Strollad Marksour-Leninour Alamagn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg

Strollad Marksour-Leninour Alamagn (en alamaneg: Marxistisch-Leninistische Partei Deutschlands: MLPD) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en Alamagn e 1982 gant izili eus Unvaniezh Labourerion Komunour Alamagn (Kommunistischer Arbeiterbund Deutschlands: KABD).

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

En dilennadegoù kevreadel Alamagn e 1998 ec'h eas gant Strollad Marksour-Leninour Alamagn 0,01% eus ar mouezhioù hag e 2002 e tivizas chom hep kemer perzh en dilennadegoù o sevel a-du gant ar voikoterezh.

E 2005 e kermeras perzh er moeuzhiadegoù kevreadel adarre, tapet gante dek gwezh muioc'h a vouezhioù evit e 1998, tizhet gante 0,1%.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Rote Fahne ("Banniel Ruz").

Rebell eo anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad.

Liammoù diavaez:[kemmañ]