Mont d’an endalc’had

Dijon

Eus Wikipedia
Dijon
Norzh Dijon gwelet eus an Tour Philippe le Bon, gant Iliz Itron-Varia Dijon en dalenn gentañ.
Norzh Dijon gwelet eus an Tour Philippe le Bon, gant Iliz Itron-Varia Dijon en dalenn gentañ.
Ardamezioù
Bro Bourgogn
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Bourgogne-Franche-Comté (prefeti)
Departamant Côte-d'Or (prefeti)
Arondisamant Dijon (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun 21231
Kod post 21000
Maer
Amzer gefridi
François Rebsamen (PS)
2020-2026
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération du Grand Dijon
Lec'hienn web https://www.dijon.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 159 106 ann. (2020)[1]
Stankter 3 937 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°19′18″N 5°2′29″E
Uhelderioù kreiz-kêr : 245 m
bihanañ 210 m — brasañ 410 m
Gorread 40,41 km²

Dijon eo anv pennlec'h departamant gall ar c'h-Côte-d'Or, e rannvro Bourgogn-Frank-Kontelezh. 158 002 annezad he doa ar gêr e 2019, ha 245 895 an unvez kêrel, ar pezh a ra anezhi an hini vrasañ eus ar rannvro.

Divio e oa anv kêr pa oa dalc'het gant al Lingoned a-raok aloubadeg ar Romaned.

Taolennet e voe kêr hag he mogeriad gant Gregor Teurgn er VIvet kantved.

Kêr-benn dugelezh Bourgogn e voe adalek ar XIVvet kantved. Staget e voe Bourgogn ouzh Bro-C'hall e 1477.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Itron-Varia Dijoñ
  • Palez Duged Bourgogn
  • Tour Sant-Nikolaz
  • plasenn Darcy
  • Kêr an hevlezouriezh
Iliz-veur Dijon

Emañ Dijoñ e Bourgogn, 190 km e Gwalarn Geneva, 190 km e Norzh Lyon ha 310 km e Gevred Pariz. Treuzet eo gant div stêr : ar Suzon hag an Ouche, hag ivez Kanol Bourgogn.

E Norzh gwinieg Bourgogn emañ.

Emdroadur ar boblañs 1793-2008

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[2]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp kanton zo e Dijoñ. Kumuniezh tolpad-kêrioù Dijoñ zo deuet da vezañ ur veurgêr d'an 28 a viz Ebrel 2017, o vodañ 23 c'humun.

Prefedelezh departamant Côte-d'Or ha rannvro Bourgogn-Frank-Kontelezh eo war an dro. E Dijoñ emañ sez ar C'huzul Departamant, sez ar Rannvro zo e Besançon avat.

Jean-Philippe Rameau (1683-1764), sonaozer. Mirdi Arzoù-kaer Dijoñ.

Da vare Dugelezh Bourgogn e voe ganet e Dijoñ meur a zug : Yann Dizaon (1371-1419), Fulup ar Mat (1393-1467) ha Charlez an Her (1433-1477).

Adalek an Adinvidigezh e ganas kalz lennegourien, arzourien ha skiantourien evel ar skrivagner Bossuet (1627-1704), ar sonaozer Jean-Philippe Rameau (1683-1764), ar barzh Aloysisus Bertrand (1807-1841 - tremenet e yaouankiz e Dijoñ), an ijinour Gustave Eiffel (1832-1923).

En amzer a-vremañ e c'haller menegiñ ar chaloni Kir (1876-1968) ha an aktourez Claude Jade (1948-2006).

Gevellet eo Dijoñ gant ar c'hêrioù da heul :[3]

Praha

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor d'ar gêr.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]