Skridoù Breizh

Eus Wikipedia

Skridoù Breizh a oa un ti-embann bet savet e Brest e 1941, gant Florentin Goinard[1]. Un ti-embann all, Skrid ha Skeudenn e anv, a voe krouet en a-raok, e 1932, gant Youenn Drezen ha Goinard evel merour, e Brest ivez. Daoust ma ne oa ket brezhoneger hag eñ bet desavet e Sant-Nazer, ne vije ket bet a embann modernaet ha levrioù arzel brezhonek ma ne vije ket degaset gantañ ha gant e zanvez-pried, Suzanne Derrien, levrdierez-embannerez e Brest, o nerzhioù hag o barregezhioù.

 Un ti-embann kenwerzhel hollek ha liammet ouzh arzourien ar Seiz Breur ha skrivagnerien Walarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok an Eil Brezel-bed ne glaske ket Roparz Hemon sevel ur gwir ti-embann hag a-wezhioù ec'h embannas ul levr e-barzh heuliadenn ar gelaouenn niverennoù doubl pe dribl merket warni pe ur voulladenn a-ziforc'h, Levraoueg Gwalarn he zalbenn. Hervez Youenn Drezen ne veze ket tuet da zegemer skeudennadurioù el levrioù[2].
Er c'hontrol e veze Youenn Drezenn sod gant ar skeudennadurioù eus an dibab a save e vignoned bodet e Unvaniezh ar Seiz Breur. Asamblez gant Florentin Goinard en doe embannet 3 levr kaer etre 1932 ha 1938 ha merour an ti-embann kenwerzhel Skrid ha Skeudenn e oa Florentin Goinard en doa kejet gantañ d'ar mare ma voe penmouller an Imprimerie de la Presse libérale du Finistère, e Brest,[3] ha moullet ar C'hourrier du Finistère ganti. Krouet e voe Skridoù Breizh e 1941 ha staliet 35 rue Traverse, e Brest, nepell eus al levrdi Derrien (56 straed Émile Zola), hemañ a voe un embanner-kêr, koulz hag un embanner levrioù, levrioù relijiel pe levrioù rannvroel, darn anezho e brezhoneg.
Ti-embann bras Malassis en doe un ti-emban-ha-moullañ e Brest e penn an Patrom:19vet kantved. Prenet e voe gant an daou vreur Lefournier a sellas anezhañ da Désiré Derrien e 1895. E vab, André, a yeas d'e ren e 1933, met e varvas yaouank e 1937. E intañvez, Suzanne Derrien-Le Masurier a gemeras ar stur, ken e klaskas eztaoliñ he spered Breizhadez[4] en ur c'henlabourat gant penmouller ar Moullerezh kenwerzhel, Florentin Goinard. Sevel ar reont, e 1941, ar gevredigezh Skridoù Breizh, 50 dre gant ar c'hevrannoù da bep hini.
Ne oa ket hounnez nevez war dachenn an embann brezhonek ha Florentin Goinard a voe bet stummet en ur labourat e ti-embann Éditions de l'Abeille d'or-Ti-embann ar Wenanenn aour e Pariz, war-dro 1920 ha kemeret perzh da embann Danevellou a Vreiz, troet ha kinniget gant Adrien de Carné ha skeudennaouet gant Maurice de Becque.[5].
Gant skiant-prenet ar c'houblad embannerien ha entan arzourien bodet gant ar Seiz Breur ma "z eas en o zouez Florentin Goinard e 1941.

Politikerezh embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ez eus bet embannet gant an ti-embann nevez 5 levr savet gant Roparz Hemon, 2 savet gant Abeozen hag 1 gant Youenn Drezen, o vezañ ar re ziwezhañ e genlabourien dostañ e Radio Roazhon, mui ur skrid savet gantañ enni e weler e oa an tamm eus skiant-prenet Gwalarn e-barzh.
Gant Skridoù Breizh e voe embannet 4 dastumad tev evit rentañ kont eus labourioù Framm keltiek Breizh ha pa voe Roparz Hemon ar rener (= prezidant) anezhañ e weler pebezh pouez a vire marc'h-blein nevezadur an embann brezhonek. Ha pa voe dilec'hiet sez an ti-embann d'ar Vaol-Skoubleg ha bet choazet gant Roparz Hemon mont da chom tramor ne deuas ket an harluad ken pell pa voe an hanter eus an 8 levr brezhonek savet gantañ. Met Abeozen, Youenn Drezen, Zavier Langleiz ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou a c'helle degas o anaoudegezhioù evit reizhañ ha prientiñ an dornskridoù.

