Gia Long

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gia Long, anvet Nguyễn Phúc Ánh pa oa bet ganet, anvet Nguyễn Ánh alies, a voe impalaer Viêt Nam eus 1802 da 1820.

Ganet eo bet d'an 8 a viz C'hwevrer 1762.

Aet eo da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1820.

Unvaniñ a reas ar pezh a zo ar Viêt Nam a-vremañ e 1802. Ar c'hentañ eus ar rummad-implaerien Nguyễn, diwezhañ rummad-impalaerien Viêt Nam, e voe.

Un niz oa d'an diwezhañ Nguyễn a renas war su Viêt Nam. Rediet e voe Nguyễn Ánh da guzhat e 1777, da bemzek vloaz, pa voe lazhet e familh e-kerzh emsavadeg aduidi Tây Sơn.

E armeoù adkemeras kêr Saigon hag a gollas anezhi en-dro. Mignon e teuas da vezañ gant ur beleg katolik gall Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine. Klask a reas Pigneau degas sikour gouarnamant Frañs da Nguyễn Ánh ne zeuas ket a-ben met tuta ar reas emouestlidi evit dont d'e sikour. Adalek 1789 en doe adkavet Nguyễn Ánh e hêrezh ag e krogas da vont war du an norzh evit trec'hiñ war tu tiegezh Tây Sơn. Mont a reas er fin, war-dro 1802, war du an harzoù gant Sina a oa bet a-raok e-dalc'h an tiegezh Trịnh. Ur wech echu ar brezel en doa adunvanet Viêt Nam goude kantvedoù a vrezelioù gladdalc'hel ha gant ur gorread brasoc'h eget biskoazh eus Sina betek pleg-mor Siam.

Awenet e voe e zoare da ren gant ur gonfusianegezh strizh. Freuzañ a reas ar c'hemmoù bet degaset gant Tây Sơn. Adlakaat a reas en e sav ar sistem konfusian kozh e-keñver deskadurezh ha servij publik.

Staliañ a reas ar gêr-benn e Huế e-lec'h Hanoi. Aet e oa kalz a dud d'ober o annez war du ar su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel ur c'hreñvlec'h hag ur palez er gêr-benn nevez.

Implijout a reas barregezhioù ar C'hallaoued evit gwellaat doreoù emzifenn ar vro. Abalamour d'ar sikour-se e tamasantas da obererezhioù ar visionerien gatolik, pezh na reas ket e warlerc'hidi.

Dindan e renerezh e kadarnaas Viêt Nam e veli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas kuit soudarded Siam diouzh Kambodja a zeus da vezañ ur stad gwarezet gant Viêt Nam.

Prantad kentañ e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1762, e oa Gia Long mab da Nguyễn Phúc Luân ha Nguyen Thi Hoan. Luan oa hêr diskleriet an tiegezh Nguyễn a rene war su ar Vietnam. Koulskoude e tivizas Trương Phúc Loan, ur mandarin a renk uhel, lakaat Khoat da gemm e zibab pa oa war e zalaroù ha lakaat Nguyễn Phúc Thuần, ur breur yaouank da Luan, war an tron e 1765. Toullbac'het e voe Luan. Mervel a reas ar bloaz-se.

Lazhet e voe Nguyễn Phúc Thuần e-kerzh an emsavadeg Tây Sơnrenet gant ar vreudeur Nguyễn Nhạc, Nguyễn Huệ and Nguyễn Lữ e 1877. Nguyễn Ánh voe ezel koshañ an tiegezh ren o chom bev goude trec'h tiegezh Tây Sơn. Kaset e voe tiegezh Nguyễn kuit eus kreiz Viêt Nam war du ar su (Saigon ha delta ar Mekong.

Kavout a reas Nguyễn Ánh repu e Hà Tiên war veg su aodoù Viêt Nam ma kejas gant Pigneau de Behaine, ur belg gall a zeuas da vezañ e guzulier hag a zegasas dezhañ ur sikour a-bouez evit gounit atr galloud.

Pigneau de Behaine, ar beleg gall a dutaas soudarded evit Nguyễn Ánh e-kerzh ar brezel enep tiegezh Tây Sơn.

Tec'hout a rejont o-daou betek enez Pulo Panjang e pleg-mor Siam. Spi oa gant Pigneau gellout gounid gwirioù bras evit an Iliz Katolik e Vietnam o sikour Nguyễn Ánh da vezañ trec'h. Un diazezlec'h e vefe evit emled an Iliz en Azia ar Mervent.

E dibenn 1777 e kuitaas lodenn vrasañ arme tiegezh Tây Sơn Saigon evit mont d'an Norzh da dagañ an Trịnh a rener war an hanter-se eus Vietnam. Distreiñ a reas didrouz Nguyễn Ánh d'ab doaur bras; adkavout a reas e aduidi ha adkemer a reas ar gêr. Ur sikour a-bouez bras en doa bet digant Đỗ Thanh Nhơn en doa aozet un arme evitañ kresket gant goprsoudarded kambodjad ha mor-laeron sinaat . Ar bloaz war-lerc'h e argasas Nhon soudarded tiegezh Tây Sơn diouzh Proviñs Gia Định hag e plantas koll bras war e vorlu.

Profitañ a reas Nguyễn Ánh eus ar saviad evit kas diplomated da Siam evit kinnig un emglev a vignoniezh. Kaset e voe an emglev-se da get e 1779 pa savas kambodjiz enep o rener a-du gant Siam Ang Non hag e kasas Nguyễn Ánh Nhon d'o sikour. Trec'het e voe Ang Non ha lazhet.

Enoret-kaer e voe Nhon pa zistroas da Saigon. Strivañ a reas evit gwellaat stad morlu Nguyễn.

O klask kreñvaat e statud politikel e kemeras Nguyễn Ánh an titl a Nguyễn vương (Roue Nguyễn pe Rener Nguyễn ) e 1780. E 1781 e kasas muioc'h a soudarded da sikour ar renad kambodjad enep bro Siam a felle dezhi kontrollañ en-dro Kambodja. Ur pennad goude se e lakaas lazhañ Nhon. Daoust d'an abegoù bezañ amsklaer e soñjer e oa abalamour d'ar vrud vat a oa gant Nhon hag a rae skeud dezhañ. Laouen e voe tu Tây Sơn o klevout ar c'heloù. En em sevel a reas aduidi Nhon. Gwanaat e voe arme Nguyễn abalamour da se. Un nebeud mizioù war-lerc'h e oa armeoù Tây Sơn e Saigon a-nevez. Dleout a reas Nguyễn Ánh tec'hout da Ha Tien ha goude da enez Phú Quốc. Kendelc'her a reas darn eus e soudarded da stourm koulskoude.

