Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù
D →Buhez hag obererezh: togig |
|||
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
E darempred ez eas gant [[Ker-Vreiz]] adalek [[1964]]. Deskiñ a reas [[brezhoneg]] adalek [[1968]], e [[Emsav Stadel Breizh|Kelc'h Debauvais]]. Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 60]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]]. |
E darempred ez eas gant [[Ker-Vreiz]] adalek [[1964]]. Deskiñ a reas [[brezhoneg]] adalek [[1968]], e [[Emsav Stadel Breizh|Kelc'h Debauvais]]. Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 60]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]]. |
||
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e |
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e [[Kêr-Vreizh]] hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan [[Kelc'h Maksen Wledig]], a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa Diaspad ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref> Daou bennad a skrivas er gelaouenn [[Al Liamm]], ivez : ''Yann Kel''<ref>Niverenn 184 Al Liamm, [[1977]].</ref> hag ''Evit ar re a zo en toull''.<ref>Niverenn 200 Al Liamm, 1980.</ref> |
||
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref> |
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref> |
Stumm eus an 20 Ebr 2014 da 15:08
Yann-Ber Tillenon pe Yann-Ber Tihernon — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur mesen hag un arzour brezhon kevreadelour, bet ganet e 1947 e Pariz.
Buhez hag obererezh
Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus Bro-Bagan. E dad-kozh a voe un drouiz eus an Emsav kentañ gant al lesanv Al Louzaouer. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv Thenenan. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel Guy Étienne, Youenn Olier, Morvan Marchal pe Remont Jestin.
E darempred ez eas gant Ker-Vreiz adalek 1964. Deskiñ a reas brezhoneg adalek 1968, e Kelc'h Debauvais. Goude bout bet legionour en arme Bro-C'hall, e Mururoa, e diwezh ar bloavezhioù 60 e teuas da vout un ezel eus ar Strollad sokialour, tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ Action Directe peogwir e oa kamalad kleiz Joëlle Aubron.
Levezonet e voe gant Goulven Pennaod ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Kêr-Vreizh hag e Goursez Breizh, er bloavezhioù 70. E 1983 e savas gantañ ar gevredigezh pagan Kelc'h Maksen Wledig, a-gevret gant Bernez Jestin ha Tieri Gwigourel.[1] Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa Diaspad ha pennadoù a skrivas enni.[2] Daou bennad a skrivas er gelaouenn Al Liamm, ivez : Yann Kel[3] hag Evit ar re a zo en toull.[4]
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe 1987, kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù Aber pe Nidiad.[5]
Sevel a reas ur strolladig europeour e penn kentañ ar bloavezhioù 90 gant Goulven Pennaod, Tristan Mordrelle ha Guillaume Faye, Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.[6] Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un Europa kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontrolioù" e Latin), da lavarout eo bodañ tud eus an tu-dehou hag eus an tu-kleiz, evit brudañ pezh a zo boutin etrezo ha diazez ar politikerezh kevreadelour hervezañ.[7] Danvez kuzulier-departamant eo bet e 2004 evit kanton Lanniliz, war ar renk evel Tepot Gwilhmod. D'ar 6 a viz Mezheven 2006 en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehou pellañ evit gwareziñ ar ouenn.[8]
Livañ ha kizellañ a ra taolennoù ha delwennoù hag a denn da zanvez Breizh hag an Emsav, evel poltredoù eus Paganiz, eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter Montparnasse e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.
Ereoù diavaez
Notennoù
<references>
- ↑ Gw. Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000, Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51
- ↑ Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.
- ↑ Niverenn 184 Al Liamm, 1977.
- ↑ Niverenn 200 Al Liamm, 1980.
- ↑ Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.
- ↑ Gw. Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours, Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394
- ↑ Gw. e bennad Candidature présidentielle fédéraliste (e galleg)
- ↑ Gw. Galv Moskova (e galleg)