Al Capone

Eus Wikipedia
Al Capone e 1930

Alphonse Gabriel Capone, ganet d'ar 17 a viz Genver 1899 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Genver 1947, lesanvet "Scarface", a oa ur gangster ha den a aferioù stadunanat. Brudet mat e voe e-pad ar Prohibition era evel kengrouer ha penn ar Chicago Outfit. E-pad 7 vloaz e voe e-penn torfedourien Chicago betek ma voe harzet ha kondaonet dre an abeg m'en doa kuzhet arc'hant ouzh an tailhoù d'an oad a 33 bloaz. Klañv bras e voe en toull-bac'h ha mervel a res dieub d'ar 25 a viz Genver 1947, goude un taol-kalon.