Bodad Marksourion-Leninourion/Tarzh-an-deiz Ruz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg

Bodad Marksourion-Leninourion/Tarzh-an-deiz Ruz (en izelvroeg: Groep van Marxisten-Leninisten/Rode Morgen) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en Izelvroioù e 1977 p'en em deuzas meur a aozadur bet savet gant tud skarzhet eus Luskad Unaniezh Komunour an Izelvroioù (Marksour-Leninour) (KEN(ml)) e 1976, anazevet evel 'Bodad an Tri', 'Bodad an Pemp' ha 'Bodad ar C'hwec'h'. 25 ezel en doa pa oa bet krouet er penn-kentañ dindan ren Erik van Ree evel Sekretour-Meur, aet kuit eus ar Strollad e 1981.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Sevel a reas ar Strollad a-du gant Strollad Komunour Kampoutchea dindan renad Pol Pot.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Rode Morgen.

Liammoù diavaez:[kemmañ]