Kasenn
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur gasenn (-dour) a c'hoarvez pa vez kas gant an dour war gorre un dolzennad dour pe en donder anezhi ; kasennoù(-mor) bras pe vrasoc'h (hag a vez graet froudoù-meur (meurvorel) ha froudoù-mor anezhe ivez) zo er mor.
Implijet e vez ar ger kasenn koulz hag e ledennadoù dour hag en dourredennoù ivez.
Dre ar c'hasennoù e vez dastumet gremm diwar implij ar milinoù (war ar stêrioù hag an aberioù) pe ar stankelloù dourdredan. Klask a reer sevel milinoù-dour e strad ar mor evit tapout gremm diwar ar c'hasennoù don.
Taolenn |
Kasennoù-mor bras [kemmañ]
Ouzhpenn meur a gasenn-vor lec'hel, darn anezho dindan levezon ar mareoù-mor, ez eus kasennoù o redek er meurvorioù war gehedoù divent. Ur pouez bras o deus e buhez an dud hag en armerzh p'o deus ul levezon war an hin ha war ar beskerezh.
Kasenn ar Gulf Stream a zegas un hin dommoc'h e Gwalarn Europa ; e Perou hag e Japan, el lec'h ma kej ar c'hasennoù yen ha tomm, e kav ar besketaerien pesked a-gementadoù bras.
Dre ziforc'hioù etre gwrezverkoù an dour mor ha dre ziforc'hioù holenegezh ennañ e vez kaset ar c'hasennoù bras da redek. Gremm an Heol ha lusk an Douar eo orinoù pennañ an diforc'hioù-se.
Pa vez ahel an Douar kostez e-keñver an Heol ez erru nebeutoc'h a c'hremm war bennahel an Norzh ha hini ar Su eget war ar c'heheder (etre an trovanoù) ken e resev an takad etretrovanel kement gremm ha pep all eus peurrest an Douar.
Evit ma vije ur c'hempouez etre ar c'hementadoù gwrez e fiñv an aergelc'h hag ar meurvorioù, ha diouzh ar fiñvoù-se e teu daou zoare kasennoù :
- kasennoù gorre broudet gant an diforc'hioù a wrezverkoù hag ivez an avelioù, an holl dindan levezon nerzh Coriolis ;
- kasennoù don broudet gant an diforc'hioù a wrezverkoù a zo etre un eil ledred d'egile ken ez eus diforc'hioù holenegezh a gas an dour yenoc'h ha nebeutoc'h sall da c'henel ur gasenn don.
Kasennoù e morioù ar bed [kemmañ]
| Meurvor Arktikel | Meurvor Atlantel | Meurvor Habask | Meurvor Indez | Meurvor Antarktikel |
|---|---|---|---|---|
| • Kasenn Greunland ar Reter • Kasenn Norvegia |
• ''Gulf Stream'' • Kasenn ar Casquets • Kasenn ar Fromveur (Breizh) • Kasenn al Labrador (kornôg Kanada) • Kasenn Atlantel Norzh • Kasenn an Antilhez • Kasenn ar Garibed • Kasenn Brazil • Kasenn ar C'hab Horn • Kasenn an Inizi Kanariez • Kasenn Ginea • Kasenn Angola • Kasenn Venguela (Mervent Afrika • Kasenn Norzh Brazil • Kasenn an Inizi Maloù • Kasenn Norzh ar C'heheder • Kasenn Portugal • Kasenn Atlantel Su • Kasenn Su ar C'heheder • Kasenn ar Spitzberg • Kasenn Greunland ar C'hornôg |
• Kasenn Alaska • Kasenn Humbolt (Perou) • Kouro-Chivo • Oya-Chivo • Kasenn Inizi an Aleouted • Kasenn Kalifornia • Kasenn Kamtchatka • Kasenn Mindanao • Kasenn Norzh ar C'heheder • Enepkasenn ar C'heheder • Kasenn Cromwell (don eo) • Kasenn Aostralia ar Reter • Kasenn Norzh ar Meurvor Habask • Kasenn Su ar C'heheder |
• Kasenn ar Pikernioù • Kasenn Madagaskar ar Reter • Enepkasenn ar C'heheder • Kasenn Indonezia • Kasenn Leeuwin • Kasenn Madagaskar • Kasenn Mozambik • Kasenn Somalia • Enepkasenn Aostralia ar Su • Kasenn Su ar C'heheder • Kasenn monson Indez • Kasenn Aostralia ar C'hornôg • Kasenn an Avel-gornôg |
• Kasenn drobennahelel Antarktika (West Wind Drift) • Kasenn-dro Weddell |
Gwelet ivez [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- C.A.R.T.H.E. (en)
- Coastal Ocean Monitoring Program (en)