2 Here
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1187 : kemeret eo Jeruzalem gant luioù Saladin.
- 1370 : Beltram Gwesklin anvet da gonestabl Bro-C'hall.
- 1535 : kavet eo enezenn Montreal gant ar moraer breizhat Jakez Karter.
- 1799 : Emgann Alkmaar.
- 1944 : dibenn Emsavadeg Varsovia.
- 1985 : krouidigezh Fun Radio.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1988 :
- Pierre Durand, marc'heg gall, a ya da gampion olimpek al lamm-skoilhoù gant e varc'h Jappeloup e Seoul.
- klozadur ar Patrom:XXIVvet C'hoarioù Olimpek hañv e Seoul gant Juan Antonio Samaranch Torelló, prezidant spagn ar Poellgor etrebroadel olimpek.
- 2009 : dilennet eo Rio de Janeiro gant ar Poellgor etrebroadel olimpek evit degemer ar C'hoarioù Olimpek hañv e 2016.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1452 : Richarzh III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz hag Aotrou Iwerzhon adalek 1483 betek e varv (1485)
- 1749 : Jacques Cambry, kronikour, politikour ha tudoniour, diazezer an Akademiezh keltiek
- 1847 : Paul von Hindenburg, milour ha den-stad alaman
- 1852 : Sir William Ramsay, kimiour breizhveuriat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1904
- 1869 : Mohandas Karamchand Gandhi, prederour ha politikour indian
- 1890 : Groucho Marx, aktour stadunanat
- 1896 : Jacques Duclos, politikour komunour gall
- 1898 : Herri Poisson, beleg katolik hag istorour breizhat
- 1904 : Graham Greene, skrivagner breizhveuriat
- 1950 : Mike Rutherford, soner gitar-boud saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Genesis
- 1951 : Sting, aktour, kaner-sonaozer ha soner saoz, unan eus tri c'hrouer ar strollad The Police
- 1954 : Eran Riklis, filmaozer israelat
- 1971 : Tiffany Darwish
- 1987 : Ruan Lufei, mestrc'hoarierez echedoù sinaat
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1264 : Urban IV, pab gall
- 1496 : Charlez (Bro-C'hall), pevare bugel Anna Vreizh ha Charlez VIII
- 1853 : François Arago, fizikour, steredoniour ha den-stad gall
- 1892 : Ernest Renan, istorour, prederour ha skrivagner gall
- 1980 : Louis Daquin, filmaozer ha saver senario gall
- 1915 : Jean-Bertrand Pégot-Ogier, arzour breizhat
- 1927 : Svante Arrhenius, fizikour ha kimiour svedat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1903
- 1941 : Karel Treybal, mestrc'hoarier echedoù tchek
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant an deiz : Sant Sulio
- An Aeled vat, krouadurioù speredel lakaet gant Doue da wareziñ pep den gwitibunan
- Sant Eleuter, merzher lazhet e Nikomedia (Armenia gozh - Turkia hiziv) (✝ IIIvet kantved)