Mont d’an endalc’had

Minh Mạng

Eus Wikipedia
Minh Mạng Đế
Hervez deizlevr John Crawfurd (1828)

Eil impalaer Viêt Nam eus an dierniezh Nguyễn e voe Minh Mạng Đế (Đế a dalv Impalaer e vietnameg), anvet Nguyễn Phúc Đảm pa voe ganet, anvet Nguyễn Phúc Kiểu ivez. Ganet eo bet d'ar 25 a viz Mae 1791. Aet eo da Anaon d'an 20 a viz Genver 1841.
Renet en deus eus ar 14 a viz C'hwevrer 1820 betek e varv d'an oad a 29 bloaz.[1]

Mab yaouankañ an impalaer Gia Long (1762-1820) e oa. Anavezet e oa evit e enebiezh ouzh emell ar C'hallaoued e Viêt Nam hag evit e gonfusianegezh strizh.

Gia Long a droc'has muioc'h c'hoazh e vro diouzh an diavaez dre ma koshaas. Setu perak e kavas Minh Mạng gwelloc'h evit bezañ e hêr.

Kendelc'her a reas Minh Mạng gant politikerezh an disfiz diouzh ar visionerien, o klask mirout outo da seveniñ o obererezhioù gant harzoù melestradurel ha goude o verzout o abostolerezh. Kas a reas ar bolitikerezh-se d'un diemglev gant Europiz, displijadur en diabarzh ha goude tagadennoù a-berzh Kornôgiz. Abalamour d'e sell mirour ne aotreas tost nevezinti ebet e Viêt Nam hag e lu a zeuas da vezañ warlerc'hiet peurgetket.

Bevenniñ a reas an eskemmoù hag ar c'henwerzh gant broioù ar C'hornôg hag e kreñvaas ar velestradurezh kreiz er vro. Bez' en doe da dalañ ouzh meur a emsavadeg. An hini bouezusañ a voe pa savas Su Viêt Nam enep e c'halloud e 1833, o kas d'ur brezel diabarzh hag a badas ur bloavezh. Gwashaat a reas an traoù pa glaskas armeoù Siam adkemer Kambodja digant Viêt Nam d'ar memes koulz. Dont a reas a-benn luoz Minh Mạng da chom mistri war an dachenn goude emgannoù padus.

E vloavezhioù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'an impalaer ha d'e gentañ gwreg Thuận Thiên(anvet Trần Thị Đang ivez) e oa Minh Mạng. E-pad pell e voe soñjet e vije an tron da vab-bihan Gia Long, mab ar priñs Nguyễn Phúc Cảnh aet da Anaon e 1801 a-raok na voe bet unvanet Viêt Nam gant Gia Long. Koulskoude, e 1816 e voe dibabet evel hêr gant an impalaer Phúc Đảm en abeg d'e vennozhioù start enep Kornôgiz. Kaset e oa bet danevelloù a-zivout e vennozhioù da Bariz gant misionerien d'ar mare-se. Pa bignas war an ton e kemeras Minh Mạng evel anv.

Pa varvas Gia Long e oa adkroget Kevredigezh ar misionoù estren Pariz gant hec'h obererezhioù e Viêt Nam. Paouezet e oant bet e-kerzh ar reuz a oa bet da vare an emgann evit ar galloud a oa bet etre Gia Long hag ar vreudeur Tây Sơn a-raok unvanidigezh Viêt Nam. E-kerzh bloavezhioù kentañ ren Minh Mạng e teuas ar gourdrouz brasañ a-berzh unan eus letananted prizetañ Gia Long, Lê Văn Duyệt, en doa kaset armeoù Gia Long d'an trec'h en emgann Qui Nhơn enep an dierniezh Tây Sơn e 1801. Anvet e oa bet da lez-roue ar Su gant ar galloud da ren ha da gaout ur politikerezh diavaez.

Politikerezh e-keñver ar visionerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lazhadenn Sant Pierre Borie, 24 a viz Du 1838, en Tonkin, Viêt Nam. Livadur Viêtnamat.

E 1824 e nac'has an impalaer sinañ ur feur-emglev kenwerzhel gant ar roue gall Loeiz XVIII ; da goñsul Bro-C'hall e Huế, ar breizhad Jean-Baptiste Chaigneau, e roas da zibab etre an emlazh hag an distro da Vro-C'hall ; kuitaat Viêt Nam a reas ar c'hoñsul neuze[2].
E miz C'wevrer 1825 e verzas Minh Mạng ouzh ar visionerien dont da Viêt Nam. Gant aked bras e veze furchet al listri gall ha kontrollet pizh an dud e ken kaz e klaskfe misionerien dont dre guzh er vro. En un dekred a-berzh an impalaer e voe deskrivet ar gristeniezh evel un "doare europat gwallsiek" a "vreine kalonoù an dud".

