Lok Sabha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Al Lok Sabha eo ar gambr izelañ e Parlamant India. Talvezout a ra ar gerioù Lok Sabha (लोक सभा) en hindeg, kement ha "Ti ar bobl".

Izili al Lok Sabha eo dileuridi pobl India, ha dilennet e vezont war-eeun gant ar voterien a ya d’ober an holl geodedourien en o oad gour en India. Hervez bonreizh India ez eus 552 ezel e-barzh : 530 anezho a vez dilennet e stadoù India, 20 ezel zo dileuridi tiriadoù an Unaniezh, ha daou all zo o tileuriañ ar gumuniezh saoz-hag-indian. Votadeg a vez bep pemp bloaz da zilenn izili al Lok Sabha. En em vodañ a ra e New Delhi, evel ar Rajya Sabha, kambr uhelañ ar parlamant.