Mont d’an endalc’had

Henwig-ar-C'houenon

Eus Wikipedia
Henwig-ar-C'houenon
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallaouek Vioez-Vic
Anv gallek (ofisiel) Vieux-Vy-sur-Couesnon
Bro istorel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Arondisamant Roazhon
Kanton Kanton Sant-Albin-Elvinieg
Kod kumun 35355
Kod post 35490
Maer
Amzer gefridi
Pascal Dewasmes
2014-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Elvinieg
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn Web www.vieux-vy-sur-couesnon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 267 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 20′ 33″ Norzh
1° 29′ 18″ Kornôg
/ 48.3425, -1.48833333
Uhelderioù kreiz-kêr : 65 m
bihanañ 22 m — brasañ 107 m
Gorread 21,56 km²
Lec'hiañ ar gêr
Henwig-ar-C'houenon

Henwig-ar-C'houenon ('Vioez-Vic' e gallaoueg, Vieux-Vy-sur-Couesnon an anv gallek ofisiel) zo ur gumun e Breizh e Kanton Sant-Albin-Elvinieg, e departamant Il-ha-Gwilen.

Ur vourc'h e biz Breizh eo, lec'hiet nepell eus marzhoù ar vro, treuzet gant ar stêr Kouenon hag hec'h adsterioù an Alleron hag ar Mined. Lec'hiet eo Henwig-ar-C'houenon war-hed 33 km eus Roazhon, 23 eus Felger ha 35 eus Menez Mikael ar Mor.

Ar c'humunioù amezek zo (en ur dreiñ a-du gant nadozioù un eurier, adalek an Norzh) : Rovazil, Kelvinieg, Sant-Kristol-Gwalen, Sant-Owen-an-Alloz, Magoerioù-ar-C'houenon, Gwaharzh, ha Sen.

A-fet douarouriezh en em gav ar gumun en domani Nozh-Armorika (kelc'hiad kadomian) ha diwar al lec'hiadur ez eo anvet ar sinklinal lec'hel : Sinklinal Henwig-ar-C'houenon.

Sevel a ra lec'h uhelañ ar gumun da 107 m (el Lannn Pavezet), hag an hini izelañ da 22 m (e pennkêr La Mondrais). Liesdoare eo an torosennadur, etre an uhelgompezennoù er c'hornôg, er reter hag er c'hreisteiz, ha traoñienn ar C'houenon he diribinoù serzh. Rak-se ez eo deuet Henwig da vezañ ul lec'h brudet evit redadegoù marc'h-houarn, gant e gravoù sonn etre ar vourc'h eus un tu, ha Bre (war hent Kelvinieg) pe al Lann Pavezet (war hent Felger) eus un tu all.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dauzat & Rostaing (1963-1978)  : de Veteri Vico, war dro 1330.
  • Jean-Yves Le Moing (1990) : Vetus Vicum, 1040.
  • Erwan Vallerie (1995) : Parrochia Veteris Vici, 1030 ; de Veteri Vico, 1092 ; Vielvy sur Coaynon, 1430 ; Vieulxvy, 1542.

Dont a ra an anv gallek eus al latin Vetus Vicus, "bourc'h kozh". Dindan an anv-se e oa meneget e 1020, 1040 ha 1063, dindan ar stumm parochia Veteris Vici e 1030, ecclesia de Veteri Vico e 1092, Vielvy e 1413, Vielvy-sur-Coaynon e 1430, Viezvy e 1461, Vieuxlvy-sur-Coarznon e 1542, Vieuxvy-sur-Couasnon.

En XXvet kantved e oa bet goveliet an anv Henwig-ar-C'houenon war ar memes patrom ha hini kumun Henvig e Bro-Leon.

  • Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek oadvezh an houarn (VIIIvet kantved-Vvet kantved kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us ar C'houenon hag e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e pennkêr Orañj (da lavaret eo ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.
  • Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us ar C'houenon. Met ned eas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er IXvet kantved ha Xvet kantved. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan en Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel aotrounez Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar barrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a yeas diwezhatoc'h d'un domani roueel em lede etre kêriadenn Gwalen, parrez Sant-Owen, ha glannoù ar C'houenon. Er XVIvet kantved ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, Sant-Owen ha Sant-Kristol.
  • Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi Gwaharzh (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e Touren). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers e adsevel, met dre ma oa berr o feadra ec'h ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh war-dro ar bloavezh 1030 gant an dug Alan III. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar briñsed Eudes hag Alain ha gant eskob Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra » ("Reiñ a ran justis leun war an holl zouaroù-se"), da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "barrez keodedel", an hini gentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig, "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-se e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.
  • Nepell eus marzhoù Breizh emañ lec'hiet Henwig, ha dre se e voe liammet ouzh unan eus abadennoù mantrusañ istor Breizh. D'ar sadorn 26 a viz Gouere 1488 e voe gronnet Henwig gant bagadoù niverus. Birvilh a oa tro-dro d'ar maner gladdalc'hel m'edo Jehan a Chateaubriand, hêr ar re Orañj diwezhañ. E penn gward-adreñv arme Breizh edo Jehan ha gantañ e oa bet roet degemer d'an dug Charlez a Orleañs, d'an aotrou Albret ha da bennoù pouezusañ arme Breizh. Ar soudarded (7 000 Breton, 800 Alaman, 900 Saoz, 1 600 Spagnol ha 2 500 Gwaskon), hag a oa war-nes stourm ouzh arme Frañs, o doa savet o c'hamp etre an hanva roman kozh, difennoù Bourgel, an torgennoù amezek hag ar gompezenn en em zispleg war glannoù an Alleron ; kampoù soudarded a voe staliet e Sautoger, La Ménardais ha la Fontaine d'Abîme. Alese eo loc'het arme Breizh antronoz evit mont d'emgannañ e Sant-Albin-an-Hiliber.
  • E dibenn an XVIIIvet kantved ec'h ae ar milinoù da bourchas ur greanterezh bleunius. Obererezh ar paperaerezh er milinoù-se staliet war ribloù ar C'houenon en deus merket start dremm adeiladourel ar gumun.
  • Mervel a reas 65 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 5,26 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Repuidi republikan eus Brezel Spagn a voe degemeret adalek deroù ar bloavezh 1939 e savadurioù dilezet ar vengleuz ha re an danvez ospis (biskoazh n'eo bet digoret)[3],[4]. Lod anezho a chomas eno betek kreiz ar bloavezhioù 1950. Da c'houde e voe savet er vengleuz ur c'hamp yaouankizoù bodet ennañ bugale gourdrouzet.
Monumant da Y. Laurent
  • Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
  • Er vengleuz e voe heberc'hiet ur strollad rezistanted, enframmet en « FTPF », ma voe Yvonnick Laurent un ezel anezhañ. D'an 8 a viz Gouere 1944 diouzh beure e voe kelc'hiet atant « Roc'h-ar-Mouilc'hi » gant degadoù a Vilisianed deuet a Roazhon ; jahinet ha fuzuilhet e voe ar Rezistanted gante[5].

Kreñv a-walc'h e oa bet ar Rezistañs en Eil Brezel-bed, kaset ma oa gant Louis "Loulou" Pétri, a oa bet o stourm e-ser ar Brigadennoù Etrebroadel a-du gant ar republikaned spagnol. Ret e oa d'ar Rezistañted reiñ goudor kuzh da Rezistanted enket, da zisujidi ouzh an STO (Service du Travail Obligatoire), da bennoù an FTPF (Francs Tireurs et Partisans Français), hag o magañ. En atant La Roche aux Merles e voe staliet strouezheg Pavé goude divac'hadur ar perc'henn evit abegoù yec'hed. Diskuliet e voe ar strouezheg d'an Alamaned, a lakaas tan-gwall en atant kent jahinañ ur strouezhegourbetek ma varvfe d'an 8 a viz Gouere 1944[6] ; ur monumant zo bet savet eno e koun an den-se, Yvonnick Laurent e anv.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Moger kiklopek Orañj (oadvezh an houarn).
  • Iliz katolik Saint-Germain, ar bras anezhi eus an XVIvet kantved, gant lodennoù eus an XIvet kantved. Savet eo bet an ograoù e 1883.
  • Ul laour-vaen greunvaen, meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un nev.
  • A-hed ar C'houenon hag e adster ar Mined en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. En ur heuliañ ar C'houenon (eus ar Su betek an Norzh, well-wazh) e kaver tro-ha-tro milin ar Menec'h (an hini nemetañ a vale greun, n'eus ket anezhañ ken), Milin Orañj, milin ar Pont, ar Milinoù Meur, milin Roudour Meven, milin Bre ha milin Roudour Morin.
  • Milin ar Mined, a zo savet war ar stêr Mined, nebeut a-raok ar wazh-dour-se en em deurel er C'houenon, en argrec'h da Vilin Bre.
  • Kastell ar Milinig, bet savet er XIXvet kantved.
  • Mougev Bre dediet da Itron Varia Gwir-Sikour hag al Labour
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz katolik, luc’hskeudenn [7].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[8].

Labour-douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant gounit boued-chatal ha desevel loened ec'h a ar braz eus gorread gounezadus ar gumun (37 atant war 1 377 hektar). Pradeier ha koadeier zo ivez.

  • Mengleuz plom arc'hantus Bre, a zo bet korvoet el lec'h An Dosenn e anv.

Digoret eo bet e 1879, ha korvoet eo bet da gentañ evit ur spledad plom. Etre 1880 ha 1894 e vo eztennet kailh diaoz (blend pe maen-zink, galen ha pirit). E 1890 e voe krouet « Kevredad mengleuzioù arc'hantus an Dosenn » evit merañ ar goñsedadenn ; divodet e voe e 1894. Er bloavezhioù 1900 e voed krog en-dro da gorvoiñ. An taol-mañ e voe enfredet betek 350 goprad gant ar Gevredad merour, ha da 12 000 tonnenn plom arc'hantus bep bloaz e savas ar c'henderc'had. E 1907 e paouezas adarre an obererezh evit abegoù arc'hantel.