Etre 1833 ha 1838 e voe kondaonet seizh misioner d'ar marv. Da gentañ e klaskas troc'hañ ar visionerien diouzh an dud evit mirout outo da brezeg. O reiñ evel abeg n'en doa jubennour ebet ken abaoe ma voe aet Jean-Baptiste Chaigneau kuit e roas urzh dezho dont d'al lez e Huế evel mandarined a renk-uhel. Berzh a reas betek ma erruas an tad Regereau a grogas da brezeg dre ar vro. Neuze e krogas da herzel ar veleien. Goude ul labour kendrec'hiñ hir a-berzh Duyệt, gouarnour Kochinsina (rannvro Saigon, Su Viêt Nam)), ec'h asantas an impalaer lezel ar veleien da vont gant m'en em vodjont e Đà Nẵng a-raok distreiñ da Frañs. Lod a sentas ; lod all ne reas ket.

Troc'hañ ar vro diouzh an diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Indez-Sina ar C'hallaoued

Kendelc'her a reas Minh Mạng gant politikerezh e dad. Kaset en doa Gia Long ar Saozon da sutal p'o doa goulennet un emglev kenwerzh e 1804. Ne oa gourdrouz trevadenner ebet d'ar mare-se o vezañ ma rae brezelioù Napoleon Iañ o reuz en Europa. Koulskoude e soñj Napoleon e oa pouezus Viêt Nam evit stourm ouzh pouez Breizh-Veur en Indez. Ur wech sioulaet an traoù goude 1815 e tihunas preder Frañs e-keñver Viêt Nam.

Yen e voe Minh Mạng gant Jean-Baptiste Chaigneau unan eus ar re doa sikouret Gia Long da gemer ar galloud gant Pigneau de Behaine hag a oa deuet da vezañ mandarin ha kuzulier an impalaer. Distroet oa da Frañs e 1819. Kaset e voe da Viêtnam evel Koñsul e 1821 met ne voe ket degemeret mat gant Minh Mạng. Kuitaat a reas ar vro e miz Du 1824.

Politikerezh mirour Minh Mạng a zeuas da vezañ un hent dall ur wech dieub ar Stadoù kornôgat da adkregiñ gant o folitikerezh trevadenner.

E 1820 e voe Captain John White eus an United States Navy ar c'hentañ Amerikan o tont betek Saigon da glask skoulmañ darempred gant Viêt Nam. Prest e oa Minh Mạng da sinañ ur gevrat evit armoù hag unwiskoù. Ne voe ket kavet spletus a-walc'h gant White ha ne voe ket sinet. Nac'het e voe un emglev kenwerzh kinniget e 1821 gant Loeiz XVIII a Frañs. Nac'het e voe er memes bloaz un emglev kinniget gant ar Skosad John Crawfurd en anv ar British East India Company. Ne voe roet dezhañ nemet an aotre da zilestrañ madoù e porzhioù Norzh an Tonkin. Ne voe emglev ebet met skoulmañ a reas-eñ darempredoù gant ar C'hallaoued evit ne vefe gourdrouz ebet evit labour ar Gompagnunezh.

E 1822 e teuas ar fourgadenn c'hall La Cléopâtre betek Tourane (Đà Nẵng). C'hoant en doe ar c'habiten da reiñ e zoujoù d'an impalaer met soudarded a voe kaset dezhañ... Nac'het e voe ur c'hinnig emglev a-berzh Birmania enep Siam, enebour d'an div vro. Kaset e voe Henri Baron de Bougainville gant Loeiz XVIII e 1824 evit kinnig un emglev "peoc'h ha gwrez ar c'henwerzh". Ne voe ket aotreet da ziskenn eus e lestr ur wech erruet e Tourane e 1825. Distroet da Vro-C'hall e voe lizher ar roue war zigarez ne oa jubennour ebet. Klasket en dije Bougainville degas dre guzh ur misioner katolik eus Kevredigezh ar misionoù estren Pariz. Kaset e voe Eugène Chaigneau, niz da Jean-Baptiste Chaigneau, da Viêt Nam e 1826 evel danvez koñsul. Rediet e voe da guitaat ar vro ar vro hep bezañ gellet seveniñ e garg. Meur a daol-arnod all a voe graet evit skoulmañ darempredoù kenwerzh gant Joseph-François-Pierre de Kergariou e 1827 hag an amiral Laplace e 1831. C'hwitadenn bep tro. Klasket en doe Chaigneau e 1829 c'hoazh hag ur c'hannad all e 1831 hep dont a-benn. Bez' e voe Viêt Nam ar c'hentañ bro en Azia ar Reter a glaskas ar Stadoù-Unanet daremprediñ. Klask a reas ar prezidant Andrew Jackson div wech mont e darempred gant Minh Mạng. Kas a reas an diplomat Edmund Roberts e 1832 hag ar c'hoñsul Joseph Balestier e 1836 hep an disterañ disoc'h. E 1837 ha 1838 e klaskas daou lestr gall, La Bonite ha L'Artémise kaeañ e Tourane evit gwelout peseurt saviad e oa hini ar visionerien e Viêt Nam. Ne voent ket degemeret.

