Mont d’an endalc’had

Clark Ashton Smith

Eus Wikipedia
Clark Ashton Smith
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denClark Ashton Smith Kemmañ
Anv-bihanClark Kemmañ
Anv-familhSmith Kemmañ
LesanvKlarkash-Ton Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Gen 1893 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAuburn Kemmañ
Deiziad ar marv14 Eos 1961 Kemmañ
Lec'h ar marvPacific Grove Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage Kemmañ
Lec'h douaridigezhAuburn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi ePlacer High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1910 Kemmañ
List of worksClark Ashton Smith bibliography Kemmañ
Tachennfaltazi, Dark fantasy, lennegezh spont, skiant-faltazi Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.eldritchdark.com Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Clark Ashton Smith

Clark Ashton Smith (Auburn, Kalifornia, 13 a viz Genver 1893 - 14 a viz Eost 1961), a oa arzour, barzh ha skrivagner amerikan. A-fed lennegezh en deus skrivet oberennoù moliac'h, spont ha skiant-faltazi. Mignon bras da Howard Phillips Lovecraft e oa.

Paket gant an droug-skevent hag un diwaskadenn e vevas e-unan en ul lochenn a savas asambles gant e dad nepell eus Auburn er penn-kentañ, ha goude-se e Pacific Grove (nepell eus Monterey). Kement tra a ouie Smith a zeskas e-unan : n'eas ket d'al lise, e-unan e teskas galleg ha kastilhaneg, ha meur a varzhoneg a droas, re Baudelaire en o zouez. Meur a vicher en doe ivez : kazetenner, bizskriver, dastumer ha pakader frouezh, troc'her koad, mañsoner, liorzhour ha mengleuzier.

Da 35 bloaz e krogas da skrivañ danevelloù moliac'h (ouzhpenn kant anezho etre 1929 ha 1935, al lodenn vrasañ anezho a zo bet embannet er gelaouenn Weird Tales).

E vuhez-pad e voe kalonekaet gant Howard Phillips Lovecraft, hag hemañ a glaskas lakaat oberenn liesseurt (danevelloù, taolennoù, kizelladurioù) Smith da vezañ brudet. N'eo nemet goude an eil brezel-bed ma vo dastumet skridoù Smith gant August Derleth, hag embannet gant Arkham House.

Oberenn Smith a zo gwall zisheñvel diouzh hini ar skrivagnerien lovecraftian all : ne gaver nag emgannoù na diskouezadur an nerzh-korf enni (er c'hontrol da skridoù Robert Ervin Howard). Peurliesañ ez eo diazezet e skridoù war sorserien, diaouled, pe sunerien-wad en un endro mizus diazezet war bedoù kollet ha disoñjet.

Plijout a rae da Smith implijout gerioù blizidik, rouez pe kozh-bras. Frazennoù hir a save, enno kalz munudoù barzhoniel. E ziouer a deknik akademikel a gempoueze gant pinvidigezh e c'heriaoueg, un ijin hunvreidik bras-divent hag ur c'hoant difaezhus da zeskiñ traoù nevez.

  • Listennad ha pajennoù (saoznek) da dañva amañ: [[1]]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.