Strollad Komunour (Marksour-Leninour) Panama
Eus Wikipedia
| Panama |
Un darn eus an heuliad a-zivout: |
|
|
|
|
|
Izili hag ez-izili
|
Strollad Komunour (Marksour-Leninour) Panamar (e spagnoleg: Partido Comunista (marxista-leninista) de Panamá: PC(ml)P) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Panama e 1980 gant un toullad izili eus Talbenn Sokialour al Labourerion (Marksour-Leninour) (Frente Obrero Marxista-leninista: FOS(ml)).
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).
Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Nueva Democracía ("Demokratelezh Nevez") etre 1980-2001..