Trede pennad greantel evit al lec'hienn : e 1927, ur gevredad a grogas da gorvoiñ ar spledad, hag a savas ar geoded micherour a weler c'hoazh hiziv an deiz. E 1929 e voe divontet ar greizenn tredan dre aezhenn paour a oa bet savet e 1903 evit liammañ al lec'hienn ouzh ar rouedad tredan hollek. Freuz-stal a eure ar gevredad er bloaz-se, ha paouezet e voe gant ar c'horvoiñ.

Erziwezh, etre 1941 ha 1951, e voe korvoet ar vengleuz evit ar pevare gwech, dindan ren an ac'huber alaman, ha da c'houde gant « Kompagnunez an Dyr ». E 1956 e voe serret da vat, ha ret e voe gortoz betek 2009 evit ma vefe darempredet adarre al lec'hienn, evit an douristed hepken ar wech-mañ.

E-doug an Eil Brezel-bed e talvezas ar vengleuz evit degemer da gentañ repuidi spagnol, da c'houde ur « c'hamp yaouankizoù ». Pa voe digoret en-dro evit bastañ da ezhommoù an Alamaned, a gorvoe an piriteg, e voe renet gant « Kompagnunezh Mengleuzioù Breizh ». Da strouezheg e troas goude.

  • Mengleuz al Lann Pavezet n'eo ket korvoet ken
  • Ur vengleuz greuvaen (Henry Frères hec'h anv) zo korvoet bepred er biz, nepell eus ar vengleuz plom arc'hantus kozh, war hent Roudour Morin.
  • Ur vengleuz grouan (Orbello Granulats Ouest hec'h anv) zo korvoet e pennkêr Sautoger er mervent, sko ouzh harzoù kumunioù Gwaharzh ha Sen

Emdroadur ar boblañs 1962-2012

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
2014 → bremañ Pascal Dewasmes Klañvdiour
2008 4 2014 Joël Hardy Soudard war e leve
1982 2008 Yves Maillard Kiger
1965 1982 Armand Carnet
1944 1965 Pierre Baudoin
1933 1944 Théophile Harlais
1932 1932 Pierre Baudoin
1919 1931 François DAMY
1915 1919 M. Clairay
1891 1915 Louis Jolivet Greantour
1879 1891 Joseph Gauton
1876 1879 Pierre Roussin Oberier paper
1874 1876 Magloire Dorange Perc'henn font
1863 1874 Pierre Roussin Oberier paper
20 Eost 1848 1863 Pierre Lécuyer
16 Ebrel 1841 20 Eost 1848 Pierre Bondiguel
26 Kerzu 1831 16 Ebrel 1841 Joseph Coudray
27 Gwengolo 1830 26 Kerzu 1831 Jacques Louis
15 Genver 1822 27 Gwengolo 1830 Christophe Morin
3 Gwengolo 1815 15 Genver 1822 Pierre Coudray
7 C'hwevrer 1808 3 Gwengolo 1815 Jacques Louis
6 Genver 1793 7 C'hwevrer 1808 Pierre Hubert Surjian
17 Du 1791 6 Genver 1793 Charles Pahier
21 Du 1790 17 Du 1791 Michel Levannier Oberier paper
9 Meurzh 1790 21 Du 1790 Pierre Hubert Surjian
  • Jean Lizé, paperaer ar XVvet kantved.
  • Pierre Hubert, surjian, kentañ maer ar gumun (1790).
  • Zacharie Roussin (1827-1894), kimiour brudet war dachenn al livuzennoù.
  • Yvonnick Laurent (1923-1944), rezistant merzher, fuzuilhet d'an 8 a viz Gouere 1944 d'an oad a 21 bloaz.
  • Jeneral Pierre Vallerie (1903-1988), Kontroller meur an Armeoù, eilmaer Sant-Maloù (1967-1977).

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
De la Belinaye
Aotrounez Oranges, er barrez-se.
En argant e dri arbenn-tourzh en sabel.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BANEAT, Paul. Le département d'Ille-et-Vilaine, Histoire, Archéologie, Monuments. Rennes : J. Larcher, 1929, p. 312-316. * (fr) Vieux-Vy-sur-Couesnon d'hier à aujourd'hui. Association socio-culturelle de Vieux-Vy-sur-Couesnon, sl, 1990.
  • (fr) Le patrimoine des communes d'Ille-et-Vilaine. Paris : Flohic éditions 2000, 2 levrenn, (Le patrimoine des communes de France), p. 1402-1409.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr) Raymond San Geroteo, Les oliviers de l'exil, Cairn 2012 (ISBN 9782350682747)
  4. (fr) Isabelle Le Boulanger, L'exil espagnol en Bretagne – Bretagne et altérité 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pp. 289 ha 360 (ISBN 9782843467967)
  5. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr) Memorial Genweb
  7. (fr) Memorial Genweb
  8. (fr) Memorial Genweb