Colt M1903 Pocket Hammerless
Colt Model 1903 Pocket Hammerless | |
---|---|
Ur bistolenn Colt M1903 Pocket Hammerless bet implijet gant ar rezistant gall Frédéric Laboureur e-pad emgannoù ar Mont Mouchet e 1944 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 7,65 mm Browning (Model 1903) .380 ACP (Model 1908) |
Produer orin | Colt's Patent Firearms Manufacturing Company |
Mare produiñ | 1903-1945 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,680 kg |
Hirder | 180 mm |
Hirder ar c'hanol | 100 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn (e .32 ACP) pe 7 kartouchenn (e .380 ACP) |
Stummoù nes | Model 1903 Model 1908 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Colt M1903 Pocket Hammerless zo ur bistolenn damaotomatek stadunanat dezhi ur blatinenn un-ober, ijinet gant John Moses Browning[1]. Implijet eo bet da vare an daou vrezel-bed, ha kopiet eo bet kalz e hanterenn gentañ an XXvet kantved.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1901 e oa an FN Herstal belgiat o klask ur bistolenn uheloc'h he c'halibr evit ar Model 1900 produet evit arme ar vro. Un emglev a gavjont gant John Browning evit sevel un arm nevez, hag a voe brevedet e dibenn 1903[2]. Ar Model 1903 a oa dezhi ur c'hi diabarzh hag ur gulasenn frank[1]. Evit ar wech kentañ en doa un arm-dorn savet gant Browning ul loc'henn-surentez a-dreñv d'e zornikell. Kavet e vez ar sistem-mañ war ar Colt M1911 milvrudet produet un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Kambret e voe da gentañ e .32 ACP. Pemp bloaz war-lerc'h e voe kinniget ar stumm Model 1908, heñvel-poch met kambret e .380 ACP[2].
Produet e voe an arm gant Colt dindan an anv Colt M1903 evit Amerika ha broioù ar Commonwealth, ha gant an FN Herstal evit peurrest ar bed, dindan an anv FN Model 1903. Ar stumm-mañ a oa brasoc'h ha kambret e 9 mm Browning Long. 572.215 skouerenn eus ar Colt M1903 Hammerless a voe savet betek 1945 (ha war-dro 150.000 evit ar Model 1908). Un nebeud adstummoù disheñvel a gaver, dezhe kemmoù war ar riklerez hag ar c'houch dreist-holl[2].
Awenet he deus ar pistolenn Ruby ha kalz armoù-dorn produet e hanterenn gentañ an XXvet, dindan aotre pe get, gant industrielezh euskarat an armerezh.
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Belgia : 24.002 pistolenn pourveziet d'an arme etre 1915 ha 1917
- Bro-C'hall
- Rouantelezh-Unanet : Royal Air Force dreist-holl, war-dro 21.000 skouerenn
- Sina : polis kêr Shangai
- Stadoù-Unanet Amerika : US Army ha US Air Force (war-dro 20.200 skouerenn)
- An arm zo bet implijet zo bet implijet gant rouedadoù rezistañs en Europa da vare an Eil Brezel-bed. Da vare an oberadenn Anthropoid e oa e-touez arsanailh an tri Dchekoslovak a lazhas Reinhard Heydrich e Praha e miz Mae 1942.
- Torfedourien stadunanat evel John Dillinger, Al Capone pe Bonnie ha Clyde a rae gant ur Model 1903[2].