Cheñch a reas an traoù e miz Here 1782 pa zeuas a-benn soudarded renet gant Nguyễn Phúc Mân, breur yaouank Nguyễn Ánh ha Châu Văn Tiếp da argas soudarded Tây Sơn diouzh Saigon. Distreiñ a reas Nguyễn Ánh gant Pigneau. Arvarus oa ar saviad. Tagañ a reas tu Tây Sơn. Trec'het groñs e voe tu Nguyễn e penn kentañ 1783. Lazhet e voe Nguyễn Phúc Mân e-kerzh an emgann. Tec'hout a reas Nguyễn Ánh da Phú Quốc ur wech ouzhpenn. Kavet e voe e guzhiadell met dont a reas a-benn da dec'hout dirak listri tu Tây Sơn betek enez Koh Rong e bae Kompong Som. Kavet e voe eno c'hoazh met dont a reas a -benn da dec'hout d'un enezenn all a-drugarez d'un tifon.

Goulenn a reas sikour Nguyễn Ánh Siamiz e penn kentañ 1784. Ne zeuas ket a 20 000 soudard ouzhpenn da wanaat dalc'h tu Tây Sơn war ar galloud. Rediet e voe Nguyễn Ánh da c'houlenn repu e Siam e 1785. Gwashaet e voe an traoù dre ma tage tu Tây Sơn ar parkadoù riz ar su ingal evit distruj pourvezioù tu Nguyễn. Dont a reas Nguyễn Ánh da soñjal e tegasfe sikour Siamiz enebiezh e-touez Viêtnamiz.

Pigneau ha sikour ar C'hallaoued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskaret gant e saviad e c'houlennas Nguyễn Ánh digant Pigneau klask sikour digant ar C'hallaoued. Reiñ a reas aotre dezhañ kas e vab Nguyễn Phúc Cảnh gantañ evel sin a volontez vat.

Poltred Priñs Cảnh, mab henañ Gia Long, e Frañs, 1787.

A-raok en doa soñjet Nguyễn Ánh goulenn sikour digant ar Saozon, Spagnoliz, Nederlandiz ha Portugaliz. Pigneau a zialias anezhañ da c'houlenn sikour digant Nederlandiz Batavia, e raktres kentañ, gant oan digeriñ dor Viêt Nam d'ar brotestanted ha krouiñ diaesterioù da emled ar gatoligiezh. Kuitaat areas Pigneau Viêt Nam e miz Kerzu. Erruout a reas e Puducherry e Bro-Indez e miz C'hwevrer 1785, siell roueel Nguyễn Ánh gantañ. Aotre en doa da reiñ gwrioù zo d'ar C'hallaoued en eskemm eus ur sikour luel. Melestradur Frañs e Puducherry, renet gant ar gouarnour Coutenceau des Algrains a oa mirour ha krenn enep emellout e Su Viêt Nam. Evit luziañ a traoù e voe diskuliet Pigneau d'ar Vatikan gant frañsiskaned spagnol. Klask a reas fiziout z garg politikel e Portugaliz o doa kinniget abretoc'h 56 lestr da Nguyễn Ánh evit stourm ouzh re Tây Sơn.

E miz Gouere 1786 goude bezañ bet en aner o klask un emglev e-pad ouzhpenn 12 miz e voe aotreet Pigneau gant ar gouarnour de Cossigny da vont da c'houlenn sikour digant lez roue Frañs war eeun.

Pa erruas Pigneau e lez Loeiz XVI e Versailhez e voe diaes dezhañ bodañ arc'hant evit kas soudarded da sikour Nguyễn Ánh abalamour da stad mantrus Frañs e-keñver arc'hant a-raok an Dispac'h. Harp a gavas a-berzh Pierre Poivre a oa bet o klask skoulmañ darempredoù a genwerzh e Viêt Nam. Displegañ a rae Pigneau e rofe Nguyễn Ánh kreñvlec'hioù da Frañs war aodoù Viêt Nam ma vefe degaset sikour dezhañ. Gellout a rafe Frañs bezañ mestr war "morioù Sina hag an enezeg" neuze.

E miz Du 1887 e voe sinet un emglev etre Frañs ha Kochinsina (an anv a veze roet da Viêt Nam d'ar c'houlz-se). Prometiñ a reas Frañs peder fregadenn, 1650 soudard gall gant o fourvezioù ha 250 soudard indian sepoy en eskemm eus Pulo Condore ha Tourane (Da Nang) ha gwir-miret war kenwerzh ar c'hoad. Ne voe ger ebet en emglev a-zivout frankiz roet d'ar visionerien d'ober o labour. Koulskoude ne fellas ket da c'houarnour Puducherry,Thomas Conway reiñ ar sikour divizet. Uzhioù en doa bet eus Pariz evit divizout pegoulz reiñ ar sikour ma vefe da vezañ roet... Rediet e voe Pigneau da implijout an arc'hant bet dastumet gantañ evit goprañ soudarded c'hall. Gellout a reas prenañ meur a lestrad armoù ha pourvezioù-brezel e Mauritius ha Puducherry ivez.

E-keit-se e oa chomet Nguyễn Ánh e Siam gant un toullad soudarded betek Eost 1787. Kemer a reas perzh e soudarded e brezel Siam enep Bodawpaya aVirmania.

Seblantout a reas da diegezh Tây Sơn e oa kreñv a-walc'h o dalc'h war Su Viêt Nam evit gellout mont war du an Norzh hag unaniñ ar vro. Met o lemel o soudarded diouzh Gia Định e wanajont o dalc'h war ar Su. Ouzhpenn e tleas rener Gia Định, Dang Van Tran, kas soudarded Tây Sơn da sikour Nguyễn Nhạc a oa taget e-kichen Qui Nhơn gant e vreur Nguyễn Huệ. O welout kement-se e prientas Nguyễn Ánh un argadenn. Kuitaat a reas Siam dre guzh evit mont war du su Viêt Nam. Ne zeuas ket a-benn da adkemer Gia Dinh met kemer a reas Mỹ Tho a lakaas da ziaezezlec'h. Adsevel a reas e arme. Goude un emgann taer e adkemeras Saigon d'ar 7 a viz Gwengolo 1788. Erruout a reas Pigneau e Saigon d'ar 24 a viz Gouere 1789 o tont eus Puducherry gant pevar lestr. Gant ar sikour-se e voe kadarnaet dalc'h Nguyễn Ánh war su Viêt Nam. Dael a zo a-zivout ar perzh kemeret gant ar sikour estren e berzh Gia Long. Meneget e voe d'ur mare 400 gall met labourioù nevesoc'h a veneg nebeutoc'h eget 100 soudard hag un dousennad ofiserien.

