Anne Frank
Rann eus | Canon of Dutch Literature |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Bro ar geodedouriezh | Trede Reich, statelessness, Republik Weimar |
Anv e yezh-vamm an den | Annelies Marie Frank |
Anv ganedigezh | Annelies Marie Frank |
Anv-bihan | Annelies, Marie |
Anv-familh | Frank |
Anv e kana | アンネ・フランク |
Deiziad ganedigezh | 12 Mez 1929 |
Lec'h ganedigezh | Maingau Clinic of the Red Cross |
Deiziad ar marv | C'hwevrer 1945 |
Lec'h ar marv | Bergen-Belsen |
Doare mervel | unnatural death |
Abeg ar marv | Tifuz |
Lec'h douaridigezh | Bergen-Belsen |
Tad | Otto Frank |
Mamm | Edith Frank-Holländer |
Breur pe c'hoar | Margot Frank, Eva Schloss |
Kar | Eva Schloss |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg, alamaneg |
Place of detention | Auschwitz-Birkenau, Westerbork Transit Camp, Bergen-Belsen |
Micher | diarist, skrivagner |
Tachenn labour | deizlevr |
Bet war ar studi e | 6th Montessori School Anne Frank |
Lec'h annez | Frankfurt am Main, Merwedeplein 37-II, annex Prinsengracht 263, Frankfurt am Main, Bergen-Belsen |
Lec'h labour | Amsterdam |
Deroù ar prantad labour | 1942 |
Dibenn ar prantad labour | 1944 |
Relijion | Yuzevegezh adreizhet |
Liv ar blev | blev du |
Tuadur revel | non-heterosexuality |
Oberenn heverk | Diary of Anne Frank, Tales from the Secret Annex |
Lec'hienn ofisiel | https://www.annefrank.org |
Hashtag | AnneFrank |
Deskrivet dre | The Diary of Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Where Is Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Love All You Have Left |
Subject has role | Holocaust victim |
Dileuriet gant | Anne Frank Fund |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | Anne Frank Fund |
Oberennoù zo en dastumad | NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Annelies Marie Frank (12 Mezheven 1929 - 12 Meurzh 1945) a oa ganet e Frankfurt am Main (kêr vrasañ land Hessen en Alamagn) ha mervel a eure e kamp-bac’h Bergen-Belsen.
Ur grennardez yuzev a oa anezhi, ha skrivañ a reas, en Amsterdam, e-kerzh aloubidigezh an Izelvroioù gant an Alamaned, un deizlevr e nederlandeg hag a voe troet goude ar brezel e tri-ugent yezh ha gwerzhet pemp milion warn-ugent a skouerennoù anezhañ dre ar bed.
He bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc’h yaouañ Otto Heinrich Frank (1889-1980) hag e wreg Edith Hollander (1900-1945) e oa Anne Frank. Pa zegouezhas [Adolf Hitler]] e penn Alamagn e 1933 e kuitajont Frankfurt da vont da Amsterdam evit tec’hout rak heskinerezh an nazied. en ur ranni e karter Merwedeplein e vevas Anne Frank hag he familh etre 1934 ha 1942
E 1940 koulskoude e voe aloubet an Izelvroioù gant an nazied, ha kerkent e voe klasket war-lerc'h ar Yuzevien. Trizek vloaz e oa Anne Frank d'ar 6 a viz Gouhere 1942 pan eas an tiegezh da guzhat el labouradeg "Opekta" a oa da Otto Frank hag a oa e karter Prinsengracht e kreiz-ker Amsterdam.
