Mont d’an endalc’had

Aliyah

Eus Wikipedia
Niver a envroidi yuzev dre vloaz

Aliyah (hebraeg: , עלייה, "pignidigezh") a vez graet eus enbroiñ ar yuzevien e Stad Israel. Ent-hengounel e veze implijet ar ger-se evit merkañ an enor da lenn tammoù eus an Torah er sinagogennoù.

Evit daou abeg ez eo an Aliyah unan eus diazezoù pennañ ar Sionouriezh :

  1. lakaat yuzevien eus ar bed a-bezh da guitaat o broioù (abalamour d'an enepyuzevegezh) ar muiañ ar gwellañ ;
  2. mirout an tu-kreñv yuzev e poblañs Israel.

E hebraeg Israel e vez graet oleh (עלה), olim el liester, eus an enbroerien yuzev.

An Aliyah Bet a chom an hini brudetañ, dre an niver a enbroidi dija. Bet e oa bet an anv kod roet d'an divroañ amreizh gant ar yuzevien e Palestina dindan dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Kement-mañ a oa bet sevenet en desped d'an harzoù savet gant ar White Paper of 1939, er bloavezhioù 1934 betek 1948.