Askorn fer

Eus Wikipedia
Eskern ar chouk-troad e liv (tu kleiz, gwelet eus dindan ; tu dehou, gwelet eus a-us); A:askorn seul; B:askorn fer; C:diñseg; D:bulzuneg;
E, F, G:eskern gennheñvel
an askorn fer
ar seul : an askorn fer e glas hag an askorn seul e gwer

An askorn fer, pe astragal, zo unan eus eskern ar chouk-troad, er seul.

Koublet eo ouzh ar skin hag ar spilhenn, eskern ar c'har anezhe, hag ouzh an askorn seul hag ar bulzuneg.

Pa vez torret an askorn fer eo hir ar prantad pareañ dre n'eo ket gwall bourvezet e gwad.