Nguyễn Ánh o kadarnaat e zalc'h war su Viêt Nam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sikouret e voe armeoù Nguyễn Ánh da embreger gant an ofisourien c'hall bet tutaet gant Pigneau. Degas a rejont barregezhioù teknologel kornôgat. Jean-Marie Dayot a embregas ar morlu. Goursellout a reas ouzh savidigezh listri gant plakennoù arem. Olivier de Puymanel a voe e karg eus an droadeien hag eus ar sevel mogerioù difenn. Kelenn a reas da armeoù Nguyễn Ánh eur a zoare da sevel ha da implijout kanolioù giz Europa ha taktikoù europat. Pigneau ha misionerien all a reas kenwerzh evit Nguyễn Ánh, o prenañ armoù ha pourvezioù brezel all evitañ. E alier e voe Pigneau betek e varv e 1799 ha ministr an aferioù diavaez de facto. Pa voe beziet Pigneau dirak ar priñs-hêr, holl vandarined al lez, 12000 gward Gia Long ha 40000 a dud e lavaras Gia Long e voe Pigneau "an estren illurañ o vezañ bet biskoazh e lez Kochinsina".

Kreñvlec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plan gwikadell Saigon a-raok 1835.

Ur wech bet kemeret Saigon gantañ e kreñvaas Nguyễn Ánh diazez e c'halloud hag e prientas distruj re Tây Son. Ingal e tage e enebourien su Viêt Nam evit laerezh an eostadoù riz. C'hoant groñs en doa Nguyễn Ánh da greñvaat e zifennoù. An dra gentañ a reas a voe goulenn digant ar C'hallaoued sevel ur wikadell mod Europa e Saigon. Treset e voe tres ar wikadell gant Théodore Lebrun ha de Puymanel. 30 000 a dud a labouras evit he sevel e 1790. Lakaet e voe tailhoù pounner war annezidi ar gêr hag o mandarined evit paeañ al labourioù. Ket start e voe al;labour ken e voe un emsavadeg e-touez ar vicherourien. Pa voe echu ar wikadell he doa 4,176 metr a dro. Savet e oa bet an difennoù e doare Vauban. Douvezioù a oa war tri c'hostez. Morse ne glaskas re Tây Sơn tagañ kêr Saigon ur wech bet savet ar wikadell. Reiñ a reas da Nguyễn Ánhde ul lañs psikologel a-feson war e enebourien. Diskouez a reas Nguyễn Ánh bezañ dedennet-tre gant ar sevel difennoù ha goulenn a reas digant e alierien c'hall mont d'o bro evit degas al levrioù diwezhañ war an danvez.

Adaozañ al labour douar ha kresk armerzhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech gwarezet su Viêt Nam e troas Nguyễn Ánh war du ar c'hemmoù da zegas el labour douar. Berr e veze ar c'hementadoù riz abalamour da dagadennoù re Tây Sơn dra ar stêrioù. Daoust d'an douar bezañ mat-kenañ e produe nebeud. Deuet oa Vietnamiz d'ober o annez eno abaoe nebeut amzer nemetken. Ouzhpenn e oa bet direnket da vat al labour-douar gant ar brezel dizehan gant tud Tây Sơn. Diazezet e voe adaozadur Nguyễn Ánh war astenn d'ar su un doare hengounel da ledanaat an douaroù labouret, an đồn điền a c'hell bezañ "koumanantoù fiziet e soudarded" abalamour d'ar pouezh roet da soudarded en doare-se da drevadenniñ. Implijet e voe e-kerzh ren Lê Thánh Tông er XVvet kantved da gentañ pa oa Viêt Nam oc'h astenn war-du ar su. Reiñ a rae ar galloud kreiz binvioù labour, greun evit hadañ ha debriñ da vagadoù soudarded. Urzh a veze roet dezho difenn an dachenn fiziet enno, he difraostañ hag he labourat. Ul lodenn eus an eostad a dalvezez da daos. A-raok e oa ezhomm eus soudarded peogwir e oa bet kemeret an douar digant an annezidi kent. Dindan ren Nguyễn Ánh ne oa ket ezhomm eus nerzh an arme peurliesañ met talvezout a rae an doare diazez : fiziet e voe douaroù difraost e trevadennerien, roet e voe dezho binvioù, loened labour ha greun. Goude un toullad bloavezhioù e voent rediet da baeañ taosoù war ar greun. A-drugarez d'ar programm-se e tigreskas gorread an douaroù difraost da vat. Gellout a reas ar stad lakaat taosoù war an eostadoù fonnus.


War-dro 1800 kresk produusted al labour-douar a roas tro da Nguyễn Ánh da zerc'hel un arme a ouzhpenn 30000 soudard hag ur morlu a ouzhpenn 1200 lestr. Ar pezh a oa ouzhpenn e solieroù ar stad a voe gwerzhet da varc'hadourien europeat pe aziat evit gellout prenañ danvez krai evit palioù brezelel evel houarn, arem ha soufr pe armoù. Gellout a reas Nguyễn Ánh gwellaat stad e sujidi a-drugarez d'ar boued produet ouzhpenn ha kreskiñ o fealded en e geñver. Miret e veze greun ar stad e grignolioù bet savet a-hed an hent a gase d'an norzh a-feur ma z ae arme Nguyễn el lodenn eus ar vro dalc'het gant Tây Sơn. Evel-se e c'helle ar soudarded bezañ maget gant boued deuet eus ar su hep kaout da vevañ diwar ar vro a oant o klask gounid. Ur wech gounezet rannoù eus ar vro e veze skañvaet an taosoù ha kemer a rae Nguyễn en e velestradurezh mandarined Tây Sơn en em zaskore gant an hevelep gopr.


Sevel bagoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jean-Baptiste Chaigneau, an ofiser a vor gall a voe e servij an Impalaer Gia Long.

Nguyễn Ánh a implijas e ziazelec'h nevez evit gwellaat e vorlu a oa bihanoc'h ha gwanoc'h eget hini Tây Sơn ha divarrek da stourm ouzh o zagedennoù evit laerezh riz. Da gentañ en doa klasket Nguyễn Ánh kaout listri modern e 1781 war ali Pigneau. Feurmet en doa listri portugalat gant o skipailh hag o c'hanolioù. Ur c'hwitadenn e voe. Evit n'ouzer ket peseurt abeg e tec'has daou lestr e-kreiz un emgann hag e voe lazhet skipailh an trede gaat soudarded vietnamat aet e fulor.

