Jacques Cambry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jacques Cambry

Jacques Cambry, bet ganet d'an 2 a viz Here 1749 en Oriant hag aet da Anaon d'an 31 a viz Kerzu 1807 e Cachan (Val-de-Marne a-vremañ), a oa ur skrivagner brezhoneg ha galleg, bet diazezet an Akademiezh Keltiek gantañ e 1804.

Mab e oa Jacques Cambry d'un den a laboure evit Kompagnunezh an Indez en Oriant ha beajiñ a reas dre Europa ha betek an Antilhez. Labourat a reas evel kelenner-ti evit bugale ur familh binvidik. Da vare an Dispac'h Gall e savas a-du gant ar mennozhioù nevez ha dont a reas da vezañ prokulor e kumun an Oriant e 1792.

Goude-se e reas e annez e Kemperle : mont a reas e-barzh bodad evezhiañ Kemperle ha dont da vezañ prezidant an distrig. Sevel a reas ur c'hatalog eus an traoù diflipet diouzh krabanoù an distrujerien (1795) hag ur Veaj e Penn-ar-Bed (1799).

Prefed departamant Oise e voe e 1800-1802. E 1804 e voe unan eus ar re a savas an Akademiezh Keltiek, krouet d'an 30 a viz Meurzh e Pariz, gant Jacques Cambry, Jacques-Antoine Dulaure ha Jacques Le Brigant. Mervel a reas Cambry e 1807.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Voyages dans le Finistère, embannet evit ar wech kentañ e 1799. Adembannet meur a wech abaoe.
  • Un Breton des lumières Jacques Cambry au service de la construction nationale, aktaoù kollok Kemperle, CRBC, 2008.