Ifern : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: , → , (2) using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Hortus Deliciarum - Hell.jpg|300 px|thumb|An Ifern en ''[[Hortus Deliciarum]]'' gant [[Herrade a Landsberg]] (war-dro 1180)]]
[[Restr:Hortus Deliciarum - Hell.jpg|300 px|thumb|An Ifern en ''[[Hortus Deliciarum]]'' gant [[Herrade a Landsberg]] (war-dro 1180)]]


An '''Ifern''', a zo kaoz anezhañ e meur a [[relijion]], a zo ul lec'h a [[faltazi]] ma'c'h a an dud, p'o devez graet [[pec'hed]] pe [[torfed]], da vezañ [[jahinet]] da viken, pe betek deiz o [[adenkorfadur]].
An '''Ifern''', a zo kaoz anezhañ e meur a [[relijion]], a zo ul lec'h a [[faltazi]] ma'z a an dud di, p'o devez graet [[pec'hed]] pe [[torfed]], da vezañ [[jahinet]] da viken, pe betek deiz o [[adenkorfadur]].


Ouzhpenn-se e vez graet ''ifern'' eus ul lec'h, e levraouegoù zo ( hini ar [[Vatikan]] da skouer) ma vez miret ha dalc'het levrioù zo ha ne venner ket diskouez d'an dud ordinal abalamour d'ar relijion pe d'ar vuhezegezh vat.
Ouzhpenn-se e vez graet ''ifern'' eus ul lec'h, e levraouegoù zo (hini ar [[Vatikan]] da skouer) ma vez miret ha dalc'het levrioù zo ha ne venner ket diskouez d'an dud ordinal abalamour d'ar relijion pe d'ar vuhezegezh vat.


== E relijion Hellaz ==
== E relijion Hellaz ==
E relijion [[Hellaz]] vez komz komzet eus an [[Ifernioù]] evel bro an holl dud varv.
E relijion [[Hellaz]] vez komzet eus an [[Ifernioù]] evel bro an holl dud varv.


Komzet e vez eus an [[Hades]] ivez, abalamour m'eo Hades anv doue ar re varv, ha [[Pluton]] (''Pluto'' e latin) eo e anv e [[Roma]].
Komzet e vez eus an [[Hades]] ivez, abalamour m'eo Hades anv doue ar re varv, ha [[Pluton]] (''Pluto'' e latin) eo e anv e [[Roma]]. Tri barner zo e toull an nor: [[Minos]], [[Radamant]], hag [[Eaque]]. Met n'eus nemet ul lec'h ennañ, ul lodenn anezhañ, ma vez kastizet ar re zrouk: an [[Tartar]] an hini eo.
Tri barner zo e toull an nor: [[Minos]], [[Radamant]], hag [[Eaque]].
Met n'eus nemet ul lec'h ennañ, ul lodenn anezhañ, ma vez kastizet ar re zrouk: an [[Tartar]] an hini eo.


== E-men emañ ==
== E-men emañ ==

Stumm eus an 29 Mae 2019 da 18:35

An Ifern en Hortus Deliciarum gant Herrade a Landsberg (war-dro 1180)

An Ifern, a zo kaoz anezhañ e meur a relijion, a zo ul lec'h a faltazi ma'z a an dud di, p'o devez graet pec'hed pe torfed, da vezañ jahinet da viken, pe betek deiz o adenkorfadur.

Ouzhpenn-se e vez graet ifern eus ul lec'h, e levraouegoù zo (hini ar Vatikan da skouer) ma vez miret ha dalc'het levrioù zo ha ne venner ket diskouez d'an dud ordinal abalamour d'ar relijion pe d'ar vuhezegezh vat.

E relijion Hellaz

E relijion Hellaz vez komzet eus an Ifernioù evel bro an holl dud varv.

Komzet e vez eus an Hades ivez, abalamour m'eo Hades anv doue ar re varv, ha Pluton (Pluto e latin) eo e anv e Roma. Tri barner zo e toull an nor: Minos, Radamant, hag Eaque. Met n'eus nemet ul lec'h ennañ, ul lodenn anezhañ, ma vez kastizet ar re zrouk: an Tartar an hini eo.

E-men emañ

Dindan an douar emañ an Ifernioù-se, pell mat diouzhimp, dindan Gres hag Italia, hag en em astenn a reont betek Rouantelezh an Noz. A-du e oa tud Hellaz ha re Roma war ar poent-mañ: d'an Ifernioù e kase kement toull don, kement mougev a oa.


An tri zolead meur

Erebos (an tostañ d'ar gorre)

Eno eo e rank an eneoù gortoz ur c'hant vloaz, pa ne vez ket bet lakaet ar c'horfoù en douar hervez al lidoù dereat. Eno eo emañ palez an Noz, Kerberos, an Erinied ha Tanatos (ar Marv).

Tartar

Bac'h an doueed eo. Teir mogerenn arem zo en-dro dezhañ. Eno emañ palez Hades, mestr an Ifernioù, hag ivez ar Ramzed, Titaned, hag an holl zoueed a oa enebet ouzh Doueed an Olimp. Eno e vez kastizet ar bec'herien

Stêrioù an Ifernioù

Ar Stiks

Honnezh eo stêr brudetañ an Ifernioù. Un nimfenn e oa, un Okeanidezenn anezhi, da lavarout eo merc'h da Okeanos ha Tethys. Dimeziñ a reas da Ballas, mab Krios. Gantañ he doe meur a vugel: Zelos (ar Gred), Kratos (ar Galloud), Bia (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h).

Ac'heron

Al Lete

An ifern er relijion yuzev

Kaoz a zo e-leizh eus an Ifern el levr kabbal.

An ifern er relijion gristen

Levezonet eo bet ar relijion gristen gant relijionoù pagan Hellaz ha Roma evit a sell ar vuhez war-lerc'h ar marv.

An Ifern en arz ar Grennamzer

A, Ifern, taolenn dehoù an teirzaolenn Liorzh ar plijadurezhioù, gant Hieronymus Bosch

Skeudennoù eus an Ifern a weler en ilizoù, kaoz enne eus Deiz ar Varn,

An Ifern hervez feizidi Bouddha

Yanluowang 閻羅王 (ar roue Yanluo) eo an doue sinaat e relijion Bouddha, diwaller ha barner en Ifern. Un doue a eil renk a gaver e Japan eo ivez, ha Yemma e anv.

Lavaredoù

  • « Ifern kristen, tan. Ifern pagan, tan. Ifern Mahomet, tan. Ifern hindou, flammoù. Diouzh krediñ ar relijionoù, pa oa ganet Doue e oa roster kig. (Victor Hugo, Choses vues, 1887)
  • ...

Notennoù


Gwelout ivez