E 1789 e tistroas Pigneau da Viêt Nam diouzh Puducherry gant daou lestr a voe implijet gant Nguyễn e-pad pell. Tamm-ha-tamm e voe kemeret plas ar vartoloded gall pe indian gant vietnamiz dindan urzhioù ofiserien c'hall. Al listri-mañ a voe diazez ur verdeadurezh kenwerzh ha brezel hag a greskas buan. Feurmiñ ha prenañ a rae Nguyễn Ánh listri europat evit kreñvaat e vorlu a listri savet e Viêt Nam. Koulskoude e chomas brasañ lodenn ar morlu graet gant galeoù doare Viêt Nam. E 1794 e kemeras perzh daou lestr european gant 200 bag vietnamat en un emgann enep re Tây Sơn e-kichen Qui Nhơn. Hervez ur marc'hadour breizhveuriat anvet Berry e kuitaas ur strollad-listri Saigon e 1799 gant 100 gale, 40 jonkenn, 200 lestr bihanoc'h ha 300 lestr-karg ha heuliet gant tri lestr europat. E 1801 e voe deskrivet ur rann morlu enni nav lestr europat gant 60 kanol, pemp lestr vietnamat gant 50 kanol, 40 gant 16 kanol , 100 jonkenn; 119 gale ha 365 bag bihanoc'h.

An darn vrasañ eus al listri doare Europa a voe savet er chanterioù krouet gant Nguyễn Ánh e Saigon. Kemer a reas perzh er prgramm sevel bagoù ez personel , oc'h evezhiañ al labourioù e-unan hag o tremen eurvezhioù er chanter. E 1792, e voed o sevel pemzek fourgadenn o veskañ teknikoù Sina a re Europa. Armet e voent gant 14 kanol pep hini. Dispennet o doa kilvizien vietnamat ul lestr europat kozh evit deskiñ an doare europat da sevel bagoù dre adsevel anezhañ. Gellet o doa goude sevel bagoù heñvel ouzh re Europa. Nguyễn Ánh e-nan a studias teknikoù ar sevel bagoù. Deskiñ a reas teoriennoù ar verdeadurezh e levrioù gallek bet troet evitañ gant Pigneau, Holloueziadur Denis Diderot ha Jean le Rond d'Alembert peurgetket. Meulet e veze chanterioù sevel bagoù Saigon gant ar veajourien europat.

Daoust dezhañ bezañ e dalc'h an ofiserien c'hall e-keñver teknologiezh-brezel, ne degemeras Nguyễn Ánh en e gelc'h tostañ nemet ofiserien vietnamat. Tamall a rae ar C'hallaoued dezhañ chom hep goulenn o ali taktikel. Hervez Chaigneau e voute europeiz Nguyễn Ánh dizehan da dagañ taer staliadurioù Tây Sơn. Nac'h a reas. Gwelloc'h oa dezhañ mont goustadik, kadarnaat ar pezh en doa gounezet, kreñvaat e diazezoù ekonomikel ha brezelel a-raok tagañ c'hoazh. Tamm-ha-tamm e tigreskas Nguyễn Ánh perzh ar C'hallaoued war an dachenn emgann. E 1792 e voe renet ar morlu gant Dayot en emgann war vor Thị Nại met e 1801 ur argadenn e memes takad a voe renet gant Võ Di Nguy ha Lê Văn Duyệt eus rummad ar Nguyen Van Truong, Chaigneau, Vannier, ha de Forsans o sikour nemetken. Tagadenn Qui Nhon e 1793 a voe kaset gant skoazell ar "Soudarded Kornôgat" hervez istorourien an impalaer. Ar memes re a lavar e voe renet an argadennoù en hevelep takad gant jeneraled vietnamat e 1801 pa voe karget Chaigneau ha Vannier da aozañ ar pourvezadur.

Unvaniñ Viêt Nam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Tennataerien" vietnamat eus tierniezh Nguyễn.

E 1792, an hini pouezusañ eus ar vreudeur Tây Sơn, Nguyễn Huệ Quang Trung, a varvas trumm. Kemeret en doa an titl a implaer Viêt Nam goude bezañ skarzhet tierniezh ha Sinaiz diouzh norzh Viêt Nam. Profitañ a reas Nguyễn Ánh eus an degouezh evit kas e armeoù war du an norzh. An darn vrasañ eus ar soudarded c'hall o doa kuitaaet ar vro d'ar mare-se. Hervez priziadurioù zo ne voe morse muioc'h eget 80 anezho. C'hoarvezout a reas an darn vrasañ eus an emgannoù en-dro da gêrioù tost d'ar mor evel Nha Trang e kreiz Viêt Nam pe Qui Nhơn pelloc'h er su e proviñs Bình Định, lec'h orin ha kreñvlec'h an Tây Sơn.

Kregiñ a reas Nguyễn Ánh da implijout e vorlu kresket ha nevesaet evit tagañ aodoù douaroù Tây Sơn. Kuitaat a rae bep bloaz e vorlu Saigon evit mont war du an norzh bountet gant avelioù su e miz Mezheven hag e miz Gouere. Argadennoù soudarded war droad a skoazelle re ar morlu. Distreiñ a rae ar morlu pa echue ar moñson, kaset gant avel norzh. Al listri bras europat a roe da vorlu Nguyễn antu kreñv peogwir e tenne o c'hanolioù pelloc'h eget a re staliet gant Tây Sơn war an aod. Sikouret gant galeoù hengounel ha gant skipailhoù brudet evit o c'henurzh, o barregezh hag o c'halonegezh, listri giz Europa morlu Nguyễn a gasas d'ar strad kantadoù a listri eus tu Tây Sơn e 1792 ha 1793.

E 1794 goude argadenn a reas berzh e rannvro Nha Trang e roas Nguyễn Ánh urzh da de Puymanel da sevel ur wikadell e-kichen kêr Duyen Khanh e-lec'h distreiñ d'ar su evel da gustum. Staliet e voe ur warnizon eno dindan urzhioù mab henañ ha hêr Nguyễn Ánh, Nguyễn Phúc Cảnh, skoazellet Pigneau ha de Puymanel. Re Tây Sơn a lakaas seziz war Duyen Khanh e miz Mae 1794. Barrek e voe soudarded Nguyen da derriñ ar gronn. A-boan echu ar seziz ec'h erruas sikour eus Saigon hag e adkrogas argadennoù enep re Tây Sơn. Ar wech kentañ e oa da re Nguyễn bzañ gouest da vrezeliñ e kreizik-kreiz douaroù re Tây Sơn heartland e-pad ur c'houlz amzer kontrol. C'hwitadenn seziz ar wikadell he doe ul levezon vras war ar speredoù o tiskouez barregezh re Nguyễn da zont war douaroù Tây Sơn da forzh peseurt prantad eus ar bloaz. Kregiñ a reas neuze re Nguyễn da aloubiñ tamm-ha-tamm domani an Tây Sơn.

