Kaozeadenn Implijer:Melenn14
Salud, Melenn14, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Melenn14. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Patrom:Infobox kumunioù Frañs
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Gwelet em eus ez peus implijet ar Patrom:Infobox kumunioù Frañs. Mar klikez war al liamm-se e weli penaos ober gantañ. Setu amañ un nebeud evezhiadennoù :
- n'eus ket ezhomm menegiñ ar riez : lakaet e vez gant ar patrom e-unan ;
- memes tra gant ar c'hod kumun ;
- memes tra gant ar boblañs ;
- memes tra gant ar stankter : jedet e vez gant ar patrom diwar ar boblañs hag ar gorread ;
- hag ar gorread a ranker skrivañ gant ur pik ha n'eo ket gant ur virgulenn : 9.56 e-lec'h
9,56.
Ar pep aesañ eo eilañ ar patrom goullo a gaver amañ ha pegañ anezhañ war bajenn ar pennad. Gallout a reer ivez eilañ ar patrom a zo er bajenn Caen ha cheñch an titouroù da c'houde. Kalon vat dit. --Yun (kaozeal) 6 Du 2014 da 04:31 (UTC)
- Salud dit. Trugarez dit, n'on ket barrek-tre gant tout an ostilhioù-se evit bremañ met aesoc'h e vo gant da evezhiadennoù dija.
Demat deoc'h adarre, War am eus komprenet e plij kalz ar sinema deoc'h ivez, eveldon. Gwir eo e tegas pennadoù savet brav ha kempenn pa reer gant Infobox Film : koulskoude ne gav ket deoc'h e c'hellfed skañvaat an traoù un tamm dre ma kaver an hevelep ditouroù, skrivet div wech, en daolennig hag e korf ar pennad ? Petra a soñjit eus se ? A galon GS : evel-just n'eo nag un dagadenn nag ur rebech, anat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 12:43 (UTC)
- Ar gwir zo ganeoc'h, gwelloc'h e vo gant an infobox skañvaet, emberr 'vo graet.
- Trugarez deoc'h adarre Melenn14 (kaozeal) 18 C'hwe 2015 da 13:38 (UTC)
- Trugarez deoc'h Melenn14 (kaozeal) 17 Ebr 2016 da 16:49 (UTC)
You are invited!
[kemmañ ar vammenn]You are invited... | |
---|---|
The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.
|