Embannadenn wenedek
Ma n’eus ket ur yezh a c’hellfe termeniñ evel ar gwenedeg, ha brezhoneg Gwened ez eus anezhañ, e reer eus an anv-gwan '’gwenedek evit ar parlantoù hag an embannadennoù brezhonek o ferzhioù dibar a c’heller kavout war priñselezh kozh Bro-Ereg, e diriad mui pe vui hini eskopti kozh Gwened. Implij stankañ an doare-skrivan perzhek a yeas eus kreiz an XVIIIvet kantved betek kreiz an XXvet kantved. Rouez eo an implij bremañ, met embannet e vez testennoù brezhoneg peurunvan gant perzhioù rannyezhoù Bro-Wened.
Arroudoù kentañ ha diorreadur an doare-skrivañ gwenedek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Selled ivez Reizhskrivadur brezhoneg Gwened, Lennegezh wenedek ha Roll ar skrivagnerien wenedek.
Ar skrid kentañ perzhioù gwenedek ennañ a zo un dornskrid, kavet e Kolpoù ha derou an XVIIIvet kantved an adegadur roet dezhañ.[1]. Un teskad diouganoù eo ha posubl eo e lakaat evel kentañ embannadenn wenedek ha n’eo ket un gwir embannadur dre ma n’ouzer ket pet eilenn a voe savet dioutañ.
Gant Yann Marion ha Korneli an Diod e voe savet levrioù relijel e weler perzhioù brezhoneg Gwened enno. Savet e voe reolennoù ar reizhskrivadur gwenedek kant bloaz goude diwar atiz tri beleg, Yann-Vari ar Joubiouz, Joakim Gwilhom ha Korneli an Diod ha e voent klokaet gant Loeiz Jegouzo, Pier Mari ar Gov ha Yann Aogustin Gwilhevig[2].
Er c'hontrol, ne glaskas ket Pêr Barizi, person an Ignel etre 1689 ha 1719, treuzskrivañ perzhioù e vrezhoneg, pa savas dornskrid e gantikoù[3] en un doare-skrivañ dezhañ a lakae da vezañ komprenet gant pep a vrezhoneger. Implijerien bennañ ar brezhoneg a voe tud an Iliz katolik ha ne weled ket embannadennoù laik a-raok an XXvet kantved.
Ne gaver ket embannadennoù gwenedek rik a-raok kreiz an XIXvet kantved ha rouesoc’h-rouesañ e voe bet goude ma voe bet savet un emglev evit reizhskrivadur boutin ar brezhoneg, ar brezhoneg peurunvan ez eo.
Koulskoude, n'eo ket bet dilezet an doare-skrivañ gant tud zo ha pa voe bet lezet a-gostez gant beleien eskopti Gwened er bloavezioù 1950. Un nebeud tud o doe lakaet da embann kelaouennoù bihan (An Dasson, da skouer)).
Lod ar skrivagnerien a orin eus Bro-Wened o doe heuliet Roperzh ar Mason, pa savas a-du gant an emglev war beurunvaniñ doareoù-skrivañ ar brezhoneg e 1941. Un oberenn wenedek rik, Kamdro en Ankeu (Loeiz Herrieu) a voe treuzskrivet e brezhoneg peurunvanaet gant François Louis.
Mareadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelaouenn Brédiah ar Fé
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1843, ur gealouenn drimiziek Brediah er Fé eit er Vretoned a eskobti Guéned’’ hec’h anv a voe embannet e Gwened gant an eskopi dindan atebegezh sekretour an eskop, Aotrou’n eskob de la Motte Broons, an abad ar Joubiouz. Troidigezhioù diwar an ‘’Annales de la Propagation de la Foi’’ a voe graet gant tud a-youl-vat, personed peurvuiañ[4]
xixe et xxe siècles .
Dihumanb
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Dasson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadennoù unskridoù gwenedek dre vloavezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renablet e vez an unskridoù nemetken. Selled ouzh Mareadeg gwenedek evit ar mareadegoù.
- Derou XVIIvet kantved
- Dornskrid Kolpoù
- 1760
- Yann Marion, Voyage mistérius de Inizi er Vertu, Gwened, Moullerezh Galles. Troidigezh eus Relation du voyage mystérieux de l’isle de la Vertu, savet gant Jean-Thomas Hérissant, e 1684.
- 1788
Yann Marion, Office bihan er naries, dédiet da serviterion, devot Mari, guir Vam da Zoue : hac er matinezeu eit Noz Nendelêg; guet un Avis dre ré en dès er charité de zesquein leine de re al, Gwened, Moullerezh Galles.
- 1790
- Yann Marion, Magasin spirituel er beurerion, er artisantet, er serviterion hac an dud diar er maezeu, Gwened, Moullerezh Galles. Troet hag azazaet diwar Magasin des pauvres, des artisans, domestiques et gens de campagne (1768) hag eus La dévotion éclairée, ou magasin des dévotes (1779), savet o-daou gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont.
- Yann Marion, Instructioneu santel ar re guirionnéeu principal ag er religion eit bout lennet en tieguehaeu hac eit chervige d’explication d’er hatechim., Gwened, Moullerezh Galles.
- 1792
- Yann Marion, Histoerieu tennet hag er Skritur santel, Gwened, Moullerezh Galles.
- 1800
- Yann Marion, Histoerieu ag en eu Testamand ancien ha nehué guet explicationeu en tadeu santel ag en ilis eit reglein erhad er vuhé é peb sort stad Guéned, Gwened, Moullerezh Galles.
- 1837
Korneli an Diod (a-gevred gant Yann Marion), Officeu eit er sulieu ha gouilieu principal ag er blai gued excelticeu ur hréchen, Gwened, Moullerezh Galles.
- 1838
- Yann Marion, En or ag er vuhé devot, pe instructioneu forh profitable eit condiure ha sonnat en inean én devotion, Gwened, Moullerezh Galles.
- 1844
- Yann Vari ar Joubiouz, Doue ha mem bro, Gwened, Moullerezh Galles. Teskad barzhonegoù.
- 1849
- Joakim Gwilhom, Livr el labour er…, Gwened, Moullerezh Delamarzelle.
- 1857
- Joakim Gwilhom, Gwerzenneu eid Eskobty Guened…, Gwened, Moullerezh Delamarzelle. Barzhoneg hir.
- 1897
Yann-Vatilin Kadig, En Est, Gwened, Moullerezh Lafolye. Barzhoneg hir.
- 1957
- Loeiz Herrieu, Kamdro en Ankeu,
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cédric Choplin, Myriam Guillevic, Tristan Loarer, Pascal Rannou (renerezh), La littérature en langue bretonne, des origines a nos jours’’, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024,
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Myriam Guillevic, « La littérature vannetaise, reflet d’une société rurale et religieuse" . E-barzh La littérature en langue bretonne, des origines a nos jours, 2024, p. 191.
- ↑ Myriam Guillevic, « La littérature vannetaise, reflet d’une société rurale et religieuse" . E-barzh La littérature en langue bretonne, des origines a nos jours, 2024, p. 191.
- ↑ Dornskrid e kerzh Mediaoueg Kemper.
- ↑ Joseph Michel, Missionnaires bretons d'outre-mer : XIVème-XIXème’’, Roazhon, PUR, 1997. Da vezañ brassellet war Open édition.