Emgannoù start avoe en-dro da greñvlec'h Qui Nhon betek ma voe kemeret e 1799 gant soudarded Nguyen Canh. Kollet e voe ar gêr buan ha ne voe adkemeret nemet e 1801 a-drugarez da nerzh kanoliañ ar morlu nevesaet a sikouras an argadoù dre zouar. Ur wech kollet ganto o c'hreñvlec'h Qui Nhơn e kilas buan an Tây Sơn renet gant Quang Toan, mab Quang Trung. E miz Mezheven e kouezhas kêr Huế, bet kêrbenn re ha Nguyễn Ánh a gemeras an titl a impalaer, dindan an anv a Gia Long a zeue eus Gia Định (Saigon) haThăng Long (Hanoi) evit aroueziañ unvanidigezh su ha norzh Viêt Nam. Aloubiñ a reas buan norzh Viêt Nam neuze. Kouezhañ a reas Hanoi d'an 22 a viz Gouere 1802. Goude emgannoù dizehan e-pad ur c'hard-kantved e voe unvanet ar pezh a zo ar Viêt Nam a-vremañ gant Gia Long a savas e diegezh d'ul live galloud ne oa bet tizhet gant tierniezh Vietnamat ebet a-raok. Morse ne oa bet ket ledan an dachenn dalc'het gant Viêt Nam. Bez e voe Gia Long ar rener vietnamat kentañ o kaout beli war douaroù o vont eus Bro-Sina en norzh betek pleg-mor Siam ha ledenez Cà Mau er su.

Goulenn a reas neuze Gia Long digant tierniezh Qing Bro Sina e anavezout ez-ofisiel evel impalaer. Buan e voe graet. Peogwir n'he doa ket Frañs sevenaet an emglev sinet gant Pigneau ne voe ket rediet Viêt Nam da reiñ an douaroù hag ar gwirioù kenwerzh bet prometet.


Doare Gia Long da ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ren Gia Long a vez gwelet evel awenet gant ur gonfusianegezh strizh. Ur wech bet trec'h war an Tây Sơn e nullas an adreizhadurioù o doa degaset hag e tegasas en-dro an doare konfusianel klasel da skoliata ha da aozañ ar melestradur.

Kas a reas ar gêr-benn eus Hanoi en norzh da Huế e kreiz ar vro evit delc'her kont eus fiñvadeg an dud davit ar su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel kreñvlec'hioù hag ur palez er gêr-benn nevez. O tennañ e vad eus barregezhioù ar C'hallaoued e nevesaas doareoù difenn ar vro.

Evit trugarekaat e vignoned c'hall e tamasantas da lezel ar visionerien gatolik da seveniñ o c'harg. Kalz strishoc'h e voe e warlerc'hidi war an dachenn-se.

E-kerzh e renadur e kreñvaas Viêt Nam e veli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas Siam kuit diouzh Kambodja. Tremen a reas Bro-Siam dindan gwarez Viêt Nam. Chom a reas Viêt Nam kentoc'h serret ouzh ar broioù europat.

Framm ar melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lê Văn Duyệt, bet padusañ ha diwezhañ gwarezer soudardel peder froviñs Kochinsina

E-pad ar prantadoù brezel en doa savet Nguyễn Ánh un egin a velestradur evit diskouez d'ar bobl e oa barrek da ren. Abalamour d'an emgannoù dizehan e oa pouezusañ izili e kuzul tostañ ofiserien peurvuiañ. An ezhomm da gaout harp an arme a voe santet a-hen e renadur. Rannet e voe Viêt Nam e teir rannvro melestradurel.

Douaroù kozh familh Nguyễn a yae d'ober lodenn kreiz an impalaeriezh (vùng Kinh Kỳ) gant nav proviñs. Pemp anezho a veze renet war eeun eus Huế gant Gia Long hag e vandarined.

E melestradur kreiz Huế e kaved c'hwec'h ministrerezh : hini an aferioù publik, hini an arc'hant, hini al lidoù, hini ar brezel,hini ar justis hag hini ar savadurioù foran. Ur ministr a oa e penn pe hini. Daou eil ministr ha daou pe dri kuzulier a sikoure pep ministr. Un 70 den bennak a laboure e pep ministrerezh e meur a rann. Bodañ a rae ar C'huzul Meur pennoù ar ministrerezhioù.

E penn pep rann eus an impalaeriezh e kaved ur gouarnour meur, sikouret gant un teñzorer meur hag ur rener evit Servij ar Justis. Meur a broviñs a veze e pep rannvro. Renket e veze ar proviñsoù e trấn ha dinh. Rannet e veze ar proviñsoù e pastelloù-bro (phủ, huyện ha châu).

An danvezioù a-bouez a veze gwelet gant ar C'huzul Meur dirak Gia Long. Kinnig a rae an dud e karg o danevelloù evit kendaelañ ha kemer divizoù. Dibabet e veze ar gargidi a rae war-dro ar C'huzul Meur e-touez mandarined uhelañ ar c'hwec'h ministrerezh.

Evezhiek e voe Gia Long en e zoare da ren war rannoù norzh ha su ar vro. Ne felle ket dezhañ e vefent tregaset gant ur c'hreizennadur re brim goude kantvedoù a zisrann er vro. Trizek proviñs a yae d'ober an Tonkin gant sez e warezer soudardel impalaerel (quan tổng trấn) e Hanoi. E Delta ar Stêr Ruz e chomas kargidi gozh an tierniezh Le e karg. Er su e oa Saigon kêr-benn peder proviñs Kochinsina hag annez ar gwarezer soudardel. Gwikadell pep kêr-benn a vere he fastell-bro difenn. gant ar sistem-se e c'hellas Gia Long trugarekaat ar re bouezusañ e-touez a re o doa sikouret anezhañ gant kargoù uhel-kenañ o reiñ dezho un emrenerezh tost klok war dachennoù boas ar melestradur hag ar justis. Padout a reas ar sistem betek 1831-32 pa greizennas Minh Mạng, mab Gia Long, melestradur ar vro.

