Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Janashakti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg

Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Janashakti: SKI (M-L) Janashakti (e saozneg: Communist Party of India (Marxist-Leninist) Janashakti: CPI (M-L) Janashakti; e hindeg: भारत की कम्युनिस्ट पार्टी (मार्क्सवादी-लेनिनवादी) जनशक्ति ; जनशक्ति janashakti: "galloud ar bobl") a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour dre guzh hag er-maez eus al lezenn bet krouet e India e 1992 pe'en em gendeuzas ar seizh aozadur dispac'hel-mañ:.

  • "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Harzerezh" (Communist Party of India (Marxist-Leninist) Resistance);
  • "Kreizenn Unaniezh Dispac'hourion Komunour India (Marksour-Leninour), disrann Muktigami (Unity Centre of Communist Revolutionaries of India (Marxist-Leninist, Muktigami faction);
  • "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Agami Yug" (Communist Party of India (Marxist-Leninist) Agami Yug);
  • "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour), disrann ganti da benn P.V. Rao, disrannet diouzh Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Demokratelezh Nevez);
  • "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour)" en e benn Khokan Majumdar
  • "Kuzul Kenurzhiañ an Dispac'hourion Komunour" (Coordination Committee of Communist Revolutionaries);
  • "Bodad Dispac'hel Komunour evit an Unaniezh" (Communist Revolutionary Group for Unity)

Ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Diazezet e oa linenn bolitikel SKI (M-L) Janashakti war an hengoun dispac'hel bet diorroet en Andhra Pradesh gant Chandrapulla Reddy ha T. Nagi Reddy, o sevel a-du koulz gant stourm e diabarzh ar reizhad politikel ha gant rankout stourm dre guzh hag er-maez eus al lezenn.

E 1994 e oa bet tapet gant ar Strollad un dileuriad en Andhra Pradesh ha krouet e oa bet un sindikad, Kevread Sindikadoù Holl India, hag ul luskad war tachenn ar gouerion.

E 1996, avat, ec'h en em disrannas ar Strollad o vont kuit darn eus an izili savet gante da c'houde "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Emlusk Unaniezh" (Communist Party of India (Marxist-Leninist) Unity Initiative), deuet da vezañ hiziv "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Kanu Sanyal)" (Communist Party of India (Marxist-Leninist) (Kanu Sanyal)). Meur a disrann all a degouezhas da c'houde, da skouer: "Strollad Komunour Stadoù Unanet India" (lesanvet ivez "Janashakti, disrann Veeranna") ha kenteuzadenn Kuzul Proviñs Rannvro ar Su gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Chandra Pulla Reddy) e miz Ebrel 2004, savet diwar ar c'henemglev-se ar strollad nevez Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Janashakti (Chandra Pulla Reddy).

Da diwezh ar bloavezhioù 1990 e tivizas asr Strollad dilezel tachenn ar stourmoù ledan ma savas kement all a gudenn diwarni evit en em reiñ da vat d'ar stourm kuzh.

E Andhra Pradesh emañ oberiant dreist-holl ar Strollad hiziv.

Da geñver dilennadegoù 2004 Lok Sabha (kambr izel Parlamant India) e sinas ur c'hendisklêriadur SKI(ML) Janashakti gant "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl" (Communist Party of India (Marxist-Leninist) People's War) ha "Kreizenn Komunour Maoour India" (Maoist Communist Centre of India: MCC(I)) o svel a-du gant ar voikoterezh.

D'an 23 a viz Gwengolo 2004 e tisklêrias gouarnamant stad Andhra Pradesh e vefe dalc'het kendivizoù gantañ ha Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Janashakti ha Brezel ar Bobl.

Liammoù diavaez:[kemmañ]