Tristan (anv-badez)
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Trestan[1], pe Tristan[2], zo un anv-badez brezhonek a gaver e meur a yezh all.
Taolenn
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keltiek e vije, diwar un anv predenek Drust pe Drustanus, diwar ur ger drest, drystan a dalvezfe trouz, dispac'h. Hervez lod e vije diwar ur stumm piktek Drostan. Levezonet e vije bet gant ar ger latin tristus, a gaver e bar koulz e brezhoneg evel e kembraeg pe e galleg.
Stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tristram, Tristen, Tristian, Tristin, Triston, Tristyn , Trestan, Trystan.
- Tristano, en italianeg
- Tristão e portugaleg
- Tristane, ha Tristana, anvioù merc'hed
- Dunstan, Duncan.
Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 19 a viz Mae : sant Dunstan.
- 12 a viz Du : sant Tristan.
Orin ha brud an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anavezet eo an anv evel hini ar marc'heg karet gant Izold, e mojenn Tristan hag Izold, brudet adal ar Grennamzer el lennegezh c'hallek hag alamanek.
- En XIXvet kantved eo bet brudet adarre gant c'hoarigan Richard Wagner, Tristan und Isolde.
Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En em ledet eo bet an anv dre brud mojennoù An Daol Grenn, un tamm evel ma vez brudet un anv amerikan gant ur film pe ar skinwel hiziv ; meur a film zo bet diwar ar vojenn.
- Emañ Tristan e-touez ar 1 000 anv roet ar muiañ d'ar baotredigoù abaoe 1971 er Stadoù-Unanet [3].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant Drostan, manac'h hag abad war-dro ar bloaz 610 ; diskibl da sant Kolomba ; abad Deer (Dier), e kontelezh Aberdeen ; avieler hanternoz Bro-Skos. Lidet d'an 11 a viz Gouhere pe d'ar 15 a viz Kerzu.
- Tristan de Clairmont, Tristano di Chiaromonte, kont gall a vevas e Naplez e deroù ar XVvet kantved.
- Tristão da Cunha (war-dro 1460 — war-dro 1540), moraer portugalat.
- Tristán de Luna y Arellano, konkistador spagnol.
- Tristano di Chiaromonte, kont italian
Anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Luis Tristán (1585-1624) livour spagnol
- Flora Tristan (1803-1844), skrivagnerez c'hallek
- Tristan Corbière, barzh breizhat gallek
- Tristan Bernard, skrivagner gallek
- Tristan Tzara, ur barzh dada.
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Enez Tristan, anv div enezenn :
- Enez Tristan, e Douarnenez, e Breizh
- Enez Tristan en Antarktika
- Tristan da Cunha
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tristan, pajenn disheñvelout
- Tristana, romant Benito Pérez Galdós, deuet da vezañ ur film gant Luis Buñuel.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E Geriadur Hemon-Huon, 1993, p. 808
- ↑ Evel e titl ar romant brezhonek Tristan hag Izold, gant Langleiz.
- ↑ Think Baby Names: Origin & Meaning of Tristan (English)(HTML). Kavet : 2007-03-02.