Mont d’an endalc’had

John Dillinger

Eus Wikipedia
John Dillinger
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhDillinger Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1903, 22 Mez 1903 Kemmañ
Lec'h ganedigezhIndianapolis, Martindale-Brightwood Neighborhood Kemmañ
Deiziad ar marv22 Gou 1934 Kemmañ
Lec'h ar marvChicago, Biograph Theater Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhCrown Hill Cemetery Kemmañ
Micherbank robber Kemmañ
Strollad etnekwhite people Kemmañ

John Herbert Dillinger, ganet d'an 22 a viz Even 1903 en Indianapolis hag aet da Anaon d'an 22 a viz Gouhere 1934, a oa ur gangster stadunanat brudet e 1933-1934, e-pad marevezh an Enkadenn Veur e Stadoù-Unanet Amerika. Kas a rae da benn e obererezhioù torfedouriezh gant ur strollad tud lesanvet an Dillinger Gang pe an Terror Gang, hag a voe lakaet da gablus evit laeroñsi 24 zi-bank, pevar c'homiserdi, hag evit torfedoù niverus all. Div wech eo tec'het kuit Dillinger eus an toull-bac'h.

Skritell klask war-lerc'h Dillinger

Dillinger a oa bet an torfedour brudetañ er Stadoù-Unanet e-pad marevezh an Enkadenn Veur, o vezañ lakaet war-wel muioc'h c'hoazh evit an dorfedourien Baby Face Nelson, Pretty Boy Floyd pe Bonnie ha Clyde. Ur brouenn anat e voe embannadur al levr meur diwar-benn torfedourien ar marevezh-se bloavezhioù war-lerc'h, a voe titlet The Dillinger Days (Ar mare Dillinger).

Trubardet e voe gant Ana Cumpănaş, a oa perc'hennez war ur fouzhlec'h ma oa bet kavet goudor gant Dillinger, hag adkavet e voe gant an FBI. Lazhet e voe pa oa o vont er-maez eus ur sinema (arBiograph Theater) e Chicago, d'an 22 a viz Gouhere 1934, gant un ezel eus an FBI anvet Melvin Purvis, hag e skipailh. Peder gwech e voe tennet warnañ pa glaskas tapout ur bistolenn en unan eus e c'hodelloù.

Kroget e oa gant an torfederezh da ugent vloaz, pa laeras un oto e Mooresville, Indiana hag ez eas gant ur veaj glepaj dre Indianapolis. Talet gant an archerien ha gloazet don ganto e voe rediet da emezeliñ en Navy evit chom hep bezañ bac'het. Chom a reas un nebeud mizvezhioù war vourzh ar vag Utah. Ken dichek e veze gant an ofiserien ma tremene e amzer en toull. Pa eorias ar vag e Boston e tec'has John Dillinger eus an Navy.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film Public Enemies (2009) sevenet gant Michael Mann e vez kontet penaos eo bet lakaet klask war John Dillinger ha lazhet anezhañ gant Melvin Purvis ha gwazed all an FBI. C'hoariet eo Dillinger gant Johnny Depp[1].

  1. (en) Fichenn ar film war IMDb (lennet d'ar 15/10/2024)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.