mui ? --Fulup 27 Her 2009 da 17:05 (UTC)[respont]
Opala! Ledan eo ma chouk, 'ouzon 'walc'h, met n'eo ket me 'm boa skrivet se (n'eo ket ma yezh) met krouet em boa ar bajenn evit lakaat an evezhiadenn disin-se kavet n'ouzon ket p'lec'h ken (en davarn?). Gant an deiziad marteze e c'hallfes adkavout ma fell dit mont da wiriañ. Kavout a ran blaz ul lubaner ha n'eo ket dianav din er yezh. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 17:38 (UTC)[respont]

Amañ dindan e lennan:

  • By saving, you agree to irrevocably release your contribution under the Creative Commons Attribution/Share-Alike License 3.0 and the GFDL. You agree to be credited by re-users, at minimum, through a hyperlink or URL to the page you are contributing to. See the Terms of Use for details.

Din-me ivez eo brezhoneg-saout. Pe saoz. UDB evel-se. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 16:46 (UTC)[respont]

Aze n'ouzon ket petra (piv) zo kaoz; ur mare zo bet e oa un destenn vrezhonek aze dindan e traoñ ar prenestr skridaozañ hag emañ c'hoazh war translatewiki, al lec'hienn genurzhiañ an troidigezhioù en holl yezhoù, a zalc'han da heuliañ ingal. Ne gomprenan ket perak emañ ar saoznegach-se amañ neuze. Hag aet e vefe ur merour bnk da cheñch ar gemennadenn-mañ war-eeun e kof ar wiki-mañ e-lec'h tremen dre translatewiki evit lemel kuit an destenn vrezhonek? N'on ket evit lâret. --Fulup 27 Her 2009 da 17:10 (UTC)[respont]
Ne gomprenan seurt en displegadurioù. Ne ran nemet sachañ evezh. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 17:38 (UTC)[respont]
Graet Mat eo, kavet an destenn ha troet. --Fulup 31 Her 2009 da 08:17 (UTC)[respont]

Un tamm izeloc'h:

  • If you do not want your writing to be edited and redistributed at will, then do not submit it here. If you did not write this yourself, it must be available under terms consistent with the Terms of Use, and you agree to follow any relevant licensing requirements. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 17:38 (UTC)[respont]
Graet Troet. --Fulup 31 Her 2009 da 08:17 (UTC)[respont]

War ar bajenn-mañ e c'hallit heuliañ ar c'hemmoù diwezhañ c'hoarvezet war Wikipedia: din eo sklaer: er wikipedia. Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 09:12 (UTC)[respont]

Daou dra a welan aze. Implij an araogenn hag ober, pe get, gant ur ger-mell. Graet em eus gant war peogwir em boa lennet, pell zo, war Assimil Morvannou, e oa gwelloc'h ober gant war ar gazetenn eget gant er gazetenn. Er gazetenn o vezañ ur gallekadur, hervezañ. Al levr-se n'emañ ket ganin ken ha n'on ket evit gwiriañ mui. Ne'm eus soñj resis ebet war se a-hend-all ha cheñch a c'hallfen.Hag alioù all zo diwar-benn ar c'hraf-mañ ? Un dra bnk a lavar Kervella a-zivout an dra-se ? Evit ar pezh a sell ouzh implij ar ger-mell ne'm eus ket graet gantañ rak graet em eus e-giz pa vije Wikipedia un anv divoutin, ar pezh ez eo. --Fulup 15 Du 2009 da 19:28 (UTC)[respont]
Gwir, mat e vo lenn pezh a skriv Morvannou diwar-benn ar wikipediaoù. Met kavet em eus bet gantañ traoù ha ne oan ket a-du ganto, danvez da gaoz eta.
Kemmoù er vro, neuze er wikipedia. Lenn en ul levr, neuze er wikipedia. Sede penaos e welan an traoù.
Techet on da welout meur a wikipedia: ar re zo breton-friendly, evel a lavarer e galleg modern, hag ar re all. Darn a wel unan dre bep yezh. Bianchi-Bihan 16 Du 2009 da 12:08 (UTC)[respont]

Eilañ war ar servijer

[kemmañ ar vammenn]