E-touez ar produadur e weler ul lañs nevez roet d'an embann brezhonek pa verzer ar romant polis hir kentañ (En ur rambreal) ha 3 levr war ar skiant e-maezh an istor ha ar yezhoù, da lavared eo skiantoù an Natur hag an Douar. Koulskoude, an Notennoù diwar-benn ar Gelted…, savet gant Meven Mordiern a lakae war wel m'eo ar brezhoneg ur yezh azazaet d'ar skiant kement ha kement.
Pa voe implijet ar reizhskrivadur peurunvanet a-nevez (emglev Gouere 1941) eo bet an darvoud lennegel a-bouez pa embannas Skridoù Breizh dornlevr Roperzh ar Mason savet evit skrivagnerien Bro-Wened a felle dezho heuliañ ar reolennoù nevez (Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire).

 Treuzell d'an embann brezhonek goudebrezel [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dreistvevañ a reas ti-embann Skridoù Breizh ouzh an trubuilhoù deuet goude ar brezel, pa ne voe ket berzhet outi. Aet e vpoe ar c'houblad embannerien da labourat e Pariz. E-doug ar bloavezh 1946 e adkavas Florentin Goinard ur post penmouller e Moullerezh ar Skrev, er Baol-Skoubleg[6]. Prientiñ a reas embannadenn Yezhadur bras ar brezhoneg, ur pikol levr savet gant Frañsez Kervella, astennet ar c'houst anezhañ gant an oberour e-unan.

Er bloaz 1958 e prenas Ronan Huon, d'ar priz ma voe divizet e 1957, 14 000 lur, ha rener Al Liamm sikouret gant ur rouedad mignoned, stok levrioù brezhonek Skridoù Breizh a-drugarez d'ur c'hest prevez. Diwar neuze e voent lakaet e gwerzh gant Al Liamm[7].

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tudual Huon, Youenn Drezen hag ar Seiz Breur. E-barzh E koun Youenn Drezen, dindan renerezh Bernez Rouz, Kemper, Embannadurioù al Lanv, 2022.

Roll oberennoù hervez ar bloaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll oberennoù hervez an titl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A
    • Alanig an Tri Roue gant Roparz Hemon (1950),
    • An Aotrou Bimbochet e Breizh gant Roparz Hemon (1942),
    • An ti Satanazet gant Jakez Riou (1944).
  • B
    • Barzhonegoù gant Roparz Hemon (1943),
    • Buhez Lommig pe enklask ar Vizaouenn-Skouarn gant Zavier V. Haas ha Youenn Drezen (1942).
  • C'h
    • C'hoariva brezhonek Pemp pezh-c'hoari berr gant Langleiz, Yann-Vari Perrot, Jarl Priel, Roparz Hemon ha Herri Ghéon (1944).
  • D
    • Dictionnaire breton français gant Roparz Hemon (1943, 1948),
    • Dremm an Ankou gant Abeozen (1942).
  • E
    • Ene al linennoù gant Langleiz (1942),
    • En ur rambreal gant Yann-Vari Kerwerc'hez (1943),
    • Evit ket ha netra gant Abherri (anv-pluenn Roperzh ar Mason) (1951).
  • G
    • Grammaire bretonne gant Roparz Hemon (1948).
  • H
    • Hervelina Geraouell gant Abeozen (1943).
  • K
    • Kleier Eured gant Roparz Hemon (1943),
    • Komzoù bev gant Maodez Glanndour (1949),
    • Kontadennoù a Vro-Skos gant Roparz Hemon (1944),
    • Korf an den gant Pêr Denez (1943).
  • L
    • Labous ar Wirionez gant Troude ha Milin (1950),
    • La langue bretonne et ses combats gant Roparz Hemon (1946),
    • Le Vannetais unifié : prononciation, grammaire et vocabulaire gant Roperzh ar Mason (1943),
    • Levr an Amprevaned, gant Gwilherm Berthou-Kerverzhiou (1942).
  • M
    • Marvailhoù Loened gant Abeozen (1943),
    • Monuments historiques, Monuments naturels et Sites classés de Bretagne (1943).
  • N
    • Notennou diwar-benn ar Gelted koz, O Istor hag o Sevenadur gant Meven Mordiern (1944).
  • T
    • Traoniennou ha kaniennoù-mor gant Lan Devenneg (1943),
    • Trema an heol o sevel gant Yann-Fañch Kaba (1943).
  • Y
    • Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella (1947).

