Bronn (kumun)
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Ur pennad Broons zo ivez.

Bronn | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() Plasenn Bronn. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Bron | |
Anv gallek (ofisiel) | Broons | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Bronn (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22020 | |
Kod post | 22250 | |
Maer Amzer gefridi | Serge Rouxel 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | http://www.broons.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 892 ann. (2016)[1] | |
Stankter | 82 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 94 m bihanañ 45 m — brasañ 143 m | |
Gorread | 35,21 km² | |
kemmañ ![]() |
Bronn (Broons e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Bro Sant-Maloù ha pennlec'h kanton Bronn, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh.
Taolenn
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teir martezeadenn zo, hini ebet o vezañ kadarnaet betek-henn :
- Hervez Arthur Le Moyne de La Borderie (1827-1901) ec'h eo keltiek anv ar gumun, hag e talveze kement ha « tertre, mamelon » evel bronn ha bren eta.[2]
- Tud all (Daveoù a vank) o deus meneget e c'halle dont eus Broc'han, anv ur roue brezhon eus Kembre.
- Tud all c'hoazh (Daveoù a vank) a laka ar ger galianek braconnos, « geuniek », da orin an anv.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En argant e erez daoubennek en sabel, pigoset ha krabanet en gul ; ur c'housourin valirant. (Siell Beltram Gwesklin, 1361) [3] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Bronn da benn ur bann [4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Rathier e anv, Chartier, kure, ha daou veleg, Picouest (beleg-servij) ha Bougault; Rathier, kannad e Breujoù Meur Bro-C'hall hag er Vodadenn vonreizhañ vroadel, en-doa graet al le, met, pa welas ne veze ket degemeret an diferadennoù, ez embannas e oa didalvoud e le [5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- [[Brezel-bed kentañ]
- 113 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [6].
- Mervel a reas naontek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [7].
- Trevadennoù
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas e 1948.
- Brezel Aljeria: tri soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
1 (Tirlu) |
Hollad | 1 |
Marvet eo e miz Mezheven 1940, e-pad an Eil brezel-bed [8] .
Roll maered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1778-2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mammenn : EBSSA.
1778 | 1836 | 1850 | 1870 | 1880 | 1890 | 1906 | 1916 | 1922 | 1936 | 1946 | 1954 | 1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
2077 | 2527 | 2559 | 2738 | 2844 | 2733 | 2867 | 2835 | 2439 | 2447 | 2442 | 2430 | 2172 | 2256 | 2432 | 2389 | 2327 | 2382 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Beltram Gwesklin, ganet eno e-tro ar bloaz 1320
- Charles Rathier, person parrez an Intron-Varia, kannad e Breujoù Meur Bro-C'hall hag er Vodadenn vonreizhañ vroadel.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Émile Le Giemble, Petite histoire de Broons et des Broonais, Paris, Éditions Le Livre d'histoire, 2004 (ISBN 978-2-84373-451-9) pajenn 12.
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine, Froger & Pressenssé, 2008 (ISBN 978-2-908752-83-0)
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 13 hag 20
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission