Korneli an Diod
Korneli an Diod, ganet d’an 9 a viz Ebrel 1797 e Karnag ha marvet d'ar 15 a viz Gwengolo 1862 e Enizenac'h, Corneille Le Diot, er marilhoù-kêr, a oa ur beleg ha saver levrioù devosion e brezhoneg Bro Gwened.
Gant e eontr a-berzh e vamm hag a oa person e Bizhui-an-Dour e voe broudet ar paotr yaouank da vont da veleg. Beleget e voe e 1821. E meur a barrez e voe anvet : Bizhui, Lokmac'hloù hag, adalek 1829, Enizenac'h, ma chomas betek dibenn e vuhez. Treiñ a reas meur a levr diwar ar galleg, en ur brezhoneg gwall levezonet gant ar yezh orin. En o zouez e c'haller menegiñ En or ag er vuhé devot, pe instructioneu forh pourfitable eit conduire ha sonnat en inean én devotion, asambles gant Jean Marion, Mis caer Mari, Perhinded devot Santes Anna, ha levrioù all c'hoazh.
Gant Yann-Vari ar Joubiouz, sekretour eskob Gwened, e voe lakaet, e 1843, d'ober war-dro kannadig Brediah er Fé, ennañ pennadoù troet gantañ diwar ar galleg ha tennet eus an Annales de la Propagation de la Foi. Ober a reas war-dro ar gelaouennig-se e-pad tost da ugent vloaz, betek e varv.
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Livrig dourn er rosaer bihy laqueit é breton dré ur person a eskopti Gwened, Galles, 1836, 108 p.
- Asambles gant Yeann Marion, Officeu eit er sulieu ha gouilieu principal ag er blai gued excelticeu r hréchen, Galles, 1837.
- Perhinded devot Santes Anna, 1842.
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Père Yves, L’abbé Le Diot, Ploërmel, 1895
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad Le Diot, Corneille.