Korfadurezh denel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
korf mab-den

Ar gorfadurezh denel a zo deskrivadur eus frammadur korf mab-den, eus e organoù hag eus o lec'hiadur.

Taolenn

Organoù korf mab-den dre rannbarzh [kemmañ]

Rannbarzh ar penn hag ar gouzoug [kemmañ]

Rannbarzh ar c'hein hag ar reizhiad nervel kreiz [kemmañ]

Brusk [kemmañ]

  • an Atlas (mell)
  • Bronngwagrenn ar vronn
  • kavenn ar brusk
  • 12 re gostezennoù, ar seizh kentañ a zo staget ouzh ar glerenn (sternum), an 8vet, 9vet ha 10vet a zo staget ouzh migorn ar 7vet koublad. An 11vet ha 12vet re n'int ket staget ouzh ar glerenn ha graet e vez falskostezennoù anezho.
  • Klerenn, 3 lod enni : dornell ar glerenn, korf ar glerenn hag al lech.
  • Skevent, daou zo. Isrannet eo ar skeventenn dehou e teir zolbezenn (tolbezenn draoñ, tolbezenn grenn ha tolbezenn grec'h ar skevent). N'eus nemet div dolbezenn er skeventenn gleiz evit ma chomfe plas evit ar galon. Goloet int o-daou gant ur c'holoenn doubl : ar grezenn a zo etre ar skevent ha kavenn ar brusk. Graet eo ar skevent gant steuñvenn ar skevent hag aerhentoù.
  • Kalon (cor), graet eo gant gwiad kigennel dreist-holl : ar c'haher kalon (myocardium). Goloet eo gant div c'holoenn : unan doubl, diavaez, an amgalonenn (pericardium), hag unan diabarzh, an enkalonenn (endocardium) a c'holo diabarzh kav ar galon. Roet e vez red ar gwad gant tri zrapig, unan doubl : an trapig mintrek (valva atrioventicularis sinistra), ha daou dric'hement : hini an aortenn hag an hini tribroudek (valva atrioventicularis dextra).

Rannet eo ar galon e daou du : an tu-dehou hag an tu-kleiz. A-gleiz hag en nec'h, ar c'hentez kleiz (atrium sinistrum) ha kofig kleiz ar galon (ventriculus cordis) ; a-zehou hag en traoñ, ar c'hentez dehou (atrium dextrum) ha kofig dehou ar galon.

Kof [kemmañ]

Lestr [kemmañ]

Izili [kemmañ]