Torfed ar frer Juniper

Eus Wikipedia

Torfed ar frer Juniper zo titl ur pezhig-c'hoari brezhonek fentus, en un arvest, diwar an oberenn c'hallek Le crime de Frère Juniper (1931) gant Henri Vangeon (Henri Ghéon e anv-pluenn), ha troet gant ar skrivagner brezhonek Jakez Riou.

Embannet eo bet e-barzh C'hoariva brezhonek, ul levr a gant c'hwec'h pajennad ha daou-ugent m'e gaver gant peder oberenn all : An div zremm gant Langleiz, E-tal ar poull gant Yann-Vari Perrot, An dakenn dour gant Jarl Priel ha Fostus an doktor daonet gant Roparz Hemon. Embannet e oa bet an dastumad-se gant Skridoù Breizh e penn kentañ 1944.

Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e oa bet e 1993 gant Hor Yezh.

Ar pezh-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ar c'hoari zo :

  • Ar frer Juniper, eus Urzh ar Vreudeur minor,
  • Ar frer Goulaouig, hag eñ Frañsezad ivez,
  • Ur c'houer, eus Umbria (Italia),
  • Ur pemoc'h m'emañ ar c'houer perc'henn warnañ.

Klañv eo ar frer Goulaouig, en e c'hourvez war e wele. O vezañ m'en devoa disklêriet « Frer Juniper, debriñ a rafen gant plijadur un troad pemoc'h. » hemañ ziwezhañ n'en deus ket kavet gwelloc'h eget mont da droc'hañ pav ur pemoc'h en ur park bennak. Dont a ra ar c'houer d'o c'haout da glemm.