Mont d’an endalc’had

9 mm Browning Long

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant 9 mm Browning Short.
9 mm Browning Long
Skeudenn ar pennad 9 mm Browning Long
Ur gartouchenn 9 mm Browning Long
Doare
Doare korf an douilhez Damvourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Belgia Belgia
Bloavezh krouidigezh 1903
Ijinour John Browning
Produer FN Herstal
Muzulioù
Ø bannadell 9,09 mm
Ø trogleuziñ 8,92 mm
Ø kolier 9,68 mm
Ø korf an douilhez 9,72 mm
Ø strad 10,20 mm
Tevder ar strad 1,25 mm
Hirder an douilhez 20,20 mm
Hirder ar gartouchenn 28 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7 g
Tizh mont e-maez V0 300 da 350 m/s
Energiezh ar vannadell 330 da 428 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An 9 mm Browning Long, anvet ivez 9 × 20 mm SR, zo ur munision ijinet e 1903 gant John Moses Browning, evit ar bistolenn FN Model 1903 produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal[1]. Choazet e voe evel kartouchenn armoù-dorn standart gant arme Sveden e 1907, ha poblek e voe e-pad trederenn gentañ an XXvet kantved. Izeloc'h eo he galloud evit hini an 9 mm Parabellum, ha dilezet eo bet bremañ gant an dennerien[2].

  1. (en) POPENKER Maxim, 9×20 Browning Long, Modern Firearms (lennet d'ar 24/12/2024)
  2. (es) 9 mm SR Browning Long, Municion.org (lennet d'ar 24/12/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan