Gwilherm Berthou-Kerverzhiou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwilherm Berthou-Kerverzhioù
Anv kefridiel Guillaume Berthou
Anv pluenn G.B. Kerverzhioù
Obererezh Barzh, skrivagner
Ganedigezh d'an 10 a viz Mae 1908
Pempoull
Marv d'an 13 a viz Meurzh 1951
Roazhon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Barzhonegoù, Levr an amprevaned, Llena Davies

Ganet e oa bet Gwilherm vBertoù e Pempoull d'an 10 a viz Mae 1908 ha marvet e Roazhon d'an 13 a viz Meurzh 1951. Mont a reas d'ar skol-vihan e Pempoull, d'al lise e Sant-Brieg. Tremen a reas e vachelouriezh war ar skiantoù hag al lizhiri e 1926. Mont a reas neuze d'ar skol-veur e Roazhon, ha dont a reas da vezañ ijinour-strilhour e 1929. Er memes bloaz e voe ijinour e Goueled-Antr (Bro-Naoned). Goude-se e voe o chom e Saint-Chamas er Provañs, hag e Brest, e 1931. Heskinet e voe gant ar polis e 1932 abalamour da darzhadenn Roazhon. Tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret da sevel ar poultr. War-lerc'h ez eas da Varselha, ha distreiñ da Landreger e 1935. Adalek 1939 e voe kelenner war ar strilhouriezh hag an naturoniezh e skolaj Itron Varia ar Wir Sikour e Brest. Sekretour Gwalarn e voe neuze, koulz ha merour Arvor, ha skrivagner e-barzh L'Heure Bretonne. Goude ar brezel e voe teñzorer Kad, ha rener ha penn-skrivagner Ogam. Mervel a reas e 1951, kleñvet-fall ma oa. Barzh e voe Gwilherm vBertoù dreist-holl. Lavaret e vez gant kalz ez eo luziet-tre e varzhonegoù, levezonet gant an hengeltieg hag ar skiantoù.