-
Anne Frank e 1940
-
Ar ranndi e Merwedeplein
Ar vuhez e kuzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet e oa ar savadur e div lodenn, an hini diaraok hag an hini diadreñv: en diaraog e oa an embregerezh hag ar stal, burevioù a-us dezho. Evit ar stal a yae betek ar sanailh dindan an adti, an Achterhuis. En estaj an ti en diadreñv eo e oa eizh den o kuzhat: Otto hag Edith Frank, tud Anne; Anne hag he c'hoar vras Margot; an aotrou Dussel, un dentour yuzev (Fritz Pfeffer e wir anv); an aotrou hag an itron Van Daan hag o mab Peter (Van Pels o gwir anv). Kuzhet e oa an nor da vont e-barzh an adti a-drek ul levraoueg savet a-benn-kaer. Degaset e veze boued d'an eizh den-se gant pevar den: Jo Kleiman, Viktor Kugler, Miep Gies hag Elly Vossen. E-kerzh ar bloavezhioù-se e kontas Anne en he deizlevr pegement a aon he devoa o vevañ e kuzh, penaos e kroge da vezañ douget da Beter, penaos e savas bec'h etre he zud ha hi, ha pegen bras e oa he c'hoant da vout skrivagnerez. Tremen a rejont daou vloavezh e kuzh evel-se.
Flatret ha tapet gant ar polis alaman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 4 a viz Eost 1944 ez eas unan bennak da bellgomz d'ar Gestapo, a gasas ar Grüne Polizei d'o dastum. Kaset e voent neuze da gamp Westerbork da gentañ, ha d'an 21 a viz Gwengolo e voent lakaet en tren diwezhañ war-du Auschwitz. Eno e tegouezhjont tri devezh war-lerc'h. Jo Kleiman ha Victor Kugler a voe bac'het. Miep Gies ha Bep Voskuijl, a oa bet ouzh o gwareziñ, ne voe ket klasket afer outo. E-keit-se e voe kavet deizlevr Anne gant Miep Gies hag Elly Vossen, div eus o gwarezerien. Bez e oa anezhañ meur a gaier a 300 pajennad dornskrivet en holl. Kuzhet e voe ar gavadenn gant Miep Gies en he burev.
Ur miz e tremenas Margot hag Anne e kamp Auschwitz-Birkenau a-raok bout kaset da v-Bergen-Belsen, ma varvjont gant ar vrec'h-du e miz Meurzh 1945, daou viz a-boan a-raok dieubidigezh an Izelvroioù. 16 vloaz e oa Anne. Edith Frank, mamm Anne a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez en Auschwitz-Birkenau. Hermann van Pels a voe kaset d'ar gambr-gas e miz Gwengolo 1944 en Auschwitz-Birkenau
Fritz Pfeffer a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez d'an 20 a viz Kerzu 1944 e Neuengamme. Augusta van Pels a varvas e miz Ebrel 1945 e Theresienstadt. Peter van Pels a varvas d'ar 5 a viz Mae 1945 e kamp Mauthausen. Ne chomas nemet Otto Frank, tad Anne, a zeuas e-maez kamp-diouennañ Auschwitz. Mervel a eure e Basel (Suis) e 1981 d'an oad a 91 bloaz.
War-lerc'h ar brezel, pa voe asur e oa marvet Anne, ez eas Miep Gies da gas deizlevr e verc'h dezhañ. Neuze en lakaas embann dindan an anv Deizlevr Anne Frank.
Er bloavezhioù tremen ez eus deuet a zindan wask un embannadur eus skrid orin Anne Frank hag eus an hini bet graet gant he zad. Tud zo evel an nagennour gall Robert Faurisson, a nac'h e vije gwir ar pep brasañ eus danevell ar grennardezenn. Meur a skiantour a zo bet o plediñ gant ar skridoù ha dizarbennet eo bet tezennoù Faurisson.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1960 e c'haller gweladenniñ an ti ma voe Anne hag he ziegezh o kuzhat. Unan eus ar mirdioù a vez gweladennet ar muiañ en Amsterdam eo. Er bloavezh 1959, e voe savet ur film diwar he levr gant George Stevens. Meur a film skinwel zo bet graet ivez, hag ur film tresadennoù- bev japanat zo bet graet ivez, Anne no nikki e 1995.
Danvez kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eil brezel bed
- Gouennlazh
- Diskoulm diwezhañ
- Shoah
- kampoù-bac'h
- kampoù-diouennañ
- Roll kampoù-bac’h an nazied
- Auschwitz