Zirkoniom

Eus Wikipedia
Zirkoniom
ItriomZirkoniomNiobiom
Ti
Zr
Hf
taolenn beriodek, Zirkoniom

Niver atomek 40
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 4
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d2 5s2
Niver oksidadur +4
Tredanleiegezh 1,33
Skin atomek 159
Tolz atomek 91,224



1 cm3 eo ec'honad an diñs zirkoniom

Un elfenn gimiek eo ar zirkoniom ; Zr eo e arouez kimiek, 40 e niver atomek ha 91,224 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar zirkoniom.

Ur metal lufrus liv an arc'hant eo ar zirkoniom, a gaver e kailhoù evel ar zirkon ma vez kevret gant an hafniom 72Hf, e amezeg er strollad 4. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
War-dro 1 410 tonennad a zirkoniom a voe kenderc'het er bed e 2011, 720 anezho gant Aostralia ha 380 anezho e Suafrika ; da heul e voe Sina (100 t), Indonezia (50 t), Mozambik (40 t), India (38 t), Ukraina (35 t), Brazil (18 t) ha gant ar broioù all e voe kenderc'het an 32 donennad all.[1]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Bibl ez eus meneg eus ar zirkon[2], hogen kuzh e chomas an elfenn "zikoniom" betek 1789 pa voe kavet gant ar c'himiour alaman Martin Heinrich Klaproth en ur roc'hell a zeue eus Enez Sri Lanka. Zirkonerde e voe anv an elfenn nevez[2].
E 1808 e klaskas ar c'himiour kerneveurat Humphrey Davy hiniennekaat an elfenn, en aner avat.
E 1824 e voe kavet ar metal zirkoniom gant ar c'himiour svedat Jöns Jacob Berzelius.
E 1794 e voe anvet zirkoniom diwar ar c'hailh zirkon, eus an alamaneg Zirkon "louzaouenn-ar-goukoug", < arabeg zarqun "ruz-flamm" < perseg zargun "liv an aour"[3].
Adalek 1925 e voe kenderc'het zirkoniom en un doare greantel.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal orjalennus eo ar zirkoniom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe ; govelius eo ivez, pa c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Da galet ha bruzunek e tro pa vez dampur.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aes e peg an tan er zirkoniom poultrennek. Ne c'hall ket ar zirkoniom bezañ oksidet gant dour sall, trenkennoù pe vazennoù. Gallout a reer e zileizhañ en drenkenn gloridrek HCl hag en drenkenn sulfurek H2SO4, dreist-holl gant harp ar fluor 9F.
E 1 855 °C e teuz ar zirkoniom, hag e 4 409 °C e verv.
Pa vez kendeuzet gant zink (ZrZn2) ha lakaet yenoc'h eget - 238,15 ° C (35 ° K) e teu ar zirkoniom da vezañ gwarellek ha dreistreüs war un dro — ar pezh ne c'hoarvez nemet gant UGe2 ivez betek-gouzout.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

90Zr a gaver an aliesañ (51,45 %) a-douez pemp izotop naturel ha stabil ar zirkoniom, ar re all o vezañ 91Zr, 92Zr, 94Zr ha 96Zr, a zo an hini dibaotañ (2,80 %).
Eus 78Zr betek 110Zr eo skalfad an izotopoù a zo bet kevanaozet.

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er prierezh hag en teuzerezh ez implijer zirkoniom, da fardañ danvezioù-toupekaat ha danvezioù tanspirus.
Zirkoniom zo e danvezioù-raskennañ, e kendeuzadoù metalek, e kenderc'hadoù kimiek ha war bizhier-soudañ.
Ar greanterezh nukleel ha hini ar gimiezh eo a ra ar muiañ gant zirkoniom.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 16 HER 12
  2. 2,0 ha2,1 LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
  3. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 16 HER 12


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok