Phnom Penh

Eus Wikipedia
An ti-kêr.
Royal Palace
Wat Preah Puth

Phnom Penh (kmereg: ក្រុងភ្នំពេញ) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Kambodja, war ribl ar Mekong. 1 501 725 a annezidi a oa o chom enni e 2012, ha war-dro 2,2 vilion a dud a zo o vevañ er gêrva.

Kêr-benn Kambodja e teuas da vezañ e 1432 evit ar wech kentañ, goude ma oa bet ret da Ponhea Yat, roue an impalaeriezh Khmer, dilezel Angkor Thom a oa bet lakaet en arigrap gant ar Siam. E 1505 e cheñchas kêr-benn ar vro adarre ha n'eo nemet e 1866, dindan ren Norodom Iañ, ma tiazezas da vat sez ar gouarnamant ha ma voe savet palez ar roue eno.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.