Tre ha lanv
An tre eo ar mare ma vez ar mor o vont war-draoñ, hag al lanv eo pa vez o tont war-grec'h.
Taolenn |
Gerioù [kemmañ]
- Tre ha lanv a vez laret e brezhoneg, pe chal ha dichal, e doare ar gwenedeg, met da ziwall zo: lanv ha chal eo ar mor o tont war-grec'h, ha tre ha dichal ar mor o vont war-draoñ.
- Daere ha dazre a vez lavaret eus an izelvor.
- Gourlen a vez lavaret ivez pa vez uhelvor.
Mare [kemmañ]
Kresk-digresk ar mor a zo anvet ar mareoù, ur fenomen a weler war aodoù an holl vorioù bras pa deu ul luskelladur etre live uhel ha live izel e-doug un devezh hepken. An uhelvor a zo pa vez ar mor en e uhelañ hag an daere pe izelvor pa vez en e izelañ.
Amprestet eo bet ar ger mare digant ar galleg marée. Ledanaet eo bet e ster evit ar prantad amzer hir pe verr. Morad a vez lavaret ivez. Implijet e vez ivez evit ar prantad amzer ma ya ar bagoù-pesketa er mor.
Lanv [kemmañ]
Al lanv eo lusk live ar mor pa deu war-grec'h bemdez, pe div wech en deiz. Goude dezhañ degouezhout en e uhelañ e ya live ar mor war-draoñ en dro, en ul lusk hag a vez anvet an tre a-hed ar prantad-se.
Gant al lanv hag an tre e vez kaoz eus fenomenn ar mare, hemañ kaset dindan levezon al Loar hag an Heol. P'emañ live ar mor etre hini al lanv hag hini an tre e vez kaoz eus ar gourlenn.
Tre [kemmañ]
An tre eo al lusk a ya div wech an deiz (met unan hepken er Meurvor Habask) gant ar morioù (hag ar meurvorioù) pa tiskenn o liveoù war-draoñ. Dindan levezon al Loar e c'hoarvez ar fenomenn-se hag a zeu e digresk c'hwezhadur tolzennadoù an dourioù goude m'eo tremenet ar blanedenn vihan. An daou lusk kontrol, al lañv hag an tre, a zo fenomenn ar mare. Ur ger all a zo evit an tre : an dichal (kontrol : chal).
P'eo deuet ar mor en e live izelañ emañ an daere pe an izelvor. Pa teu an tre ez eus kasennoù a c'hell bezañ kreñv e lec'hioù strishaet evel an aberioù hag etre an inizi hag ar c'harregoù. Un dañjer bras eo evit an neũnvierien, bagoù bihan ha listri hep nerzh poulzerezh.
Orin ar c'hoarvoudenn [kemmañ]
Al lanvioù bras [kemmañ]
Kenefeder al lanv [kemmañ]
Estaolet e vez e kantvedennoù adalek 20 betek 120. Diskouez a ra nerzh al lanv.
Arsellerezh ar mareoù [kemmañ]
War ribloù ar morioù hag an aberioù e vez gwelet live ar mor mont d'ul live uhel hag goude ur prantad amzer berr mont d'ul live izel. Er Meurvor Atlantel e weler ar c'hresk o erruout e-pad un c'hwec'h eurvezh ha memestra evit an digresk. E morioù all e vez sikloù hirroc'h. Er Meurvor Habask ez eus mareoù war daouzeg eurvezh.
An diforc'hioù etre al liveoù a chell bezañ bras : un degad metrad e aberioù'zo ha daou degad santimetr er morioù klos pe beuzklos evel ar Mor Kreizdouarel pe Pleg-Mor Mec'hiko.
Dre vras eo strishoc'h an diforc'h war an aodoù sonn hag ar c'hontrol evit an aodoù plat.
War daou boent emañ sikl ar mareoù, met luskelladurioù kemplesañ a zo pa ne ya ket ar mor er memes live bemdez. Pa 'z eus diforc'hioù bras e lavarer eo mare ar reverzhi.
E bae Fundy e Kanada e kreder eo ar mareoù uhelañ e-keñver an daere (al live izelañ), 16 metrad er reverzhioù brasañ.
Lavaroù [kemmañ]
Tro-lavar [kemmañ]
Krennlavar [kemmañ]
Penadoù kar [kemmañ]
Levrlennadur [kemmañ]
- (br) "Ar Mareoù" gant Odile Guérin, troet gant Ofis ar Brezhoneg, Embannadurioù Apogée
- "Brezhoneg ar mor" , Loeiz Andouard (1983),