E 1833 ha 1834 e voe brezel etre Viêt Nam ha Siam evit kontrollañ Kambodja a oa dindan beli hec'h amezeien abaoe ar c'hantved a-raok. E penn kentañ an XIXvet kantved en doa Gia Long beli war Kambodja hag anvet e oa bet ur roue asantet gantañ. Bez' en doe Minh Mạng da stourm ouzh arnod a-berzh Siamiz evit adkavout o beli war Gambodja hag aloubiñ Su Viêt Nam war ar memes tro. Dres pa groge un emsavadeg renet gant Lê Văn Khôi eno. Kalz a vec'h a voe war armeoù Minh Mạng met trec'h e voent war an alouberien ha war an emsavidi.

O kendelc'her da wallgas ar gristenien e roas da Europiz un digarez da emellout evit gwareziñ ar visionerien. Ne sikouras ket da virout ouzh an trevadennerezh da zont daoust ma oa kalz tud enep e Frañs abalamour da goust seurt avanturioù.

Pa voe taget Sina gant Breizh-veur da geñver Kentañ brezel an Opiom (1839-1842) e klaskas Minh Mạng en em lakaat a-du gant Europiz. Kas a reas daou vandarin ha daou jubennour evit klask un emglev e 1840. Degemeret e voent e Pariz gant Prezidant Kuzul ar vinistred ,ar marichal Jean-de-Dieu Soult ha gant ministr ar C'henwerzh. Ne fellas ket d'ar roue Louis-Philippe Iañ o degemer. Ne rejont ket muioc'h a verzh e Londrez.

Politikerezh diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pezh-moneiz gant an aerouant o nijal (phi long) bet kognet gant Minh Mạng, 1833

Kendelc'her a reas an impalaer Minh Mạng gant politikerezh e dad war an dachenn-se ivez. Nevesaat aozadur ar velestradurezh, sevel hentoù bras, servij ar post, mirlec'hioù evit ar boued, degas kemmoù war dachenn an arc'hant hag al labour douar. Kendelc'her a reas da ingalañ an douaroù a vare da vare. Berzañ a reas doareoù gwerzh douaroù all evit mirout ouzh ar re binvidikañ da berc'hennañ re a zouar. E 1840 e voe roet urzh d'ar re o doa kalz douar reiñ un drederenn d'ar gumuniezh. Kreizennañ a reas ar velestradurezh. Kemmañ a reas ar reolennoù tuta mandarined hag an doare d'o goprañ (1839).

Ar vrud en doa da blediñ gant ezhommoù an dud met ne vire ket ouzh emsavadegoù lec'hel da c'hoarvezout alies. Unan a voe aozet en Norzh gant diskennidi eus an dierniezh Lê o kemer harp war ar gouerien hag ar vinorelezh katolik. Klask a rejont sikour eus an diavaez o prometiñ digeriñ ar vro d'ar visionerien.

Er Su o doa keuz ar renerien lec'hel d' an damm-emrenerezh o doa pa oa Duyệt gouarnour Kochinsina. Pa varvas hemañ e 1832 e kollas ar gristenien ur skoazell a bouez. Techet e oa ar gatoliked da vont a-du gant an emsavadegoù enep galloud an impalaer muioc'h eget Viêtnamiz all. Tamallet e voe Lê Văn Duyệt goude e varv ha reiñ a reas Minh Mạng urzh da skeiñ kant taol skourjez war e vez. E 1823 e krogas un emsavadeg renet gant Lê Văn Khôi, mab advabet Lê Văn Duyệt. Dont a reas an emsavidi da vezañ mistri war Kochinsina ha kinnig a rejont lakaat unan eus mibien ar priñs Cảnh e plas Minh Mạng. Misionerien a voe dalc'het ganto evit lakaat ar gatoliked a-du ganto, Joseph Marchand en o zouez. Skoazellet e voe Khôi gant Siamiz ha dont reas a-benn abalamour da se da lakaat diaes Minh Mạng e-pad ur pennad. Trec'h e voe armeoù Minh Mạng koulskoude ha laket e voe seziz war Saigon. Mervel a reas Khôi e-kerzh ar seziz e 1834. Kouezhañ a reas Saigon e miz Kerzu 1835. Lazhet e voe ar renerien hag etre 500 ha 2000 prizoniad. Bodet e voe a visionerien ha roet urzh dezho kuitaat ar vro.
Ur c'hentañ misioner gall, Gagelin, oa bet lakaet da varv e 1833. Joseph Marchand a voe lakaet d'ar marv e 1835 gant renerien an emsavadeg bet tapet e Saigon. Adalek ar mare-se betek 1838 e voe lazhet pemp misioner ouzhpenn. Kregiñ a reas ar visionerien da c'houlenn sikour digant o broioù orin.

