Kaozeal:Lezverc'h
Gaou: reuz ebet e-pad 7 vloaz, ken na oa dec'h: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lezverc%27h&diff=1621826&oldid=349582. A-raok e oa mat al liammoù, hiriv n'eus hini ebet ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 21:52 (UTC)
- Betek pegoulz ha pelec'h e kredi klask abeg er re a zres an traoù war da lerc'h?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 22:00 (UTC)
Pa rez prosez: prou pezh a larez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 22:02 (UTC)
- Tremenet em eus fenoz kalzik amzer o tresañ al liammoù fall, gaou, berzet…, hag e kredez klemm?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 22:10 (UTC)
Krediñ a ran laret ma soñj, hep plegañ d'an tiranterezh speredel, ha n'eus forzh piv a c'hall gwelout ne brouez netra. N'eo ket trawalc'h dit lavarout un dra evit ma vefe gwir. N'eo ket trawalc'h dit lavarout " hag e kredez klemm? " evit ma vefe me an hini o klemm: me wel eo te ... N'eo ket trawalc'h dit laret eo fall al liammoù evit ma vefe gwir. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 23:07 (UTC)
Lezvab a gas da Affinity (law)/Alliance (famille), Lezvreur a gas da Stepfamily/Famille recomposée, ha Stepdaughter (Lezverc'h) a adkas da Stepfamily. 80.12.110.201 19 C'hwe 2015 da 08:32 (UTC)
Fazi anat gant un IP ha n'anavez ket mat ar wikipedia : gwechall, betek kemm dec'h e oa ul liamm : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lezverc%27h&oldid=349582, hag a gase da en:stepfather (hag a gase neuze da en:Stepfamily, met se zo aferioù diabarzh ar wiki saoznek, ha n'eo ket hon afer ni, brezhonegerien). Bremañ ma fell d'un implijer distruj ar pennadoù lezverc'h hag ar re all, war zigarez eo gwelloc'h evit al liamm gant ar pennad saoznek (liamm a zo bet distrujet), n'en deus nemet kinnig dre skrid ma vo votet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 10:07 (UTC)
- Diwir a skrivez : da Stepdaughter e kase al liamm a venegez ; "Stepdaughter" a adkas da Stepfamily, a gas da Lezvreur. Anat eo e ranker kendeuziñ Lezvreur + Lezvab + Lezverc'h en 1 pennad hepken, anvet Familh adkenaozet da skouer, a gasfe da Stepfamily.
- Kement-se holl evit mirout kempoell Wikipedia, a zo ur raktres hollek. Diboell e oa sevel 3 fajenn verr a denn d'an hevelep dodenn : tu a oa da sevel ur mell pajenn "Familh adkenaozet", gant istor kevredigezhel an anadenn, he zuioù bredelfennel, relijiel hag all... Labour a oa, met pinvidikoc'h e vefe bet ar Wikipedia brezhoneg. Kas an holloueziadur da baour a reer pa zibaber sevel 3 stubs, hag dre liammoù diamzeriet e tegaser dizurzh er raktres. 2.14.49.47 19 C'hwe 2015 da 11:49 (UTC)
- Ur sell personel. Da bep wikipedia e zibaboù hag e bolitikerezh betek-hen. Da welout gant ar genlabourerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 13:10 (UTC)