Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08, bloaz 2015

Eus Wikipedia

16/02/2015 — 22/02/2015

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Anv brezhonek evit ar film Le Grand Bleu

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h Petra eo an anv brezhonek evit ar film Le Grand Bleu (1988) ? Trugarez deoc'h Melenn14 (kaozeal) 17 C'hwe 2015 da 20:12 (UTC)[respont]

Salud dit,
N'eus anv brezhonek "ofisiel" ebet, peogwir n'eus bet doare brezhonek ebet eus ar film-se (din da c'houzout, bepred).
Mar fell dit treiñ an titl memestra,  Ar Glaz Meur  a vefe dereat, da'm soñj. 2.14.49.47 17 C'hwe 2015 da 21:03 (UTC)[respont]
Mat eo
Trugarez deoc'h evit ho respont Melenn14 (kaozeal) 17 C'hwe 2015 da 22:20 (UTC)[respont]

Sklaer eo politikerezh wikipedia: anv an oberennoù (levrioù, filmoù, kanaouennoù) eo an anv anezho er yezh orin keit ha ma n'int ket bet embannet e brezhoneg gant un anv all. Pa vezont embannet e brezhoneg e vez aes ober "adenvel" evit kemmañ an anv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 10:15 (UTC)[respont]

Galv da implijerien ar Wikipedia-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Roit hoc'h ali, mar plij ganeoc'h, diwar-benn ar c'hraf-mañ. 2.14.49.47 19 C'hwe 2015 da 13:29 (UTC)[respont]

Hag ivez diwar-benn



Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 13:33 (UTC)[respont]

Reiñ e ali diwar-benn petra, ent resis, mar plij ganeoc'h ???--Prieladkozh (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 15:04 (UTC)[respont]
War a seblant e fell d'un IP lemel pennadoù db an tiegezh.
Marteze e vo ret studiañ a-raok hag-eñ e c'hall un IP (https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.14.49.47) ober seurt kinnigoù.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 15:06 (UTC)[respont]

Belbiajoù digomprenadus din-me.--Prieladkozh (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 16:14 (UTC)[respont]

Prieladkozh
Gaou a skriv Bianchi-Bihan. Lennit ar bajenn-mañ : dre e zoare da liammañ ar pennadoù brezhonek da bajennoù e yezhoù all (a zo berzet abaoe 2013) e-lec'h ober dre Wikidata en deus lakaet dizurzh e Wikipedia, ha meur a wech. Kinniget eo bet kendeuziñ pennadoù evit klask reizhañ e fazioù, da lavaret eo kempenn al liammoù etrewiki. N'eo ket un afer "pajennoù da lemel", unan "reolennoù a denn da framm Wikipedia" ne lavaromp ket. — 2.14.49.47 19 C'hwe 2015 da 20:46 (UTC)[respont]

Marteze n'eo ket d'un IP nevez difluket da lavarout d'al labourerien petra eo ar reolennoù nag o istor. Ma ne blij ket dezhañ al liammoù lakaet gant an Trec'hlid Mitonet e 2012, ha n'eo ket ganin (amañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lezverc%27h&diff=1338819&oldid=318915) n'en deus nemet mont da lavarout dezhañ war-eeun. N'em eus netra da welout en oberoù ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 09:11 (UTC)[respont]

Pelec'h emañ an dalc'h? Reizh e oa al liammoù etrewiki am boa degaset d'an ampoent. Da vare an tremen da Wikidata avat n'en doa ket gallet ar "Bot" ober e labour amañ peogwir e oa "tapet" ar plas dija gant traoù all ("lezvreur"). Abeg ouzhpenn eta da lavaret e tegas reuz ar sistem kozh, hag abeg nebeutoc'h c'hoazh da lavaret ne vije bet «reuz ebet e-pad 7 vloaz» pa chome boud ar "Bot".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 10:23 (UTC)[respont]

Kaerat anzavadenn. Sur-mat e vo taget an aotrou Trec'hlid bremañ eta, evel ma'z on bet, hag e gaou hon daouik evel-just. Met Pa chom boud ar bot a blij din... Pehini ac'hanomp a vo tamallet, gant hon IP diskuizh muiañ karet adarre, da lakaat ar botoù da devel hag ar reuz da sevel? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 13:33 (UTC)[respont]

Dizonestiz. Tud 'zo a rafe mezh d'ar moc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 15:49 (UTC)[respont]

Ma digarezit met perak e vefe bet berzet ober liammoù davet pennadoù e yezhoù all? Pa lennan an dra-mañ e seblant din n'eo ket difennet tamm ebet. M'eo graet al liamm davet wikidata e c'haller tennañ al liammoù (ha c'hoazh e c'hallont servij c'hoazh) met n'eo ket berzet, geo? --Herzeleid (kaozeal) 23 C'hwe 2015 da 23:55 (UTC)[respont]

me n'em eus ket kavet c'hoazh e pe frazenn gant peseurt gerioù e oa berzet; met sur on e vo diskouezet din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2015 da 05:32 (UTC)[respont]

