Kostezenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kostezennoù un den (sell a-gostez) : kostezennoù gwir e ruz; falskostezennoù e gwer ha kostezennoù distag e glas
ur gostezenn

Ur gostezenn, pe kostenn, zo un askorn hir ha kromm. Daouzek kostezenn zo a bep tu da gest-bruched an den, a zo serret gant peder c'hostezenn warn-ugent eta, hag int stag ouzh gwalenn ar c'hein. Un nebeudig tud o devez pe div ouzhpenn pe div nebeutoc'h. Gwareziñ a reont organoù ar brusk, evel ar galon pe ar skevent.

Ar 7 re gostezennoù kentañ, anvet a-wechoù kostezennoù gwir, zo stag ouzh ar glerenn gant migorn. Ar re gostezennoù kentañ zo disheñvel diouzh ar re all dre m'int plat ha berr hag un tamm anezhe a c'hell bezañ a-us live an trebezioù-skoaz.

Ar 5 re gostezennoù da heul a vez anvet falskostezennoù : 3 anezhe zo stag ouzh ar glerenn dre ar memes liamm migornek. An 2 re ziwezhañ zo anvet kostezennoù distag abalamour m'int stag ouzh al livenn-gein hepken, met hep liamm ebet gant ar glerenn. Tud 'zo n'o devez nemet ur re gostezennoù distag ha tud all 3 re.


[kemmañ] E loened all

En naered eo ar c'horf a-bezh hag a zo dalc'het ha gwarezet gant ar c'hostezennoù.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all