Framm keltiek Breizh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Framm keltiek Breizh, pe Institut celtique de Bretagne diouzh e anv gallek, a oa un ensavadur sevenadurel krouet d'an 20vet a viz Here 1941 diwar atiz Leo Weisgerber, heñcher arbennigour (sonderführer) anvet gant al lu alaman evit evezhiañ ar mediaoù e Gwalarn Kornog Bro-C'hall[1]. Dilennet e voe Roparz Hemon en e benn. 200 den anavezet dre o oberiantizoù arzel ha sevenadurel o doa roet o anvioù evit kemer perzh e labourioù ar c'hevrennoù. Da get ez eas an aozadur dre ordrenañsoù goude an Dieubidigezh e 1944.

Prientiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzh an darempredoù seven a veze etre Leo Weisgerber ha Roparz Hemon e voe posupl sevel ur raktres frouezhus evit an daou ouizieg hag en em anaveze a-raok ar brezel. O vezañ ma oa Leo Weisgerber ur c'helenner skol-veur ezel eus aozadurioù skiantel e vro e c'helle diskouez patrom an Deutsche Gesellschaft für Keltische Studien (Kevredigezh Bro-Alamagn evit ar studioù keltiek), ha ne oa ket posupl kemer perzh enni hep bezañ ezel eus ar Strollad Broadel ha Sokialour, strollad an Nazied.
Evit Roparz Hemon, ur seurt skol-veur e-maez Skol-Veur ar Republik a seblante ur pal da dizhout en ur vodañ ar vegenn eus ar ouizieienzh hag ar strolladoù sevenadurel. Hag e sebant bezañ bet un taol mat, pa teuas 200 den e-barzh ar Framm keltiek.
E-pad ar goañv 1941 e voe divizet sevel 39 c'hevrenn.

Palioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emvod meur kentañ e Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e voe an emvod meur kentañ e Naoned eus ar 14 betek an 17 a viz Mae 1942.

Izili pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Georges Arnoux, Octave-Louis Aubert, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, Yann Bricler, Frañsez Debauvais, André Dézarrois, Youenn Drezen, Fañch Elies Abeozen, Arzel Even, Yann Fouéré, Florentin Goinard, Yves Hémar, Roger Hervé, Job Jaffre, Frañsez Jaffrennou, Reun Kreston, Jean Langlet, Florian Le Roy, Morvan Marchal, Jean Merrien, Jef ar Penven, Adolphe Piriou, Yann Poupinot, Raymond Tassel, Georges-Gustave Toudouze, Jean Trécan, André Vallé

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[[daveoù}}

  1. Staget e voe an heñcherien arbennigour alaman ouzh ar Propaganda Abteilung, un servij eus gourc'hemennezh milour an alouberien. Ur gevrenn bruderezh (Propagandastaffehl a oa kreizennet e Añje gant burevioù er c'hêrioù pennañ.