E traoñ ar bajenn-se e lennan: Ober van eus... D'am soñj eo RET skrivañ: arabat ober van ... Bianchi-Bihan 29 Du 2009 da 09:48 (UTC)[respont]

'Meus aon eo ret pouezañ adarre evit reizhañar bajenn Eilañ war ar servijer. Bianchi-Bihan 31 Mae 2010 da 09:43 (UTC)[respont]
Eus peseurt kudenn emaout o komz ? --Y-M D (kaozeal) 31 Mae 2010 da 19:03 (UTC)[respont]
Kement-se a welan war ma skramm seul wech ma klaskan eilañ ur skeudenn ha pa ne ya ket re vat en-dro abalamour da n'ouzon ket petra. Bianchi-Bihan 1 Mez 2010 da 02:01 (UTC)[respont]
Graet Setu, kavet ha reizhet. --Fulup 8 Meu 2011 da 12:03 (UTC)[respont]

War a welan, n'eo ket reizhet er bajenn a zeu war wel pa vez ebarzhet ur skeudenn. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 16:59 (UTC)[respont]

Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien

[kemmañ ar vammenn]

Sed a lennan:

M'hoc'h eus c'hoant diverkañ ur pennad eus ar c'helc'hgeriadur
M'hoc'h eus c'hoant lakaat diziverkañ ur bajenn bet diverket kent
M'hoc'h eus c'hoant da lakaat meur a bennad da gendeuziñ
M'hoc'h eus c'hoant kas keloù prim eus un taol vandalerezh zo war ober

Poent reizhañ. Bianchi-Bihan 31 Mae 2010 da 09:43 (UTC)[respont]

Gwelout: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Ar_fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#C.27hoant. Bianchi-Bihan 1 Mez 2010 da 02:03 (UTC)[respont]
Graet Graet ha reizhet un toullad traoù all ouzhpenn. --Fulup 8 Meu 2011 da 13:53 (UTC)[respont]

An dra-mañ a gavan alies ha ne blij ket din: #REDIRECT Anv ar bajenn bal. Ne ran forzh gant ar saozneg, met gwelloc'h brezhoneg zo: kinnig a ran anv ar bajenn da dizhout . Gwelloc'h zo marteze. Bianchi-Bihan 23 Gou 2010 da 02:43 (UTC)[respont]

N'am boa ket gwelet an evezhiadenn-se, teurel a rin ur sell evit ober war-dro. A galon --Y-M D (kaozeal) 6 Meu 2011 da 16:46 (UTC)[respont]
Ma vefe ken goustad al labour sevel pennadoù ne vije ket bernioù en ur ober bloaz. Bianchi-Bihan 6 Meu 2011 da 17:18 (UTC)[respont]
Me gav gwelloc'h kenderc'hel da gemer perzh hervez va implij-amzer eget paouez penn-da-benn. Kalz muioc'h a garfen ober, anat, met n'eo ket posubl evit poent ken. Hag un nebeudig traoù a zo gwelloc'h evit tra ebet, nann ? Pep hini a ra ar pezh a c'hell ! --Y-M D (kaozeal) 6 Meu 2011 da 18:16 (UTC)[respont]
...met ne zegouezh ket gant labour ur merour. Bianchi-Bihan 9 Meu 2011 da 15:59 (UTC)[respont]
Graet Graet 'm eus war-dro. A galon --Y-M D (kaozeal) 21 Gwe 2011 da 20:43 (UTC)[respont]

Diskouez an/ar $1 kemm diwezhañ c'hoarvezet e-pad an/ar $2 devezh diwezhañ;$3.

[kemmañ ar vammenn]

a gaver e krec'h pajenn ar c'hemmoù diwezhañ. Kemmañ MediaWiki:Rclinks en ul lemel ar ";" evit klotañ gant "Show last $1 changes in last $2 days<br />$3" a gaver er bajenn-mañ. Gwendal 14 Gou 2011 da 16:00 (UTC)[respont]