Kendelc'her a reas ar bolitikerezh heñvelekadur e-keñver ar rummadoù tud na oan ket Viêt. Eus 1841, bloavezh marv Minh Mạng, betek 1845 e tegasas ar politikerezh-se un toullad emsavadegoù, e Su Viêt Nam peurgetket.[1]

E zoare da ren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa Minh Mạng evit e nerzh-spered a rene war e zoare politikerezh. Gwashaat a reas-se e youl da chom hep terriñ an doare hengounel da blediñ gant kudennoù ar vro. Hervez aozer e vuhezskrid, Marcel Gaultier, en dije Minh Mạng displeget e sell war ar politikerezh da ren a-raok marv Gia Long. Kinnig a rae serriñ muioc'h ar vro ha chom hep daremprediñ broioù ar C'hornôg. Aprouet e vije bet gant Gia Long. Gwelet e voe Minh Mạng evel soutiloc'h hag habaskoc'h eget e dad o teurel muioc'h a bled ouzh santadoù ar gouerien.

E bolitikerezh konfusian strizh a zougas anezhañ da verzañ neb mennozh estren a-hed e renadur. Pa darzhas emsavadegoù e krogas da damall ar visionerien gristen hag an dud o doa gounezet d'ar gristeniezh. Reiñ a reas evel-se un digarez da Frañs da emellout en aferioù Viêt Nam. E 1858 , goude e varv, e voe aloubet Tourane e-pad ur prantad berr gant soudarded c'hall. Goulenn a rae ar C'hallaoued e vefe echuet gant ar gwaskerezh enep ar visionerien.

Daoust dezhañ bezañ enep sevenadur ha doareoù soñjal ar C'hornôg en doa studiet anezho aketus. Ur vrud a ouiziegezh en doa. Dedennet oa gant teknologiezhioù ar C'hornôg, mekanikerezh, armerezh, merdeerezh peurgetket. Klask a ra degas anezho d'e vro. Goulenn a reas digant ur medisin gall vaksinañ e familh enep ar vrec'h.

Desket oa war prederouriezh ar Reter ha gwelet oa evel un den speredek. Ur barzh oa ivez. Brudet oa evit mont betek ar munudoù e melestradur ar stad. Doujet oa abalamour d'e emouestlerezh. Pa varvas e pignas e vab Thiệu Trị war an tron. Strishoc'h oa e gonfusianegezh hag e bolitikerezh enep estrenien eget re e dad c'hoazh. E emzalc'h e-keñver ar visionerien a roas meur a wech abeg d'ar C'halloaued da gas soudarded da Viêt Nam. Koulskoude e voe efedusoc'h ar gouarnamant dindan e renerezh ; herzel a reas armeoù Siam ha lakaat a reas sevel meur a savadur meur e kêr Huế.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Marcel Gaultier, Minh Mang, 1935, ASIN B00183BXIG (Prix de l'Académie française 1937)[3]
  1. 1,0 ha1,1 Choi Byung Wook Southern Viêt Nam under the reign of Minh Mạng (1820-1841):Central Policies and Local Response, Southeast Asia Program Publications, Cornell University, 2004, (ISBN 978-0-87727-138-3) (en)
  2. André Salle, Jean-Baptiste Chaigneau et sa famille, Bulletin de l'École française d'Extrême-Orient, 1923, vol. XXIII, n° 23, pp. 424-427 • Persee (fr)
  3. Académie française (fr)
En e raok :
Gia Long (1762-1820)
Ren : 31/05/180203/02/1820
Minh Mạng
Banniel personel Minh Mạng Đế
War e lerc'h :
Thiệu Trị (1807-1847)
Ren: 14/02/184104/11/1847

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.