Niobiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
ZirkoniomNiobiomMolibden
V
Nb
Ta

taolenn beriodek, niobiom
Niver atomek : 41
Rummad kimiek : Metaloù ardreuzat
Strollad : 5
Trovezh : 5
Aozadur elektronek : [Kr] 4d4 5s1
Niver oksidadur : + 3, + 5
Tredanleiegezh : 1,60
Skin atomek : 142,9
Tolz atomek : 92,90638
Niobiom
1 cm3 eo ec'honad an diñs

Un elfenn gimiek eo an niobiom, a zo bet anvet kolombiom ivez ; Nb eo e arouez kimiek, 41 e niver atomek ha 92,906 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an niobiom.

Ur metal blot arwenn eo an niobiom, a gaver e kailhoù evel ar piroklor (Na,Ca)2Nb2O6(OH,F) pe ar ferrokolombit (Fe,Mn)(Nb,Ta)2O6. Da arc'hlas e tro pa vez lakaet en aer.
Brazil a voe ar c'henderc'her pennañ e 2011, gant 58 000 tonennad. Kanada a roas 4 400 t, ha 600 t a zeuas eus broioù all. Tri milion a donennadoù niobiom a chom da dennañ eus kailh piroklor, ar pezh a zo trawalc'h da vastañ da ezhommoù ar bed. Daoust d'ar 150 000 tonennad a niobium a zo e douaroù Stadoù-Unanet Amerika ne voe ket kenderc'het eno e 2011 abalamour ma oa re ger en ober. [1]

Istor[kemmañ]

E 1801, ar c'himiour saoz Charles Hatchett a zizoloas un elfenn nevez en un tamm kailh a zeue eus ar Stadoù-Unanet ; kolombiom e voe an anv a roas dezhi, hervez anv barzhel Amerika. Ne ouie ket avat e oa an elfenn nevez mesket gant tantalom (mesket eo Nb ha Ta er ferrokolombit, evel meneget amañ a-uc'h), ar pezh a lakaas reuz e bed ar gimiezh. Droukvesket e voe niobiom ha tantalom ; neuze e voe kredet e oa pemp elfenn disheñvel, a voe anvet niobiom (< Niobe), tantalom (< Tantalos), dianiom (< Diana), pelopiom (< Pelops) hag ilmeniom (< Menez Ilmen en Oural), pa ne oa eus an teir elfenn diwezhañ nemet niobiom pe ur meskaj niobiom-tantalom. [2].
Etre 1864 ha 1866 e voe diskouezet splann ne oa nemet div elfenn aze, an niobiom hag an tantalom. Adalek 1866 e teuas ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac a-benn da genderc'hañ niobiom didantaliom, na voe ket arveret kent 1920 (da fardañ lampoù dre gannder). [3] Buan e voe an niobiom erlerc'hiet gant ar wolfram evit an arver-se.

  • Daou anv a voe arveret betek 1953 : kolombiom (Cb) er Stadoù-Unanet ha niobiom (Nb) en Europa, daoust ma oa bet divizet implijout niobiom hepken e 1949 ha ma voe niobiom degemeret gant an IUPAC [4] e 1950 goude ur meni brezel a badas tost da gant vloaz.

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal orjalennus eo an niobiom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe — kaletoc'h e teu pa vez dambur avat.
Kewarellek eo, da lavaret eo e vez desachet hepken gant ur gwarellvaez hep bezañ argaset gantañ.
Dreistreüs e teu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -150 ° C.

Kimiek[kemmañ]

E 2 468 °C e teuz an niobiom. Diaes-tre eo e oksidañ, ha pa zeuer a-benn e c'han gwiskadoù kaeelloù.
Peuzheñvel ouzh re an tantalom eo perzhioù kimikel an niobiom, ha dre m'eo marc'hadmatoc'h ha paotoc'h e vez alies arveret Nb e-lec'h Ta.

Izotopoù[kemmañ]

93Nb eo an izotop stabil nemetañ a zo en natur. Tremen 32 izotop all zo bet kevanaozet, eus 81Nb betek 113Nb, 92Nb o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 34,7 milion a vloavezhioù).

Arver[kemmañ]

  • Adalek ar bloavezhioù 1920 e voe merzet e talvez an niobiom da greñvaat an dir, ar pezh a reer hiziv c'hoazh : war-dro 90 % eus an niobiom a vez kenderc'het a ya da fardañ dir evit ar greanterezh nukleel, ar c'hirri-nij, ar fuc'helloù hag all.
  • Kendeuzet gant germaniom (Nb3Ge), staen (Nb3Sn) pe ditaniom (NbTi) e teu an niobiom da vezañ dreistreüs pa c'houzañv redoù tredan kreñv ha gwarellvaezioù ; dre ar perzh-se e farder mekanikoù-tredan ha tredanwarelloù, hag ivez binvioù evit ar vezegiezh.
  • Strinkennoù niobat litiom LiNbO3 zo arveret er pellgehenterezh (pellgomzoù hezoug, gouluzerioù luc'hek).
  • Er brageriz ez implijer niobiom da reiñ livioù d'ar metaloù, hag ivez abalamour ma ne ro allergiezh ebet ; en abeg d'ar pezh diwezhañ-mañ e vez an niobiom arveret er surjianerezh.
  • Ur metal nobl eo an niobiom er voneizoniezh evel an aour pe an arc'hant, a-benn lakaat livioù hag arlivioù er metal.

Erlec'hiadoù[kemmañ]

Molibden ha vanadiom a c'hall erlec'hiañ an niobiom en dir, evel tantalom ha titaniom ; prierezhioù, wolfram, tantalom ha molibden a vez lakaet e-lec'h niobiom en ardivinkoù a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
Alies avat ne vez ket an erlec'hiadoù par d'an niobiom er greantelezh, evit abegoù efedusted pe goust.

Notennoù[kemmañ]

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 16 HER 12
  2. Frenesius' Journal of Analytical Chemistry (de) Liamm oberiant 16 HER 12
  3. GUPTA C. K. & SURI A. K., Extractive Metallurgy of Niobium, CRC Press, 1994 ISBN 978-0-8493-6071-8 (en)
  4. Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 16 HER 12

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford