Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Demokratelezh Nevez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg
Banniel ar Strollad

Ar Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Demokratelezh Nevez (en saozneg: Communist Party of India (Marxist-Leninist) New Democracy) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India e 1988 gant Chandrapulla Reddy da heul un distrann e diabarzh Strollad Komunour India (Marksour-Leninour).

Yatendra Kumar eo Sekretour-Meur ar Strollad hiziv.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet hag er 7vet Kuzuliadeg).

En Andhra Pradesh emañ diazez lec'hel ar Strollad dreist-holl, ma vez graet "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Prajapantha" anezhañ peurliesañ, met oberiant emañ ivez e Kornôg Bengal, ar Pandjab, Uttar Pradesh, Maharashtra, Delhi, Orissa, Haryana, h.a.

Daou dileuriad en deus ar Strollad e Gouaranamant Andhra Pradesh, Narsaiah Gummadi hag Umadhar Prasad Singh.

Labourat a ra ar Strollad koulz war dachenn an dilennadegoù ha war dachenn ar stourm kuzh dre an armoù, hag er bloavezhioù diwezhañ eo bet techet ar trollad da vont mui-ouzh-mui war hent ar stourm dre guzh.

Liammoù diavaez:[kemmañ]