Kombrid
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Kombrid | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Kerne - Bro Vigoudenn |
| Arondisamant | Arondisamant Kemper |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Su ar Vro Vigouden |
| Bro 'Voynet' | |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Pont-'n-Abad |
| Kod INSEE | 29037 |
| Kod post | 29120 |
| Maer Amzer gefridi |
Jean-Claude Dupré 2008-2014 |
| Gorread | 2 413 ha = 24 13 km² |
| Hed ha led | 47.88°, -4.15° |
| Uhelder | keitat : m bihanañ : 0 m brasañ : 62 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 3 440 (2007) |
| Stankter | 142 |
Kombrid, anvet alies gant an ti-kêr Kombrid Sant-Voran, a zo ur gumun eus Bro Vigoudenn e Kanton Pont-'n-Abad, e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh.
Taolenn |
Brezhoneg [kemmañ]
D'an 29 a viz Mae 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Istor [kemmañ]
XVIIvet kantved [kemmañ]
- Preizhet ha devet e voe maner ar Gozhkêr gant ur strollad emsavidi d'an 23 a viz Even 1675 e-pad Emsavadeg ar Bonedoù ruz; e aotrou a oa bet gloazet-bras war-lerc'h an overenn-bred a oa bet diouzh beure en iliz ar barrez; mervel a reas e Kemper un nebeud deizioù goude [1]. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh pemp den eus Kombrid, Guillaume Le Prat, Pierre Le Bagadec, Vincent Donars, Yves Lours ha Jeanne Bagadet, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [2].
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Diouron, person; nac'het e voe gant Andro, kure [3].
XXvet kantved [kemmañ]
- Eil Brezel-bed: d'an 30 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Mosquito FB.Mk.VI marilhet HR134 ha kodet DM-? eus ar 248th Squadron eus ar Royal Air Force e Benoded pe e Kombrid; mervel a reas he daou nijour, douaret int e bered Kombrid [4]
[5].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Iliz katolik Sant Tugdual
- Chapel Intron-Varia ar Sklaerder
- Monumant ar re varv
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 2 (Aerlu) | |
| Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant o-daou. Mervel a rejont d'an 30 a viz Even 1944 pa gouezhas o c'harr-nij Mosquito e Kombrid pe e Benoded, e-pad an Eil Brezel Bed [6][7].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1793 - 2007 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en Pays Bigouden, Embannadurioù Ressac, Kemper, 1989, pajenn 4
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Ouest-France
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes R.A.F Finistère
- ↑ Cassini hag EBSSA