Traoù lavaret gant merourien:

  • «N’eus forzh penaos, ret eo implij Wikidata bremañ ! Torr-penn eo da lemel al liammoù didalvoud goude (…). Ma vez implijet ar syntax kozh ganit c’hoazh e vi stanket.» [1]
  • «Ne reer ket gant al liammoù etrewiki ken !!!» [2]

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 C'hwe 2015 da 12:23 (UTC)[respont]

Trugarez evit al liammoù. Emaon o vont da glask hiroc'h evit kavout an diviz sklaer (daoust din kavout eo sklaer al liamm e saozneg 'm oa lakaet a-us). --Herzeleid (kaozeal) 25 C'hwe 2015 da 16:01 (UTC)[respont]

Brezel-embann gant Bianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

Displegadur

[kemmañ ar vammenn]

Fentus: ur reizhadenn gantañ n'eo nemet ur reizhadenn, ha pa vez ganin e teu da vezaén ur " brezel-embann"! Sort-se 'mañ an dud. Gwelomp: ne blij ket d'an IP kuzh an implij "ur gêr eus... " Met daou ali zo war ar sujed:

  • e hini, a gav eo ur fazi, ha marteze e lavar gwir, met neuze e vefe mat kaozeal a-raok kemmañ, ha prouiñ un tamm : kement tra lavaret hep prouenn a c'hall bezañ dislavaret hep prouenn;
  • hini ar re all: implijet eo an droienn nouspet kant gwech er wikipedia-mañ ( https://br.wikipedia.org/w/index.php?search=ur+gêr+eus&title=Dibar%3AKlask&go=Mont), marteze dre fazi, studiomp eta; hini oberour Emgann Kergidu, a skriv : Unan eus ar gwellañ hag eus ar brasañ parrezioù eus ar vro-se.

Met em fennadoù eo e kav abeg nemetken: marteze unan ouzhpenn eus e vrezelioù dizehan ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 14:59 (UTC)[respont]

Lezenn c'hall 2013-042 : kantonioù hag arondisamantoù

[kemmañ ar vammenn]

Dre al lezenn-se ez eo bet kemmet holl gantonioù an tiriad gall : kantonioù zo aet da get, reoù all zo bet krouet, div gumun a zo en hevelep kanton a c'hall bezañ en arondisamantoù disheñvel (e kanton Brieg ez eus bremañ 13 kumun en arondisamant Kastellin ha 5 en arondisamant Kemper, hag e kanton Kraozon emañ Kastellin bremañ).
Nevesaet em eus Roll kantonioù Penn-ar-Bed.
Ret eo ober evit holl gantonioù an tiriad gall, ha nevesaat pep kumun a zo bet kemmet dre lezenn.
Savet em boa Roll kumunioù ar Roen-Izel ha Roll kumunioù ar Roen-Uhel gant ar sell da gendelc'her hervez al lezenn nevez ; paouezet em eus avat en abeg d'ar reuz a zo bet plantet gant Bianchi-Bihan, a zo aet da nagenniñ anvioù an departamantoù ha da sevel stubs dwb kumunioù Elsass hep infobox na daveoù – ha hep teuler pled d'al lezenn nevez, evel-just.
Ur mell labour zo d'ober da heul al lezenn nevez : gwiriañ, kemmañ, lemel ha krouiñ pennadoù.
Graet em eus ma lodennig, ned in ket pelloc'h. Marteze e ouezo Bianchi-Bihan klask an ditouroù hag ober labour dereat, ur wech n'eo ket dalc'hmat ?
2.13.219.205 21 C'hwe 2015 da 23:11 (UTC)[respont]

Da dud zo, nagenniñ db tra pe dra zo lakaat reuz. Pa vez kudenn pe gudenn e c'haller kaozeal. Gant un IP kemm-digemm, ha prest da glask laou ha nez em labour dalc'hmat, ne vez ket aes. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2015 da 08:37 (UTC)[respont]

N'eus reolenn ebet o virout ouzh un IP da gemer perzh er raktres: «Wikipédia est en règle générale ouverte aux modifications, et chacun peut y participer sous IP comme sous pseudonyme. Les contributions apportées sous IP sont de la même valeur que celles des utilisateurs enregistrés. Leurs droits sont les mêmes en tant que rédacteurs, mais pas en tant que membres de la communauté. La possibilité pour tous de modifier la plupart des articles sans avoir besoin de créer un compte fait partie des Foundation issues (point 2).»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 C'hwe 2015 da 10:24 (UTC)[respont]

Ne gredan ket em befe laret e oa ur reolenn o virout ouzh un IP da gemer perzh er raktres, met ma'm eus graet n'eus nemet diskouez din, hag anzav a rin ma fazi kenkent war bennoù ma daoulin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2015 da 05:35 (UTC)[respont]