Askorn tal

Eus Wikipedia
An askorn tal e ruz

An askorn tal zo unan eus eskern klopenn an den. Tennañ a ra e stumm da hini ur gokezenn. Koublet eo ouzh : ar genneg, ar sileg, an daou askorn kitern, an daou askorn ar fri, askorn ar garvan, askorn an daeroù hag an askorn boc'h.

Daou damm a ya d'ober an askorn tal :

  • ul lodenn skantennek a glot gant an tal ;
  • ul laonenn a gemer perzh e stummadur toenn kavenn ar fri ha hini ar poulloù-lagad.

Kleuziet eo gant daou sinus anvet kevioù an tal.