Ne vez ket gwelet evel evel un nevezer war dachenn ar melestradur. O klask adlakaat urzh goude kantvedoù a vrezel diabarzh e kavas gwelloc'h chom feal d' an doareoù hengounel da verañ ar stad.

Politikerezh soudardel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved e voe impalaeriezh Kambodja war an diskar pa zeue Vietnamiz d'en em staliañ e delta ar Mekong a oa betek-hen douaroù Khmer. Bet oa bet aloubet Kambodja gant Viêt Nam ha Siam ingal. Diaes oa he stad. Mont a rae eus un tu d'egile hervez lusk ar vuhez politikel en div vro vrasoc'h.

E 1796 ez eas Ang Eng, roue a-du Siam, da Anaon o lezel an tron da Ang Chan a oa bet ganet e 1791. Pa unanas Gia Long Viêt Nam, e voe galloudekaet Eng gant Siam evit stourm ouzh beli Viêt Nam. Met, e 1803 , ez eas kannaded a gKambodja da baeañ truaj da Viêt Namm gant ar pal sioulaat Gia Long. Dont a reas da vezañ ur boaz bloaziek. E 1807 e c'houlennas Ang Chan bezañ anavezet ez-ofisiel evel gwaz da Gia Long.Evel respont e kasas Gia Long ur c'hannad gant levr ar ar galloudekadurioù hag ur siell en arc'hant alaouret. E 1812e nac'has Ang Chan goulenn e vreur Ang Snguon da rannañ ar galloud gantañ. Un emsavadeg a zeuas da-heul. Kas a reas Siam soudarded evit skoazellañ ar priñs disuj gant ar spi reiñ an tron dezhañ ha diskar levezon Gia Long war gKambodja. E 1813 e kasas Gia Long un arme a redias Siamiz hag Ang Snguon da guitaat Kambodja. An disoc'h a voe staliadur hollbadus ur gwarnizon vietnamat e gwikadell Phnom Penh, kêr-benn Kambodja. Ne glaskas morse Siam adkavout beli war gKambodja e-pad ren Gia Long's rule.

Morse ne lakaas Napoleon e pleustr e bal da implijout Viêt Nam evel diazezlec'h evit stourm ouzh galloud ar Saozon war Bro-Indez. Dalc'het e voe gant e raktresoù brezelel divent en Europa. Koulskoude e chomas Frañs ar vro europat nemeti o kaout kannaded e Viêt Nam a-hed ren Gia Long.

Darempredoù kenwerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwitadenn raktres emglev Pigneau gant Frañs a roas tro da Gia Long da virout e vro serr ouzh ar c'henwerzh kornogat. Peurliesañ ne blije ket da Gia Long an darempredoù a genwerzh gant Europiz. Klask a rae evit mirout darempredoù mat gant holl vroioù Europa chom hep reiñ dreistwirioù da hini ebet.

E 1804 e klaskas kannaded a Vreizh-veur gounit dreistwirioù kenwerzhel digant Viêt Nam. Ne voe taol-esa all ebet betek 1822, ken tapet oa Europiz gant brezelioù Napoleon.

Prenet en dao Gia Long armoù digant embregerezhioù Breizhveuriat e Chennai (bet anvet Madras agwechall) ha Kolkata war dle, o lakaat Kompagnunezh India ar Reter Breizh-veur da gas an diplomat John Roberts da Huế. Koulskoude e voe nac'het profoù Roberts ha ne grogas kenvreutaerezh ebet a-zivout emglevioù kenwerzhel. Goulenn a reas neuze ar Rouantelezh Unanet kaout eviti nemetken ar gwir da genwerzhañ gant Viêt Nam ha perc'hentiezh enezenn Cham e-kichen Hội An 'pe Fai-Fo). Nac'het e voe evel ma voe nac'het war lerc'h goulennoù a-berzh Nederlandiz. Ar c'hwitadennoù-se a voe gwelet evel frouezh levezon ar vandarined C'hall.

E 1817 e kasas Kentañ ministr Frañs, Armand-Emmanuel du Plessis a lestr Cybele,ur fourgadenn gant 52 ganol da dTourane (bremañ Da Nang) evit "diskouez mignoniezh Frañs hag hegarated roue Frañs e-keñver Gia Long.ne voe ket degemeet kabiten arl lestr war an digarez ofisiel ne oa gantañ lizher ebet a-berzh roue Frañs.


Mirout a reas Gia Long pevar ofiser gall en e servij goude bezañ bet kurunennet : Philippe Vannier, Jean-Baptiste Chaigneau, de Forsans hag an doktor Despiau. An holl a zeuas da vezañ mandarined a renk uhel ha graet e veze brav dezho. Roet e voe dezho 50 gward pep hini, annezioù tonius ha n'o doa ket da stouiñ dirak an impalaer.

Ar c'hinnigoù graet da Napoleon gant kargidi gall e Puducherry da adskoulmañ darempredoù diplomatek gant Viêt Nam a chomas difrouezh abalamour d'ar brezelioù en Europa. Koulskoude, goude e teuas a-benn marc'hadourien a Vourdel da gregiñ da genwerzhañ a-drugarez da strivoù an Dug a Richelieu.

Politikerezh diabarzh ha labourioù bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jean-Marie Dayot (a-gleiz) en doe ur roll pouezus e embregerezh merdeadurezh Gia Long.

War ziviz Gia Long n'hellas ket ken priñsed, noblañsoù ha kargidi a renk uhel bezañ perc'henn war tachennoù divent. Diskar a reas ur boaz kozh a 800vloaz da c'hoprañ kargidi ha digoll pe argouraouiñ noblañsoù o reiñ dezho ul lodenn eus an tailhoù paeet gant ur gêriadenn pe ur bodad kêriadennoù.

Kempennet e voe an hentoù bras a oa (zevel a hini a yae eus Saigon da Lạng Sơn ha savete voe reoù nevez. Aozet e voe ur servij post a drugarez d'an hentoù-se ha savet e voe mirlec'hioù publik evit stourm ouzh an naonegezh pa veze prantadoù sec'hor.

Adaozañ a reas Gia Long ar moneiz ha kas a reas war raok ur politikerezh war du ul labour douar renet muioc'h gant ar stad. Muioc'h a lañs a voe koulskoude gant kresk niver an dud eget gant kresk ar gorreadoù gouestlet d'al labour douar. Ne voe ket graet kalz tra evit gwellaat en doareoù da labourat an douar ha kresk ar produadur a oa liammet ouzh kresk ar gorreadoù douar labouret dreist-holl.