Ne gomprenan seurt, ha ne ra forzh. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 17:01 (UTC)[respont]
Klasket em eus reizhañ ha ne cheñch ket ar bajenn kemmoù. Un dra all eo. Ez an da welet pa'm bo un tamm amzer.--Kadwalan 14 Gou 2011 da 17:09 (UTC)[respont]
Bianchi-Bihan: ne c'houlennan ket d'an holl kompren pep tra, d'ur merour ne laran ket.
Kadwalan: seurt cheñchamantoù a c'hell kemer un tammig amzer evit mont en-dro.--Gwendal 14 Gou 2011 da 17:43 (UTC)[respont]
Tu zo da gemm ar bajenn-mañ hag e vo mat d'am soñj.--Gwendal 14 Gou 2011 da 17:59 (UTC)[respont]

Graet Kavet em eus an diskoulm !--Kadwalan 15 Gou 2011 da 13:35 (UTC)[respont]


Degas kemmoù war ar bajenn-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Unan bennak en deus kemmet un anv kozh da lakaat Degas kemmoù war ar bajenn-mañ, hep goulenn ali an impijerien ha labourerien. N'eus ket ezhomm eus ar verb degas amañ, deuet diwar levezon anat ar galleg. Mat e oa leuskel evel ma oa a-raok. Ma fell da unan bennak kemmañ e vije ret ober hervez ar brezhoneg. Neuze: lakaat kemm er pennad. Da c'hortoz kinnigoù all ouzhpenn ma hini (gwelloc'h a vo kavet marteze), hag en anv ar brezhoneg, mar plij, distroomp d'an anv a oa a-raok hag ar buanañ ar gwellañ. Trugarez Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2012 da 17:24 (UTC)[respont]

D Jules Verne‎; 05:13 . . (-96)‎ . . ‎CommonsDelinker (kaozeadenn | degasadennoù)‎ (Lamet kuit eo bet ar restr Jules_Verne_enfant.jpg peogwir e oa bet diverket war Commons gant ~Pyb)

Lizherennoù

[kemmañ ar vammenn]

Pa lennan: Bianchi-Bihan (Kaozeal | degasadennoù) e soñjan: perak "K"aozeal? ha perak "d"egasadennoù? Hag ur ger gwelloc'h eget "degasadenn" a vije brav. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Eos 2012 da 10:40 (UTC)[respont]

dreist un adkas

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h, hervezo-me: un adkas zo bet kroueet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Gen 2014 da 15:25 (UTC)[respont]

Erlerc'hiañ

[kemmañ ar vammenn]

"(Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '{{Patrom:Poull-traezh}} . . .')" zo deuet war wel e pajenn istor Wikipedia:Poull-traezh goude ma 'm eus diverket ur bajenn-arnodiñ.
"Erlerc'hiañ ouzh" eo ar stumm reizh, war a gredan gouzout, Oc'h erlerc'hiañ '{{Patrom:Poull-traezh}} . . .' ouzh ar bajenn, neuze. — Sad Edgar (kaozeal) 17 Mae 2014 da 20:31 (UTC)[respont]

Re wir, sellet ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ#Erlec'hiañ. --Yun (kaozeal) 1 Kzu 2014 da 17:01 (UTC)[respont]
Graet e Translatewiki, da c’hortoz ar c’hentañ gwech ma vo pellgarget an troidigezhioù. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 14:41 (UTC)[respont]

EZ EUS / ZO

[kemmañ ar vammenn]

Ur fazi ez eus bet en ur ziskouez ar rakwel-mañ → Ur fazi zo bet en ur ziskouez ar rakwel-mañ – ne c'hall ket ez eus bezañ goude ar rener.--2A01:CB08:8914:9400:3137:31DB:B073:63EC 13 Eos 2024 da 12:26 (UTC)[respont]

Graet e Translatewiki, da c’hortoz ar c’hentañ gwech ma vo pellgarget an troidigezhioù. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 14:41 (UTC)[respont]

Lakaet eo bet ar meuziad tres amañ → Amañ emañ ar meuziad tres bremañ — amañ eo ar ger pouezusañ, neuze e rank bezañ e penn ar frazenn vrezhonek.--2A01:CB08:8914:9400:3137:31DB:B073:63EC 13 Eos 2024 da 12:26 (UTC)[respont]

Graet e Translatewiki, da c’hortoz ar c’hentañ gwech ma vo pellgarget an troidigezhioù. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 14:41 (UTC)[respont]