Reizhskrivadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar reizhskrivadur eo an holl reolennoù da seveniñ skritur ur yezh.

Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 


Istor[kemmañ]

Peogwir emà ar yezhoù sistemoù kozh-tre, tradicionel-toud, oc'h evoluiñ war meur à b-plan (ar semantik, an distagadur, ar skritur), ne vez ked gante reolennoù ken lojik. Ha peogwir emaint deçantralised, ne vezont ked aes da gontroliñ. Dibaod mà hall aotorite-ebed reüssissiñ da lakaad reolennoù da vud aksepted gant an oll ; n'eus ked med un deskadurezh unik ken a vez gouest da skignañ ur « reolenn ». (Ha war-lerc'h, neb essae ewid chanch netrà, na pa vefe ewid normalisañ traou, na pa vefe un araokadur, en-em stok ordin deuzh ar norm embouded, ha deuzh boasioù (fall) an dud...)

Ar skriturioù so bed reizhed tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvejoù, buannoc'h e-barzh serten yezhoù. Hiziw an deiz, e vez skrived gant reolennoù, ferm pe fermoc'h, toud ar yezhioù bras. Pa tà ur yezh brassoc'h eged un dialekt pe ur yezh rejional, pa tà da vud skrived gant bern tud, emaer forsed da en-em renkañ war un norm, ewid d'ar skridoù bud aessoc'h da zigriptiñ, ar geriadurioù founussoc'h da implij...
Med an darn vrassañ deus yezhoù ar bed ne vezont ked skrived tamm, ewid lâred : n'eo ked bed red sevel ur reizhskrivadur ewite.

Socio-psikoloji an ortograf[kemmañ]

Pa vez droch ur sistem-ortograf (heni ar galleg a so, da skwer) e vez gwraed « siañs an asennoù » deusoutañ, peogwir emà ur deskamant e-lec'h e vez desked traou faoss ken alïes ha traou gwir (skriviñ « charrette » mes « chariot », « événement » pa zistager « évènement »...). Pa en-em vank un den e-barzh ar reizhskrivadur e vez komsed memestrà deus « des fautes d'orthographe » - ur « faute » a so tost da vud ur pec'hed en galleg.

E-pad pell eo bed un ortograf reizh ur sin lar un den oa desked. Desked ? pe sentus da reolennoù ?

An ortograf a so e-gis un dilhad : ar c'hentañ tra e weler deus un den.

Penaos e vez reizhed ur skrivadur[kemmañ]

Ewid sevel un ortograf, ez eus daou hent (dre vras) :

  • heuilañ ar fonetik : skriviñ evel e vez komsed. Skriturioù an italian, ar spagnoleg, ar serb, ar suomi, ar bahasa Indonezia, a so kentoc'h fonetik.
  • heuilañ an etimoloji.

Meur à reson a vez da gemer un ortograf etimolojik :

  • Re luzied eo ar yezh ewid bud skrived fonetikamant (en galleg da skwer, e vez distaged ar ger "dont" a-wezhoù /dõ/ a-wezhoù /dõt/, mes an "t" vez merked bewezh, ewid reiñ d'ar ger ur visaj unik)
  • Homofonoù a zegouez alïes (ar galleg ur wezhiad muioc'h : « au, aux, ô, hauts, os, aulx, oh, eau, eaux »... hag ur bern reoù all)
  • Ar yezh so dialektised : an etimoloji vo neuse ur mod da lakaad an dud akord...
  • An dud e faot deze diskouez emà ou yezh o toned deus ur yezh bruded (an dra-se so bed pec'hed ar galleg e-pad ar 15ved kantved surtoud : diskouez e teue deus ar latin) ; ouzhpenn-se, e vez aessoc'h da tud a anaveze ur yezh kar kompren ur yezh sort-se dre lenn...

Skritur ar saosneg a so etimolojik tre. Setu ne haller divinañ distagadur ur ger deus é skritur, nà vice versa.

Skritur an alamanteg a so hanter-fonetik hanter-etimolojik. Kals reformoù o-deus fonetised anezi kals ; mes ar gerioù newez-gemered deus ar saosneg, ne vez ked jermanised ou skritur mui.

Kaved so bed lar gant yezhoù skrived fonetikamant e vez nebeutoc'h à z-disleksi, ha lar ar vugale a zesk skriviñ buannoc'h.