Daoust d'ar brezel diabarzh bezañ echu, e tivizas Gia Long sevel gwikadelloù nevez ouzhpenn an div a oa bet savet gant sikour an ofiserien c'hall. Kendrec'het oa Gia Long eus o zalvoudegezh. E-pad e 18 vloavezh a renadur e voe savet 11 gwikadell dre ar vro.

Savet e voe an darn vrasañ hervez doare Vauban, pempkognek pe c'hwec'hkognek. Un nebeud, hini Huế en o zouez, a voe savet e doare hengounel Bro-Sina, pevarc'hornek. Gwiadlloù a voe savet e Vinh, Thanh Hóa, Bắc Ninh, Hà Tĩnh, Thái Nguyên and Hải Dương in the north, Huế, Quảng Ngãi, Khánh Hòa and Bình Định e kreiz ar vro hag e Vĩnh Long e delta ar Mekong. Ar brasañ eus al labourioù a voe graet e prantad kentañ e renadur ne voe nemet ur wikadell o vezañ savet e-kerzh ar c'hwec'h bloavezh diwezhañ. Kuitaet o doa De Puymanel ha Lebrun Viêt Nam a-raok dibenn ar brezel. Raktreset e voe ar c'hreñvlec'hioù gant ijinourien vietnamat eta. Eveshaet e voe al labourioù ganto ivez. Krouet e voe ur garg a Ofisour Eveshaer Gwikadell, kiriek eus al labourioù, dindan Ministr ar Brezel. Diskouez ar ra pegen pouezus e kave Gia Long ar c'hreñvlec'hioù.

Meur a damall a savas a-zivout al labourioù-se. Lakaet e veze an dud da labourat noz-deiz didan an amzer ha dilezet e veze an douaroù. Alies e savas klemm a enep breinadur ar vandarined ha ha pouez gwaskus an tailhoù. Goude e gurunidigezh e krennas Gai Long e verdeadurezh da vat. War dro ar bloavezhioù 1810 ne oa ken nemet daou lestr doare Europa war vor. Abeg pennañ an digresk-se a oa an diouer a arc'hant abalamour da bouez al labourioù bras evit ar c'hreñvlec'hioù hag an treuzdougen (hentoù, kaolioù ha stankelloù). Koulskoude, e 1819 e loc'has ur prantad nevez a sevel bagoù , Gia Long oc'h eveshaat e-unan ar chanterioù.

Evit stummañ ha tuta kargidi ar stad e adsavas Gia Long an arnodennoù a lez konfusian a oa bet diskaret gant a Tây Sơn. E 1803 e krouas an Akademiezh Impalaerel (Quốc Tử Giám) e Huế. He fal oa stummañ mibien ar vandarined ha studierien dellezek war al lennegezh konfusian klasel. E 1804 e voe embannet gourc'hemennoù evit staliañ skolioù heñvel er proviñsoù ha reiñ reolennoù evit merañ o c'hoskor ha diazezañ o frogrammoù studi. Envel a reas Gia Long Renerien an Deskadurezh(quan đốc học) evit eveshaat sistem deskadurezh ar proviñsoù hag an doare da aozañ an arnodennoù mont tre en Akademiezh adalek 1802. Skoazellet e voe ar Renerien gant Eilrenerien ha Renerien-skoazeller (phó đốc học pe trợ-giáo). Displegañ a reas Gia Long d'e lez e 1814 e oa e bal krouiñ ur framm a gargidi stummet en un doare klasel ha feal ez politikel.

E 1807, e tigoras Gia Long an arnodenn gentañ evit tuta kargidi stad dindan tierniezh Nguyễn, war ul live rannvroel. Adalek neuze e voe an arnodennoù diazez pennañ stummadur hag hentenn dibab kargidi an impalaerded. "Ar pemp danvez klasel hag ar pevar levr" a roe kalz pouez da istor Sina adalek tierniezh Song, a oa diazez ar programmoù . An danvezioù all a oa sellet evel didalvoud.

Embann a reas Gia Long ur c'hod lezennel nevez evit kemer plas ar sistem a dalveze abaoe mare Hong Duc a Lê Thánh Tông er XVvet kantved. Kregiñ a reas al labour e 1811 kaset war raok gant ur bodad gouizieien renet gant Nguyễn Văn Thành. E 1815 e voe embannet ar Bộ luật Gia Long (Kod Gia Long). Daoust ma lavare Gia Long e oa ar sistem nevez ur meskaj eus kod Lê ha sistem lezennel Sina da vare tierniezh Qing , kalz imbourc'herien a soñje oa un doare eilenn peuzheñvel ouzh eus kod Qing. Troet e voe e galleg diwezhatoc'h gant Paul-Louis-Félix Philastre. Lakaat a rae ar pouez war galloud hag aotrouniezh an impalaer hag e vandarined hag aozadur hengounel ar familh. Mar beze torfedoù grevus ha peurgetket re enep ar stad, e veze kastizoù a-stroll enep tiegezh an den kondaonet, ar c'hastiz d'ar marv en o-zouez.


Dor palez ha gwikadell Gia Long e Huế.

Ur wech unanet Viêt Nam ez eas kreizenn ar vro war du ar Su da-heul kantvedoù a zivroadegoù hag aloubadegoù troet war an tu-se. Kas a reas Gia Long sez ar gouarnamant eus Hanoi da Huế eta. Lakaat a reas Gia Long adsevel gwikadell gozh Phú Xuân e stumm ur kreñvlec'h. Ur framm pevarc'hornek, daou gilometrad hirder evit pep kostez, ramparzhioù mañsonerezh gwarezet gant begoù-moger gant 36 kanol war bep hini. Douvezioù a oa koulz en diabarzh hag en diavaez evit kreñvaat an difenn. Er gwarnizon e kaved 800 olifant brezel. Framm ar palez nevez, protokol ha dilhad al lez oa holl diwar skouer doareoù tierniezh Qing a Sina. Klasket en dao Gia Long sevel er bloavezhioù 1800 un eilenn vihanoc'h eus Keoded Verzet Beijing.

Gia Long a zamasantas da feiz katolik e skoazellerien hag e lezas ar visionerien da seveniñ o c'harg abalamour dezho. Renet e oa ar misionoù gant Spagnoled en Tonkin ha gant Gallaoued e kreiz hag e su ar vro. Pa varvas Gia Long e oa c'hwec'h eskob europat e Viêt Nam. Soñjal a reer e oa un 300 000 bennak a gristenien en Tokin ha 60 000 e Kochinsina.


