Strollad Komunour Filipinez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg

Strollad Komunour Filipinez (e tagalogeg: Partido Komunista ng Pilipinas) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet gant José María Sison e Alaminos (Pangasinan) e Filipinez d'ar 26 a viz Kerzu 1987 da heul un disrann er Strollad Komunour Filipinez a-gent.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Stourm a ra dre guzh hervez tezenn vaoour Brezel ar Bobl e penn ar gevrenn armet Arme Nevez ar Bobl (Bag-ong Kasundalohan sa Katawhan pe New People's Army) abaoe 1969.

Keit all emañ ar Strollad ivez e penn un talbenn dispac'hel ledan anvet Talbenn Demokratel Broadel (Nasodnong Demokratikanhong Prente pe National Democratic Front).

Gant gouarnamant SUA e vez lakaet Strollad Komunour Filipinez da vodad spontour estren.

D'ar 5 a viz Gwengolo 2007 e sinas Prezidantez Filipinez, President Gloria Macapagal-Arroyo, un disklêriadur o tistaoliañ izili Strollad Komunour Filipinez hag Arme Nevez ar Bobl ouzhpenn strolladoù komunour all hag o zalbennoù politikel hag o c'hevrennoù armet bet bac'het abalamour d'o stourm evit o c'hredennoù politikel, nemet ma vijent aet a-enep d'al lezennoù etrebroadel.

Liamoù diavaez:[kemmañ]