Roll oberennoù hervez an oberour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A
    • Abeozen : Dremm an Ankou (1942), Hervelina Geraouell, Marvailhoù Loened (1943).
  • B
    • Gwilherm Berthou-Kerverzhiou : Levr an Amprevaned (1942).
  • D
    • Pêr Denez : Korf an den (1943),
    • Lan Devenneg : Traoniennou ha kaniennoù-mor (1943),
    • André Dézarrois : Monuments historiques, Monuments naturels et Sites classées de Bretagne (1943).
  • G
  • H
    • Zavier V. Haas (ha Youenn Drezen) : Buhez Lommig pe enklask ar Vizaouenn-Skouarn (1942),
    • Roparz Hemon : Alanig an Tri Roue (1950), An Aotrou Bimbochet e Breizh (1942), Barzhonegoù (1943), C'hoariva brezhonek Fostus an Doktor Daonet (1944), Dictionnaire breton français (1943, 1948), Grammaire bretonne (1948), Kleier Eured (1943), Kontadennoù a Vro-Skos (1944), La langue bretonne et ses combats (1946).
  • K
    • Yann-Fañch Kaba : Trema an heol o sevel (1943),
    • Frañsez Kervella : Yezhadur bras ar brezhoneg (1947),
    • Yann-Vari Kerwerc'hez : En ur rambreal (1943).
  • L
    • Langleiz : C'hoariva brezhonek An div zremm (1944), Ene al linennoù (1942).
  • M
    • Roperzh ar Mason : Evit ket ha netra (1951) (gant an anv-pluenn Abherri), Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire (1943),
    • Meven Mordiern : Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o Istor hag o Sevenadur (1944).
  • P
  • R
    • Jakez Riou : An ti Satanazet (1944).
  • T
    • Troude ha Milin : Labous ar Wirionez (1950).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Embanner e Pariz, pennmouller e Brest hag en ti-moullañ Ar Skrev (Ar Baol-Skoubleg) e voe kenlabourer Youenn Drezen evit sevel Skrid ha Skeudenn hag e saveas asambles gant Suzanne Derrien Skridoù Breizh betek ?.
  2. Tudual Huon, Youenn Drezen hag ar Seiz Breur. E-barzh E koun Youenn Drezen, dindan renerezh Bernez Rou, Kemper, Embannadurioù al Lanv, 2022.
  3. Arallanvet gant e anvadur brezhonek "Moullerezh ar C'hastell", pa voe lec'hiet 4, ru ar C'hastell.
  4. Goude ar brezel e 'z eas da guzul-ren kelc'h keltiek Ar Baol.
  5. Kenta~~levr kaer e brezhoneg : Danevellou a Vreiz, troet eus ar galleg e brezouneg Leon gant Adrien de Carné,... Skeudennet ha livet kaer gant Maurice de Becque, Pariz, Ti ar Wenanen aour, 1922. Pennadig BNF FRBNF31908726.
  6. Div notenn e diwezh Tir na nÓg, niv. 3, Genver-C'hwevrer 1947 a ro keloù eus ar cheñchamant chomlec'h hag eus tri levr raktreset.
  7. Lec'hienn Ronan Huon