Diskouez a reas bezañ mantret gant kondaonidigezh azeulerezh an hendadoù, unan eus diazezoù ar sevenadur vietnamat gant ar gatoliked. Anavezet oa Gia Long ivez evit e zismegañs e-keñver ar voudaegezh, relijion al lodenn vrasañ eus tud ar vro. Daoust d'ar voudaegezh bezañ deuet mat gant itronezed al lez e lakaas Gia long un harz da obererezh ar voudisted alies.

E miz Eost1802e tennas Gia Long veñjañs eus pennoù an Tây Sơn o doa lazhet e familh e bloavezhioù 1770 hag a o en e zalc'h. Izili an tiegezh a oa bev c'hoazh hag ar jeneraled uhelañ hag o ziegezhioù a voe lazhet. Diveziet ha disakret e voe relegoù Quang Trung hag e rouanez. E vab, Quang Toản, roue diwezhañ an tierniezh Tây Sơn a voe staget ouzh pevar olifant ha diframmet. Diskar a reas Gia Long holl ar c'hemmoù bet degaset gant Quang Trung hag e tistroas d'ur gonfusianegezh strizh. Adreiñ a reas d'an uhelgargidi ar plas kentañ en hentenn divizout, dirak an arme. Diskar a reas adaozadurioù Quang Trung war dachenn an deskadurezh o doa lakaet ar skiantoù dirak studi al lennegezh konfusian.

Tiegezh ha hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Minh Mạng Đế, pevare mab ha hêr Gia Long
Hervez deizlevr John Crawfurd (1828)

Teir gwreg en deus bet Gia Long. E 1780,e-kerzh ar brezel enep re Tây Sơn, e timezas gant Tống Thị Lan, merc'h ur jeneral Nguyen. Genel a reas daou vab, an hini kentañ o vezañ ar Priñs hêr Nguyen Canh hag an eil Nguyen Phuc Chieu a varvas buan goude bezañbet ganet. Ur wech Gia Long war an tron e teuas da vezañ an impalaerez Thừa Thiên. Diwezhatoc'h e-kerzh ar brezel-se e kemeras un eil gwregTrần Thị Đang, merc'h unan eus e vinistred Genel a reas tri mab, Nguyễn Phúc Đảm, Nguyen Phuc Dai ha Nguyen Phuc Chan. Roet e voe dezhi goude he marv an titl a impalaerez Thuận Thiên. Ur wech gounezet Viêt Nam e kemeras Gia Long un trede gwreg Lê Ngọc Bình. Ur verc'h da Lê Hiển Tông, an eil diwezhañ eus impalaerien tierniezh oa. Prometed oa bet gant an impalaer Quang Trung d'e vab Quang Toản. Ur wech bet trec'het an Tây Sơn ha lakaet Quang Toan d'ar marv, e kemeras Gia Long anezhi da bried. Genel a reas Bình daou briñs dezhañ , Nguyen Phuc Quan ha Nguyen Phuc Cu, hag ar priñsezed An Nghia Ngoc Ngon ha My Khue Ngoc Khue. Bez en doa Gia Long war-dro serc'h ha a oa merc'hed e vandarined. Evel-se e kadarnae fealded izili e lez an tostañ outañ.

Peogwir e oa aet ar Priñs Hêr Nguyen Canh da Anaon diwar ar vrec'h e-kerzh ar brezel enep an Tây Sơn, e soñje an holl e vefe e vab hêr Gia Long evel impalaer. Met, e 1816 Nguyễn Phúc Đảm, mab eil gwreg Gia Long a voe anvet ha gemeras an anv a Vinh Mạng. Dibabet e voe gant Gia Long abalamour d'e demz-spered kreñv hag e gasoni ouzh tud ar c'hornôg pa oa deuet familh Canh's da vezañ katolik ha diaes gant an hengoun konfusianat evel azeulerezh an hendadoù da skouer. A-raok e bignidigezh, hervez, Nguyễn Phúc Đảm kanet meuleudi da Japaniz evit kaset kuit ar Gristeniezh diouzh o bro. Gia Long a lavaras d'e vab bezañ dereat gant Europiz, ar C'hallaoued peurgetket, met chom hep reiñ dezho an disterañ galloud.

Mervel a reas Gia Long d'an 3 a viz C'hwevrer 1820. Beziet e voe e bez Thien Tho hag anvet e voe goude a varv Thế Tổ Cao Hoàng đế.


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Buttinger, Joseph (1958). The Smaller Dragon: A Political History of Vietnam. New York : Praeger. 
  • Cady, John F. (1964). Southeast Asia: Its Historical Development. New York : McGraw Hill. 
  • Duiker, William J. (1989). Historical dictionary of Vietnam. Metuchen, New Jersey : Scarecrow Press. ISBN 0-8108-2164-8. 
  • Dutton, George Edson (2006). The Tây Sơn uprising: society and rebellion in eighteenth-century Vietnam. University of Hawaii Press. ISBN 0-8248-2984-0. 
  • Hall, D. G. E. (1981). A History of South-east Asia. Basingstoke, Hampshire : Macmillan. ISBN 0-333-24163-0. 
  • Karnow, Stanley (1997). Vietnam: A history. New York : Penguin Books. ISBN 0-670-84218-4. 
  • Mantienne, Frédéric (October 2003). "The Transfer of Western Military Technology to Vietnam in the Late Eighteenth and Early Nineteenth Centuries: The Case of the Nguyen". Journal of Southeast Asian Studies 34 (3): 519–534. DOI:10.1017/S0022463403000468
  • McLeod, Mark W. (1991). The Vietnamese response to French intervention, 1862–1874. New York : Praeger. ISBN 0-275-93562-0. 
  • (1994) International Dictionary of Historic Places: Asia and Oceania. Taylor & Francis. ISBN 1-884964-04-4. 
  • Tarling, Nicholas (1999). The Cambridge History of Southeast Asia. Cambridge University Press. ISBN 0-521-66370-9. 
  • Tran Trong Kim (2005). Việt Nam sử lược. Ho Chi Minh City : Ho Chi Minh City General Publishing House. , e vietnameg
  • Woodside, Alexander (1988). Vietnam and the Chinese model: a comparative study of Vietnamese and Chinese government in the first half of the nineteenth century. Cambridge, Massachusetts : Harvard University Press. ISBN 0-674-93721-X. 


En e raok 
Quang Toan eus tierniezh Tây Sơn
Impalaerien Viêt Nam Tierniezh Nguyễn
1802–1820
War e lerc'h
Minh Mạng