Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki
Rann eus | air raids on Japan |
---|---|
Stad | Impalaeriezh Japan |
Lec'h | Hiroshima, Nagasaki |
Daveennoù douaroniel | 34°23′41″N 132°27′17″E, 32°44′59″N 129°52′35″E |
Deiziad | 6 Eos 1945, 9 Eos 1945 |
Darvoud-alc'hwez | bombezadenn aer, bombezadenn aer |
Armament | nuclear bomb |
Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki zo div vombezadenn graet gant aerlu SUA e miz Eost 1945 e Japan, war kêrioù Hiroshima ha Nagasaki. En holl e oa bet lazhet 129 000 ha 226 000 den, an darn vrasañ anezho o vezañ trevourien. Betek-henn eo ar wechoù nemetañ ma voe implijet an arm nukleel e-kerzh ur stourm gwir.
Bloavezh diwezhañ an Eil Brezel-bed, ar Gevredidi a oa o prientiñ un aloubadeg koustus eus bro Japan. A-raok an oberiadur e oa bet krog bombezadennoù ramzel ha bombezadennoù tan war 67 kêr brasañ ar vro. Ar brezel en Europa a oa echuet gant kodianidigezh an Trede Reich d'an 8 a viz Mae 1945, holl aked ar Gevredidi a zo trot neuze war Talbenn ar Meurvor Habask. E miz Gouhere 1945, ar Manhattan Project en devoa savet div vombezenn atomek lesanvet: "Fat Man", ha "Little Boy".
Div vombezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'ar 6 a viz Eost 1945 diouzh ar beure, e voe taolet ar vombezenn atomek "Little Boy" war Hiroshima.
- D'an 9 a viz Eost 1945, diouzh ar beure, e voe taolet ar vombezenn atomek "Fat Man" war Nagasaki.
-
Hiroshima goude tarzhadenn ar vombezenn atomel
-
Ar jeneraled Yoshijiro Umezu ha Douglas MacArthur o sinañ ar peoc'h e bae Tokyo war vourzh al lestr Missouri d'an 2 a viz Gwengolo 1945
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|