Joëlle Aubron

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Joëlle Aubron, ganet d'ar 26 a viz Mezheven 1959 e Neuilly-sur-Seine, ha marvet d'ar 1añ a viz Meurzh 2006, a oa ur stourmerez en Action Directe.

Gwreg kleiz eo bet da Yann-Ber Tihernon e fin ar bloavezhioù 70. Harzet eo bet d'an 9 a viz Ebrel 1982, ha kondaonet eo bet da 4 bloavezh toull-bac'h evit bezañ kuzhet armoù. Dimezet he doa gant Régis Schleicher, ezel ivez eus Action Directe. Ober a rae war-dro ul levrdi anarkour met divizout a reas bezañ dindan kuzh e 1985 pa zivizas Action Directe kreñvaat e oberennoù. En em strollañ a rejont neuze gant ar Fraction Armée Rouge. Kemeret he deus perzh e drouklazh ar jeneral René Audran d'ar 25 a viz Genver 1985, hag en hini Georges Besse d'an 19 a viz Du 1986. Harzet eo bet gant he c'hamaladed Jean-Marc Rouillan, Nathalie Ménigon ha Georges Cipriani d'ar 21 a viz C'hwevrer 1987 e-barzh un ti-feurm e Vitry-aux-Loges (Loiret). Kondaonet eo bet e 1989 hag e 1994 d'an toull-bac'h he buhez-pad, gant ur prantad surentez a 18 vloaz. Kaset da gentañ da brizon Fleury-Mérogis (Essonne), eo bet da heul, asambles gant Nathalie Ménigon, e toull-bac'h Bapaume (Pas-de-Calais) e miz Here 1999. Dieubet eo bet ar 16 a viz Even 2004 abalamour d'he yec'hed, fall-put, goude bezañ bet operet evit ur c'hrign-bev er c'hlopenn. Gwelet eo bet e 2005 e-barzh ar film Ni vieux, ni traîtres, savet gant Pierre Carles. Stourmet he deus betek fin he buhez evit ma vefe dieubet he c'hamaladed a stourm.

Marvet eo gant krign-bev ar skevent.