Bodad Ray O. Light

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maoouriezh.jpg

Bodad Ray O. Light (e saozneg: Ray O. Light Group: ROL; "Bodad Bann Sklêrijenn") a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en Stadoù-Unanet Amerika e 1961 gant aet kuit eus Strollad Komunour SUA (Communist Party of the USA: CPUSA) o sevel a-enep d'an adwelouriezh soviedel lañset gant C'hrouchtchov.

Da-gentañ-holl e oa bet anvet ar Strollad "Morzhol ha Dir" (Hammer & Steel: H&S), lesanvet a-wezhoùigoù ivez "Strollad Labour New England" (New England Party of Labor). Meur a c'hemm-anv a oa bet a-raok tizhout an anv a-vremañ "Bodad Ray O. Light": "Yaouankizoù evit Stalin" (Youth for Stalin) e 1968 ha "Bodad Labourerion Stalinour evit Dishualded Afrikan-Amerikan hag evit un Etrebroadel Komunour Nevez" (Stalinist Workers Group for African-American Liberation & a New Communist International) etre 1969 ha 1976.

Daoust ha ma oa bihan-tre e oa "Morzhol ha Dir" (H&S) ar Strollad nemetañ meneget dre e anv war-eeun gant C'hrouchtchov en e disklêriadennoù foran a-nep d'ar fed ma savas a-du Strollad Komunour Sina gant Strollad Labour Albania da heul an disrann etre an Unvaniezh Soviedel ha Republik Pobl Sina. An aozadur dispac'hel nemetañ e oa Morzhol ha dir ivez da vezañ kaset ur c'hannad ofisiel da 5vet Kendalc'h Strollad Labour Albania e 1966.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Abalamour d'e istor en deus Bodad Ray O. Light ur lec'h a-bouez el luskad komunour etrebroadel war dachenn ar vaoouriezh etrebroadel daoust dezhañ bezañ ur strollad bihan en e vro. Tost emañ ouzh Strollad Komunour Filipinez ha kemer perzh en deus graet er Devezhioù-studi Komunour Etrebroadel (International Communist Seminar) aozet bep bloaz gant Strollad Labour Belgia.

Hervez Morzhol ha Dir e talveze da enebiezh pennañ stourm an holl bobloù a stourm evit o frankiz broadel dre ar bed-holl hollvedel ha diwar-se e savas a-du gant stourm an Afrikaned-Amerikan er SUA evit o gwir da vezañ emren.

Hervez Bodad Ray O. Light ec'h eo an impaelerouriezh, hag hini Stadoù-Unanet en he fenn, enebour brasañ al labouererion/ezed dre ar bed holl hiziv ha klask a reont an tu da unaniñ al luskad a-enep d'an hollvedouriezh ha d'ar brezel war diazezoù enep-impaelour kreñv a talvezfe da c'houde da diazez solut evit adsevel ar C'homintern.

Hiziv e tifenn Bodad Ray O. Light tezennoù disheñvel a-walc'h e-keñver re an darn vrasañ eus al luskad marksour-leninour (maoour) etrebroadel, en o zouez:

  • Sevel a ra a-enep da dezenn bennañ ar vaoouriezh e-keñver "stourm an div linenn" ma vez enebiet al linenn varksour-leninour reizh ouzh linenn an adwelouriezh dehour, o sevel a-du en he flas gant "storum an teir linenn", ma rank ar varksourion-leninour reizh, herveze, difenn an dachenn greiz koulz etre an adwelourion dehour dioiuzh un tu hag ivez ouzh ar gleizourion diouzh an tu all, en ur damall ar vaoourien da geñver an Dispac'h Sevenadurel da vezañ chomet hep teurel pled ouzh riskloù ar bellgleizouriezh hag an adwelouriezh kleizour. Abalamour d'an dezenn-se e kav da vBodad Ray O. Lightsees e tilezas Republik Poblek Sina hent reizh ar varksouriezh-leninouriezh pa grogas an Dispac'h Sevenadurel e 1966.
  • Diazezet an tezennoù kinniget ha difennet gant Stalin en e levr "Marksouriezh hag ar Gudenn Vroadel"[1] ouzhpenn tezennoù ar c'homunour afrikan-amerikan Harry Haywood, e tifenn Bodad Ray O. Light ar gredenn m'eo afrikaned-amerikan ar Stadoù-Unanet ur vroad gwasket el lec'hioù eus SUA (Alabama ha biz Mississippi) hag ivez ar Chicanoed e mervent SUA, ha sevel a ra a-du gant o gwir da vezañ dishual.

Liammoù diavaez:[kemmañ]