Pennahel an Norzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pennahel an Norzh e Meurvor Arktika

Pennahel an Norzh, pe Penn-ahel an Norzh, pe Pol Norzh, eo poent hanternosañ an Douar, e Meurvor Arktika. Unan eus daou boent-kej ahel an Douar gant e c'horre eo (Pennahel ar Su eo egile).

Dre m'emañ ar pol Norzh e-kreiz Meurvor Arktika, goloet gant ur vorskorneg, eo dibosupl sevel ur savlec'h evel m'eo bet graet er pol Su war kevandir Antarktika. 4 261 m eo donder ar mor e pennahel an Norzh. An tamm douar tostañ anezhañ (war-dro 700 km) a vefe enez Kaffeklubben, e norzh Greunland.